Ar penn meur gant an nav [f]enn bihan en-dro dezhañ, e gourneved Mediolanon, hennezh e voe pennderoù d’an arouezinti-vrezel dibar ma ra ganti ar re eus pobloù Keltia a zo diskennet eus an Nemetaved (Nemetavi), da lavarout eo eus keneiled Nemetos (2) : ur penn ramzel ha taer eo-hi, stag ouzh ar penn-se dre chadennoù nav fenn all bihanoc’h (3).
An dro a ris d’ar C’hreñvlec’h galloudek, savet gwechall gant an Tri Gevell, mibien Virotouta, bet dibabet abaoe da lec’h o annez gant doueed ar vro ; a wared etre e vogerioù arouezintioù-brezel ar boblad, teñzor ar roueed , teñzor an uhelidi hag an tri-c’hant den-gouestl, dalc’het da gred ar peoc’h hag ar feurioù.
arouezinti
Mots précédents
Mots suivants
arouez-karg