Télécharger les mots parents a-ziouzh diouzhpenn ouzh penn a-dreñv
ouc'hpenn
Bilzig, pa [veze] ar Vran en ur porzh bras bennak, Brest, Montroulez, Sant-Brieg, ha pa ranke ar Vran chom er porzh, a c’houlenne aotre digant e gabiten da vont da labourat en bourzh ul lestr all bennak da reiñ an dorn da lastrañ, dilastrañ, kargañ, diskargañ : ur gwennegig bennak e c’honeze evel-se ouzhpenn e c’hopr.
Ouzhpenn da se, war an daolenn varzhus-se, e welen ur maread morianed ha morianezed du-peg en tenn da gorolliñ e kant stumm disheñvel, o c'hoari ez noazh-dibourc'h o c'hweleviñ evel an huzel war mantell kimin ti-forn hini bras Poull ar Raned, ha bronnoù ar gwragez o hejañ-dihejañ, o pignat hag o tiskenn en ur vont a-gleiz hag a-zehoù, a-is hag a-us, a-hed o divlez hag o c'horf klosennek, bouzellok ha begelok.
An anv-se : Gourvazenn an Douar-Bras - Plate-forme continentale e galleg, Kontinental Schelff en alamaneg, Continental Shelf e saozneg -, a reer eus an tachennadoù, kompez a-walc'h, a gaver etre an aod ha 200 m. donder, betek Torrod-meur an Douar-Bras - galleg : Talus continental ; alamaneg : Kontinental Abfall ; saozneg : Continental Slope - hag a ziskenn a-ziribin betek 1.000, 2.000 m. hag ouzhpenn.
Rak, mar domp ["mard omp"] ar gerent tostañ, hor c’herentiezh a zo skoulmet war ar pempvet pe ar c’hwec’hvet brank hag, ouzhpenn, Kervetouz a zo kalz tostoc’h eget Lanurgad ouzh Karreg-al-Laouarn, hag amañ n’eo ket al labour eo a vank.
Daoust da doull an nor bezañ hanterzismantret abaoe keid-all, ha bezañ kuzhet mat gant ar spern hag an drez, an hini a garfe furchal, a gavfe c’hoazh al liv anezhañ ; ha, me ’zo sur, a-benn disul all, ouzhpenn ur chaseour kurius a yelo di da welout.
Koulskoude, em eus bet, ouzhpenn ur wech, tro da c’houzout ar wirionez diwar-benn an nor-se, rak, da beder eur, goude ar skol, ez aen di da ziwall va buoc’h.
« Mat, me ’oar, Lom, ha gouzout a ran ivez ez aio ar yalc’had gant ar merc’hed, ma ne daolomp ket evezh. N’eus ket bet lavaret deoc’h ouzhpenn ur wech ! « O ! c’hwi, Lom, a zo debret ganeoc’h ho fortun, mil bell ’zo ? » Debret gant evadeg, fumadeg, ha me oar ! O ! eus an dantelezh, ne vez ket komzet, na, kennebeut, eus ar perlez ! »
Na bras, na bihan, ha kuilh en he gwiskamant seiz du, hogen maouez penn-da-benn he c’horf, gant he roderezh kazhez lizidant, n’oa ket da reiñ dezhi ouzhpenn daou vloaz warn-ugent.
- Mignon yaouank, emezi, pegoulz e vezoc'h dieub ? Petra a rit gant hoc'h amzer ? - O ! Ouzhpenn skubañ ha diboultrennañ ! Kas a ran da benn studioù a-bouez-bras.
- Te a zo diwar ar maez, Sezni, hag eus bro-Leon ar gatolikañ. Em c'hêr c'hinidik, avat, du-mañ, war vordig mor Kernev-Izel, eo douget, ouzhpenn dreist, ar merc'hed yaouank d'al lammoù ha d'an dañsoù, ha, 'm eus aon, e karont ivez kompagnunezh ar baotred yaouank.
Ouzhpenn ma oa yac'haus-tre d'ar studierien ma oant, atav gant o c'hresk, lakaat o c'horf d'al labour.
Ouzhpenn, feuket e oa en ur soñjal en e vamm, du-hont, keit-all, e Breizh-izel, ur vaouez vat ha karantezus mar doa, hag en e c'hoarezed bihan, mibin ha drev e-giz un torad filiped. Skoazellerezed an Drouk-spered ? Neuze 'ta !... Krouadurien Doue, dres evelto, gant un ene da saveteiñ, ne lavaran ket.
Ouzhpenn chas a oa du-hont. Unan en devoa, da skouer, ur marmouz "chimpanze", unan all ur marmouz "kakou", pe c'hoazh marmouzien bihanoc'h.
Gant se eo mizvezhioù e padas al labour adkempenn : sevel ar voger-disrann etrezomp, distrujañ an adtiez kozh, aozañ e-tal an ti ur privezioù simantet-kaer, adrenkañ an ti-annez, kement-se a c'houlenne, ouzhpenn poan, amzer.
Dremm ledan ha kenedus an Dr Jekyll a droas da c'hlas betek e vuzelloù ; e sell a deñvalaas. "Ne'm eus ket c'hoant klevout ouzhpenn", emezañ.
[Iliz-veur] Landreger avat n'eus ken 75 metr etre dor an talbenn ha penn pellañ he chantele (keñveriañ gorread iliz-veur Kemper ouzh hini iliz-veur divent Amiens). Daoust da gement-se e oa bet un hirnezh d'he sevel. N'ho peus ken soñjal. Ar bloavezh 1240 a c'hall bezañ lakaet da boent loc'h ar chanter. Met e dibenn ar XVvet kantved, ouzhpenn daou c'hant hanter-kant vloaz da c'houde, edod c'hoazh o labourat warni d'he feurechuiñ.
Da neuze, ouzhpenn, e oa toullet straed Kereon a-dreuz kêr, ha nebeutoc'h c'hoazh e vije bet kreizennet an talbenn diouti.
En em zibab a ra Adrianí evit na vije diouer a netra er gêr hag ivez, ouzhpenn, da beurdogañ ar bern evit prenadennoù Katerina.
Ouzhpenn se e rank ar giton embann perak eo ac'hubet ar savadur, a-drugarez d'ul lugan sklaer ha soñjet brav evit ma c'hallfe skeiñ ar speredoù e-pad pell.
A-wechoù e vez kalz grevusoc’h freuzoù ar gevredigezh evit freuzoù ar feulster fizik, rak ouzhpenn an den e vez skoet an dud a zo en-dro dezhañ koulz hag ar gevredigezh a rank paeañ evit tout an traoù-se.
Goude 1968 e oa bet krouet un aridennad implijoù sternidi a-renk etre gant goproù izel pe mat a-walc'h met un "dalvoudegezh" ouzhpenn dezhe.
Mots précédents
Mots suivants
ouzhpennadenn