Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
2
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

1. [1576, 1622] Adstumm eus "o" a reer gantañ dirak ar rannig-verb en em. [1622] Pasion hor salver benniget pehini ouzh en em vezañ graet den en deus añduret ar marv. 2. Adstumm eus "o" a reer gantañ dirak raganvioù gour renet raklakaet.

Exemples historiques : 
45
Masquer la liste des exemples

Hag evel maz edoa ouzh he fidiñ a zevosion vras ez c'hallje demeritañ kavout un darnig [eus] he relegoù.

1576
Référence : Cath p25

Ha pan [oad] ouzh he zase da vezañ martirizet ez suplias d'an itron Santez Katell ez plijje ganti pidiñ eviti an aotrou Doue.

1576
Référence : Cath p21

ar gentañ [eus peder bazenn skeul an neñv] eo inosanted hec'h holl euvroù[,] an eil eo naeteri a galon[,] [an] drede eo disprizañs a vanite[,] ar bedervet eo gwirionez a gomzoù; pere degrezioù a laka an profet diouzh renk ouzh lavaret : Piv a bigno e menez an Aotrou, etc. ?

1576
Référence : Cath p3-4

20. Pan oant antreet er prizon ez welsont ur sklaerder bras inestimabl peheni a sklaerise ar prizon hag ivez ez welsont an aelez ouzh ognamentañ he goulioù.

1576
Référence : Cath p17

[«]Hag ivez [d'en em varvailhañ a rez] war an ornamantoù anezhañ pere ned int nemet evel poultr a ya gant an avel, hag evit-se ez tleez mui da ebaisañ ouzh kontempliñ an neñv hag an douar hag ar mor ha kement zo enne[.»]

1576
Référence : Cath p7

[«] Koñsider penaos emaint ha pa voe komañset ar bed hag ez vezint bede ar fin, sell ouzh an heol hag ar planedoù pere ne sesont nos na dez oz vonet entreze hag oksidant hag ac'hano ouz retorn adarre da oriant, hag evit-se ne skuizhont ket. [»]

1576
Référence : Cath p7

M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.

1622
Référence : Do. p8

Ouzhpenn e ve mat kavout ur c'hreunenn vinniget evit gounit induljañsoù ouzh o lavaret.

1622
Référence : Do. p56

kement a ra ouzh ho karet

1659
Référence : LDJM.1 pg quement (a ra ouz ho caret)

D. Ret eo ober tri dra: Da gentañ, digas koun eus hor pec'hedoù, ouzh en em egzaminañ dilijamant war gourc'hemennoù Doue, ha re an Iliz, ha war ar seizh pec'hed marvel.

1677
Référence : Do. p43

M. Pe evit tra er [sin ar groaz] gret-hu er feson-se ? D. Da gentañ, evit digas ar memoar eus an daou Vister priñsipal eus hor Feiz ; unan, eus an Drinded binniget, en ur bronoñs ar c'homzoù-mañ : En Hanv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel ; an eil, eus ar marv ha Pasion hon Salver, pehini[,] ouzh en em vezañ graet den, en deus anduret ar marv evidomp-holl en ur Groaz.

1677
Référence : Do. p9

D'an trede, goulenn kont digant hon ene eus a gement pec'hedoù [sic, pec'hed] he deus graet 'enep Doue en deiz-se dre soñjezonoù, komzoù, euvroù, hag omisionoù, ouzh en em aretiñ priñsipalamant war ar pec'hedoù pe da re omp mui sujed.

1677
Référence : GReg p55

Emaon amañ oc'h o gedal.

1732
Référence : GReg pg guetter (Je suis ici à les guetter.)

ar pezh a aparchant ouzh an elaz

1732
Référence : GReg pg hepatique

Emaon amañ pell zo oud ho kedal.

1732
Référence : GReg pg guetter (Il y a long-tems que je vous guette ici, que je vous attens ici.)

tromplañ ur re bennak ouzh e lakaat da goll e wir

1732
Référence : GReg pg frustrer

euzh am eus oc'h e welout

1850
Référence : GON.II pg eûz, heûz

En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, / Ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; / Nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, / Gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal.

1867
Référence : MGK p21

Oc'h e glevet, / Piltrotig en un toull, ar goulm en ur wezenn / Hag an heizez er c'hoad a dec'h evel un tenn.

1867
Référence : MGK p48

C’hwi a gav deoc’h eo diotachoù an traoù a gontan amañ : ya, diotachoù int a-dra-sur, hag hiriv ez eus bec’h ouc’h o c’hrediñ.

1877
Référence : EKG.I. p.6

Diouzh ar mintin e oamp bet betek Milin-ar-Stank ouzh hen diambroug, ha bremañ hor beus c’hoant da vont d’hen ambroug hirañ ma c’hellimp.

1877
Référence : EKG.I. p.289

Alo, hastit afo, hon tad a zo skuizh oc’h ho kedal.

1877
Référence : EKG.I. p.79

Dre un nor eus ar jardin ez ejont kuit, hag, a-biou Pempoull, a-ribl ar mor, e kemerjont o hent evit tizhout al lestr a yoa ouc’h o gortoz.

1877
Référence : EKG.I. p.23

En un taol edon em sav ; hag evel ne ehane ket ar vouezh, ez aen goustadik war-zu enni, en ur selaou, ouc’h he heuliañ, ouc’h he c’hlask en ur blegañ va skouarn a-rez an douar, rak kaout a rae din e teue ar vouezh eus a-izel.

1878
Référence : EKG.II p.45-46

Taolennet eo doue ar brezel gant ar Goraleted o vageañ al lenn-se hag o tigouezhout e-keñver ar voger rec’hier serzh ha menezioù a oa ouzh he bevenniñ diouzh tu ar sav-heol.

1923
Référence : SKET p.42

Ar gwaz a oa e vrec’h kleiz en-dro da zargreiz e wreg ouzh he stardañ outañ karantezus.

1923
Référence : SKET p.73

Deut ez oa ganto o ounnered moumoun, o c’herniel livet e glas, o devoa-i savet hag a vane dalc’hmat en o c’hichen ouzh o heuliañ dre ma ’z aent.

1923
Référence : SKET p.133

Champault ha Tourville ne anavezent ket an disterañ petra eo ar yezhoniezh hag e lakaent keñver-ha-keñver anvioù o tont eus amzerioù ha yezhoù disheñvel, ouzh en em harpañ hepken war heñvelderioù a-ziwar-c’horre touellus.

1924
Référence : SKET.II p.27, Notenn (3)

An Ao. Jonkour ne roe ket a skandal deomp, evit lavaret gwir ; mes n'oa ket a fouge ennomp evelato ouzh e glevet !

1924
Référence : CDFI niv. 2302, 29 mars, p1

Ouzh o gwelout ez pije lavaret edo o c’halon war-nes rannañ, o buhez war dec’hout diouto, edont o vont da gouezhañ war an hent.

1924
Référence : SKET.II p.38

Kabiten ar Vran, den a c’hir, a oa anavezet adalek Brest betek Sant-Malo, ha, pa errue en ur porzh-mor bennak, atav e vije fred oc’h e c’hortoz.

1925
Référence : BILZ2 p.168

N'helled ket skrivañ da skouer Heutsn e-lec'h Hudson e sigur ma vez distaget evel-se gant an Amerikaned ; an eeunañ eo kemer an anvioù evel ma vezont skrivet er vro, ouzh o eeunañ hervez ijin ar brezhoneg, o lakaat da skouer a-wechoù K e-lec'h C ; OU e-lec'h U ; C'h e-lec'h CH pe Kh rusianek, hag e-lec'h Gh pe Rh arabek : Kotentin -hogen Calais, dre ma rankfed skrivañ Kalaez-, Seine, La Ciotat, Chile, Norge -ha Norvegia, stumm etrevroadel-, Suomi -ha Finland, stumm etrevroadel-, Schelde -an Escaut e galleg, a red e Flandrez dreist-holl-, C'harkov, Astrac'han, C'hadames.

1943
Référence : TNKN p8

Pa lavare ar glianted d'am zad : « Kerzhout a ray ho mab war ho roudoù, aotrou noter[,] hemañ a zo abred o tiskiñ e vicher avat ! » pe meuleudioù all evel-se, ma zad a wele dija e bennhêr, a-benn ma vije arru kozh, o kemerout e garg, mes me a vouzhe ouzh o c'hlevout o fougeal ganin[.]

1944
Référence : EURW.1 p28

An hini lik a oa renet gant an Aotrou Bouder, genidik a Blougonver, ouzh e skoazellañ un eiler yaouank, an Aotrou Losteg, a Lohueg.

1944
Référence : EURW.1 p20

Karnoediz a ziskenne er Peniti, e-lec'h ma oa hon tud ouzh hor gortoz.

1944
Référence : EURW.1 p40

Koulskoude Job ha Lom a oa, ouzh o gwelout, disheñvel war gement poent.

1944
Référence : ATST p.26

Miliner Penn-an-Aod a voe ker spontet ouzh e glevout ma tegouezhas dezhañ kouezhañ frank e-barzh al lenn, en ur vont diwezhat eus e vilin d’e di.

1944
Référence : ATST p.65

E oa ouzh ma gortoz. En em vriata a rejomp, - ar pok kentañ bet pell a oa etre ur Breizhad gall hag ur Breizhad saoz – John ne oa ket uhel e vent.

1944
Référence : EURW.1 p.103

Olier a reas ar gefridi, hag an deiz war-lerc'h, ar porzhier Batist a zeuas er porzh-c'hoari da c'hervel ar paotr Jafrennoù da vont d'ar « parlouer » ma oa un « aotrou » ouzh e c'hortoz.

1944
Référence : EURW.1 p54

Klevet e voe ivez komzoù entanet gant un « députe » nevez anvet e Gwened, an aotrou de l'Estourbeillon, a oa un tammig paotr tev ha berr anezhañ, sonn war e elloù ha ne vije ket soñjet, ouzh e welout diardoù, e oa ur « markiz » anezhañ.

1944
Référence : EURW.1 p68

Barn a rez, hep gouzout. Rak biskoazh n'eo bet dalc'het ganit war da zaoulin ur vuiañ-karet, ha te ouzh he cherisañ, ouzh he strizhañ, o teuziñ hag o veuziñ, hag o vezviñ, e plijadurezh ar pokoù, e bam da ene, betek koll da skiant, diwar re levenez.

1949
Référence : SIZH p.57

Uhel-uhel, en oabl glas trellus, e plave ur gup, difiñv, e-giz ouzh o spiañ.

1949
Référence : SIZH p.53

Ha klevout a ra ur vouezh, ouzh e c'hervel, notennoù un delennadeg, tomm evel hud...

1949
Référence : SIZH p.38

Eurus [sic, "Eürus"] an daoulagad a wel ac'hanoc'h ! emezi, gant doare-komz ledan Kastilhiz, laouen bras ouzh ho kwelout, « padre portero ».

1949
Référence : SIZH p.45

Doue d'ho pennigo, c'hwi aotrou maer, / P'hoc'h eus, gant gred, hon difennet ken taer. / El lezenn, avat, ' c'houzomp petra 'zo, / Met grit, oc'h he lenn, ho tlead a-fo.

1960
Référence : PETO p15

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux