tad an ourgoüilh
Diouzh ar mintin, en dervezh-se zoken, edo oc’h evañ en e di, gant e ganfarded, gwin laeret diwar-goust e nesañ, oc’h en em veuliñ, oc’h en em bompadiñ n’en doa ket Loull ar Bouc’h e bar war ar beg-douar-mañ, rak ar gwin a lakae ar gwad da sevel d’e benn, hag e galon da c’hwezañ gant an ourgouilh, evel ma c’hwez ar podad laezh lakaet da virviñ war an tan.
- Tenn eo. Doue, avat, a ro E c'hras da herzel. Hogen, ma anzavin ouzhit, me n'eo ket gant va diantegezh em beve[z] nec'h ar muiañ ; gant va ourgouilh, ne lavaran ket. Me 'zo ken bras va lorc'h gant ar soñj e vin beleg ha manac'h, m 'am beve[z] aon da gouezhañ e pec'hed ar spered.
Ur pec'hed all, avat, a zo bet sammet ganeoc'h, bremañ diouzhtu, war ar re-se. Emaoc'h o nevez-sammañ war ho laeroñsi hag ho lipouzerezh, pec'hed an ourgouilh.
Mots précédents
Mots suivants
ourgouilhiñ