an ovérenn bred
Mont d'an oferenn-bred : selaou ar c'han war an ton krampouezh gwinizh, selaou ar seurezed o kanañ kantikoù brezhonek ; selaou ar sakrist kozh o son an ofikleid, pa gane e vleje evel ur c'hole ; selaou ar person, an aotrou Pinson, pe ar c'hure, an aotrou Kozaned, pe an tad Jouan, oc'h ober o sarmon e brezhoneg ; ar c'hleier bihan o tiñsal, ar c'hleier bras o vrallañ, holl e oant brav da glevout ; ha goude an oferenn-bred, selaou an embannoù, « war ar groaz ».
Glav a rae ken a rae, ha pa savas Anatol France, « Bleu de Bretagne » a-enor [a enor], da satouilhat e brezegenn e stagas holl gleier an iliz-veur da vrallañ, ha tud an oferenn-bred o tont e-maez an ofis d’ober o seizh gwellañ evit ma kreskje an todilhon : darn o seniñ sutelloù houarn gant ur bizenn gras enno, darn’all o kanañ ken ma tagent « Nous voulons Dieu » ha « Catholiques et Bretons toujours ! », en-dra [endra] ma vleje a heligentañ ar re an tu enep, rak kement loen a zouge sae pe vragoù war al « le[u]veen » hag e[n]-dro dezhi a yude dibaouez : « Hou, hou, hou, la calotte ! »
Mots précédents
Mots suivants
oferenner