Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
2
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. (er relijion gatolik dh.) Lid ma kinnig ur beleg korf ha gwad Jezuz-Krist dindan spesoù ar bara hag ar gwin. Kanañ an oferenn. Lavaret an oferenn. An oferenn c'hresian. Mont d'an oferenn, mont da glask an oferenn : mont d'he selaou, da gemer perzh enni. C'hwitañ an oferenn. Klevet an oferenn. Respont an oferenn : pezh a ra ar gurusted. Ordinal* an oferenn. • (seurtoù oferinier) Oferenn ar Sul. Oferenn vintin, oferenn veur, oferenn bred. Oferenn ar Pellgent. Oferenn gañv, oferenn eured. Oferenn evit an anaon : oferenn deiz-ha-bloaz, oferenn penn ar sizhun. Oferenn nevez : kentañ oferenn ur beleg en e barrez c'henidik. Oferenn war gan : kanet. Oferenn blaen, oferenn war blaen : hep kan. & Lakaat un oferenn gant ub. : evit un den marv. Gant piv emañ an oferenn hiziv ? & (impl. hep gm.) An hini en doa c'hoant da gaout oferenn a ranke mont pell. & Trl. Edo an oferenn o wiskañ : o teraouiñ. Gwisket eo an oferenn ur pennad zo. & Diwar-sav an oferenn : en dibenn anezhi. & Trl., dre fent Bezañ bet en oferenn sant Tremen : bezañ c'hwitet warni. 2. Dre ast. Oferenn fall : lid kinniget d'an diaoul. 3. Trl. skeud. Lavaret an oferenn : grozmolat. Klev anezhi o lavaret an oferenn adarre.

Exemples historiques : 
50
Masquer la liste des exemples

oferenn

1499
Référence : LVBCA p152 (messe)

M. Petra ivez a rit-hu pan it d'an oferenn ? D. Pa antrean en iliz e kemeran dour benniget ha goude-se e lavaran Pater noster, Ave Maria, hag an orezonoù all pere a onn.

1622
Référence : Do. p50

M. Petra eo 'n oferenn ? D. Ur memoar hag ur reprezantasion eus ar marv ha'n Pasion hor Salver binniget Jezuz Krist hag ouzhpenn kement-se, ur sakrifis pe en hini en em ofr e-unan evit salvasion d'ar re vev ha d'ar re varv ha rak-se e tleomp asistañ enni gant ur reverañs ha devosion bras.

1622
Référence : Do. p44

M. Livirit Gourc'hemennoù an Iliz. / D. 1. Klevet d'an Sulioù ha'n Gouelioù din / Oferenn sklaer hag anterin. / An gouelioù dit gourc'hemennet, / Sell n'o zerri ha mir-i naet. 3. Un wezh an bloaz, ma na rez ken, / Kofes da faotoù en laouen. / 4. Da Bask, kemer Salver an bed hep remors a vec'h na pec'hed. 5. An daouzek dizioù, vijiloù an sent, sell n'o zerri ha mir-i kent, / Ha'n C'horaiz, ma n'en gwrez kent, / Pan vizi un bloaz warn-ugent. 6. Da Wener gant si ne zibri / Kig, na da Sadorn ne ri mui.

1622
Référence : Do. p28 & 30

oferenn

1659
Référence : LDJM.1 pg Messe

oferenn

1659
Référence : LDJM.1 pg Messe

M. Goude ma en deus koñsakret ar beleg, ar pezh zo en ostiv, hag-eñ zo bara, na gwin ar pezh so er c'halizr ? D. Salokras, rak e vertuz ar c'homzoù sakr pere a bronoñs ar beleg ez eo cheñchet ar bara e korf hon Salver binniget, hag ar gwin en e wad prizius, hag an dra-mañ a reer en oferenn.

1677
Référence : Do. p45

M. Petra a rit-hu pa it d'an oferenn ? D. Pa antrean en iliz, e kemeran dour binniget, ha goude-se e lavaran ar bater hag an ave maria, hag an orezonoù all pere a ouzon.

1677
Référence : Do. p51

Ar gouelioù a santifii, / Pere zo dit gourc'hemennet ; / Pep Sul oferenn a glevi / Ha pep gouel dr' an Iliz berzet.

1677
Référence : Do. p29 & 31

al lodenn sekretañ ha prinsipalañ eveus an oferenn

1732
Référence : GReg pg canon (de la messe)

gwiskamanchoù an oferenn

1732
Référence : GReg pg habit (Les habits Sacerdotaux.)

lavaret an oferenn

1732
Référence : GReg pg celebrer (la Sainte Messe)

un oferenn bemdez 'hed ur bloaz evit neb zo aet d'an anaon

1732
Référence : GReg pg annuel (messe qu'on dit pendant un an pour un mort)

abostoliñ a ray en oferenn bred

1850
Référence : GON.II pg abostoler

Un den dimezet eo a zo bet abostoler en oferenn.

1850
Référence : GON.II pg abostoler (C'est un homme marié qui a chanté l'épître à la messe).

kalz embannoù a zo bet hiriv en oferenn

1850
Référence : GON.II pg embann

An eskob eo a lavaro an oferenn.

1850
Référence : GON.II pg eskop (C'est l'évêque qui dira la messe).

Gwerzh dek oferenn en deus bet.

1850
Référence : GON.II pg gwerz (Il a eu les honoraires de dix messes).

gwiskamant-oferenn

1850
Référence : GON.II.HV pg gwiskamañd-oféren (Habits sacerdotaux).

gwiskamantoù-oferenn

1850
Référence : GON.II.HV pg gwiskamañd-oféren (Habits sacerdotaux. Pl.)

oferenn

1850
Référence : GON.II pg oféren, ofern, overn, ovéren

oferenn

1850
Référence : GON.II pg oféren, ofern, overn

oferenn

1850
Référence : GON.II pg oféren, ofern, overn

oferennoù

1850
Référence : GON.II pg oféren, ofern, overn

an oferenn veure

1850
Référence : GON.II pg oféren, ofern, overn

oferenn

1850
Référence : GON.II pg ovéren

An hini en deus respontet dezhañ e oferenn diwezhañ, a-raok kuitaat e eskopti, a zo c’hoazh e buhez.

1877
Référence : EKG.I. p.27

An eskibien hag ar veleien a dlee sentiñ, nann ouc’h lezennoù Doue ha re an Iliz, mes ouc’h lezennoù graet gant tud ha ned ea ket daou war gant anezho da vezañ kofesaet, na zoken d’ar Sul d’an oferenn.

1877
Référence : EKG.I. p.8

Den na deuas er-maez eus e di ; ne voe ket zoken kavet ur bugel da respont ouzh an oferenn.

1877
Référence : EKG.I. p.231

Pa en em gavjont e Lokournan, an Aotrou Poullaoueg, person ar barrez, a yoa gant e oferenn.

1877
Référence : EKG.I. p.208

Den nad ae war-dro an iliz, nemet a-wechoù unan bennak da c’hoarzhin pa wele Loull ar Bouc’h, mezv-mik-dall, bec’h dezhañ o chom en e sav, oc’h ober an neuz da esa lavaret an oferenn.

1877
Référence : EKG.I. p.87

Hag evit gwir ivez avat, diwezhatoc’h on bet diarc’hen o pardonañ e Sant-Yann-ar-Biz ; reiñ am eus graet gwerzh un oferenn d’an Aotrou Person, ha prenañ am eus graet, d’ar sant, ur c’houlaouenn-goar a nav real ha daou wenneg.

1878
Référence : EKG.II p.28

oferenn vintin

1909
Référence : BROU p. 403

oferennoù

1909
Référence : BROU p. 403

An deiz war-lerc’h, goude oferenn ar servij bras, ar paotr ac’h eas da gimiadiñ diouzh e gabiten ; hag eno, war e bez, en e galon, graet gantañ al le da heuilh penn-da-benn youl madelezhus e gabiten.

1925
Référence : BILZ2 p.175

oferenn penn-bloaz

1931
Référence : VALL pg (service de) bout (de l'an)

mont da glask an oferenn

1931
Référence : VALL pg aller (à la messe)

mont da gaout an oferenn

1931
Référence : VALL pg aller (à la messe)

da glask an oferenn

1931
Référence : VALL pg avoir

[mont] d'an oferenn

1931
Référence : VALL pg a2 (à la messe)

Skrivañ 'rejomp d'an tad Hayde da gaout ul levr bennak da zeski hag e tigasas dimp raktal bep a levr katekiz ha bep a levr oferenn.

1944
Référence : EURW.1 p61

Goude bezañ daoulinet dirak Patronez Arvor, lakaet pep a oferenn ha leinet en ostaleri, e kemerjomp adarre an hent hag e tigouezhjomp e Gwened d'an noz.

1944
Référence : EURW.1 p73

Daou-ha-daou, en deñvalijenn, re an dortouer a ziskennas an diri da vont d'ar chapel da selaou an oferenn gentañ.

1944
Référence : EURW.1 p33

An diaoul kentañ. — « Alies, gwall alies hoc’h eus manket d’an oferenn. »

1944
Référence : ATST p.57

Kaniri a veze ivez (korioù) ken er c'hoariva, ken en oferennoù Sul hag er saludoù.

1944
Référence : EURW.1 p52

Din e fazi oferennoù, / Keuz ha glac'har ha pedennoù, / N'eo ket fistilh kozh strouilhenned !

1960
Référence : PETO p65

Gaid Kêrlennou, deuit hepdale / Ma oferenn din da respont, / Rak d'he lâret, em gwall ari, / Ret eo ' teufec'h d'am darbariñ.

1960
Référence : PETO p64

Set' an eur da vont d'an iliz, / Da wiskañ stol ha surpiliz / 'Vit ma oferenn diwezhañ.

1960
Référence : PETO p63

Bugale an amezeien a zeuas ivez en o dilhad sul, goude bezañ bet en oferenn, a gredan.

1985
Référence : DGBD p118

Pouezus eo kehentiñ e-pad an taol : davet an dud a zo war al lec'h, implijidi ar burevioù dalc'het ganeoc'h, pratikoù ar stal e-lec'h ma lârit [m'emaoc'h o lâret] un "oferenn" evit ar beveziñ santel, ha kement zo...

2015
Référence : DISENT p131

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux