Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. Unan eus an eizh roud-avel, an hini a ya war-zu ar pennahel lec'hiet en hevelep hantervoul hag Europa. En norzh da Naoned emañ Roazhon. Norzh douaroniel : a glot mui pe vui gant lec'hiadur ar Sterenn (Polaris). & Norzh gwarellek : norzh diskouezet gant biz an nadoz-vor, na glot ket rik gant an norzh douaroniel. 2. (en ur c'henstrollad laosk) Norzh-kard-biz, norzh-biz : roudoù-avel lec'hiet etre an norzh hag ar biz-uhel. & Norzh-kard-gwalarn : roud-avel lec'hiet etre an norzh hag ar gwalarn-sterenn. B. (gant ur bennlizherenn-dal) 1. Hollad ar broioù diorroet, pinvidik, zo lec'hiet evit ar braz anezho e norzh ar bed. An Norzh hag ar Su. 2. Rann eus ur c'hevandir, ur vro, ur rannvro, h.a., zo lec'hiet en norzh. Norzh Amerika. Norzh Afrika. Norzh Italia. II. Impl. da stn. 1. Lec'hiet en norzh. 2. (db. an avel) O tont diouzh an norzh. An avel norzh.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

Nord

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Septentrion

avel viz-nord

1732
Daveenn : GReg pg aquilon

biz-nord

1732
Daveenn : GReg pg boussole (nor-nordest)

norzh

1732
Daveenn : GReg pg boussole (nord)

nort-gwalorn

1732
Daveenn : GReg pg boussole (nor-noroüest)

ar pevar kentañ avel : reter, kornôg, su, ha nord

1732
Daveenn : GReg pg cardinal (les 4 vents Cardinaux)

achapedoù diouzh an Nord

1732
Daveenn : GReg pg (des) échapez (du Nord)

norzh

1850
Daveenn : GON.II pg nord

avel nord

1850
Daveenn : GON.II pg nord

War e hent e kavas Saig Jelvest. — Petra ’ta, paotr ? Na te az poa kollet an nord ? — Ket, Saig ! — Petra ’ta ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1092 (Here 1924).

Met n’eo ket se eo se : kaozeomp nebeut met kaozeomp mat ha sklaer eeun en e nord !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

Ha setu ma ne welis e-pad ar pevar devezh-se nemet div vag war hon hent, div vag-pesketa oc'h ober gouel war-zu an Norzh, bagoù eus hor bro marteze a-walc'h, war hent an distro da Gameled pe da Zouarnenez, graet ganto o zroiad e Maoretania...

1985
Daveenn : DGBD p15

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial