Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

an ovérenn bred

1732
Daveenn : GReg pg grand (La Grand'Messe.)

bezañ eo bet graet evit an oferenn-bred ar c'hentañ embann entre Pêr ha Mari

1732
Daveenn : GReg pg banir (Pierre et Marie ont été bani à la grand' Messe pour la première fois)

piv en deus kanet an abostol en oferenn-bred ?

1732
Daveenn : GReg pg (qui a chanté l') epitre (a la Grand'Messe ?)

an oferenn-bred

1850
Daveenn : GON.II pg oféren, ofern, overn

Abostoliñ a ray en oferenn-bred.

1850
Daveenn : GON.II pg abostoli (Il chantera l'épître à la grand'messe).

Avielañ a ray va breur en oferenn-bred.

1850
Daveenn : GON.II pg aviéla (Mon frère chantera l'évangile à la grand' Messe).

Ne ouzon ket a belec’h e oa deuet an hini a yoa lakaet e penn Sibirilliz ; ar pezh a zo gwir, eo, e-pad an oferenn-bred, deiz ar pardon, hag e-pad ar gousperoù, edo en iliz, sonn en e sav, e dok gantañ war e benn zoken e-pad ar gorreoù hag ar venediksion.

1877
Daveenn : EKG.I. p.309

Klevet a ran ar c'hloc'h o son d'an ofer[e]nn-bred e Babilon

1909
Daveenn : BROU p. 420

ufer[e]nn-bred

1909
Daveenn : BROU p. 403

Gouzout a rit pegen drouk ez eo ar paotr : goap a ra evelato ouzh ar valtouterien, ouzh Gargam ; en oferenn-bred n’ez eo ket evit paouez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1020 (Gouere-Eost 1924)

Abaoe an devezhioù-se, pep Sul, keit ha ma voe bet gant ar Gwennili, en d[ez]e plijadur o welet anezhi o tiskenn d’ar bourk evit mont d’an oferenn-bred, evurus p’he d[ez]e taolet ur sell etrezek ennañ, evurusoc’h c’hoazh pa wele anezhi daoulinet war skabell voulouz an aotrou kont Tremedern.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179

Mont d'an oferenn-bred : selaou ar c'han war an ton krampouezh gwinizh, selaou ar seurezed o kanañ kantikoù brezhonek ; selaou ar sakrist kozh o son an ofikleid, pa gane e vleje evel ur c'hole ; selaou ar person, an aotrou Pinson, pe ar c'hure, an aotrou Kozaned, pe an tad Jouan, oc'h ober o sarmon e brezhoneg ; ar c'hleier bihan o tiñsal, ar c'hleier bras o vrallañ, holl e oant brav da glevout ; ha goude an oferenn-bred, selaou an embannoù, « war ar groaz ».

1944
Daveenn : EURW.1 p26

Ur person ivez pa vo lec'h da envel Izili ar C'huzul-kanton, ' ray heñvel, Hag en iliz-parrez, ' raok an oferenn-bred, Dezho, 'vit an dra, en em vodañ, ' vo ret. Hag ar c'hevezer en devo bet an trec'h Er barrez diberson ' gemero al lec'h.

1960
Daveenn : PETO p16

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial