1. Plac'h vihan.
Ur baotrezig unnek pe daouzek vloaz.
2. Merc'h.
Kenavo ma bugel, bez leun a fiziañs, ma faotrez.
3. Dre ast.
Plac'h douget da vont gant ar baotred.
DHS. gast, rederez.
Référence :
GON.II
pg paotrez (Fille, en distinction du sexe. Il ne se dit que des petites filles. Lorsque l'on donne le nom de "paotrez" à une grande fille, c'est une injure [...] Pl.)
paotrez
1850
Référence :
GON.II
pg paotrez (Fille, en distinction du sexe. Il ne se dit que des petites filles. Lorsque l'on donne le nom de "paotrez" à une grande fille, c'est une injure [...]).
Pa zihune ar baotrezig, Bilzig a roe dezhi he sugell, ha, pa ouele, e luskelle anezhi, hag, evit he lakaat da devel, goustadik e kane dezhi, evel d’ar vugaligoù, ar ganaouennig : Tao ! tao ! bihanig, [...].
Pa zihune ar bôtrezig, Bilzig a roe d’ei he sugell, ha, pa ouele, e luskelle anei, hag, evit he lakaat da devel, goustadik e kane d’ei, evel d’ar vugaligou, ar ganaouennig : Tao ! tao ! bihanig, [...].
War beg ar garreg, Bilzig hag un toullad paotred ha paotrezed a gane ar c’han, ar wazed hag ar merc’hed, d’an traoñ adalek beg ar c’hastell betek an enezenn, a ziskane.
War beg ar garreg, Bilzig hag eun toullad pôtred ha pôtrezed a gane ar c’han, ar wazed hag ar merc’hed, d’an traon adalek beg ar c’hastell beteg an enezenn, a ziskane.
Mont da bokat dek gwech d’an drezenn-bod pe d’ar billig, da dennañ gwin eus an treust, da flutañ moc’h munut. Pinijenn ar [p]aotrezed ne [veze] ket ken kalet.
Mont da bokat dek gwech d’an drezenn-bod pe d’ar billig, da denna gwin eus an treust, da fluta moc’h munud. Pinijenn ar bôtrezed ne vije ket ken kalet.
Izabel ivez en em gustume da welet ar paotr en ti, o c’hoari, o c’hoarzhin, o ouelañ, o treiñ en-dro dezhi, ha, pa c’hanas he c’hentañ bugel, ur baotrez, Mad[a]len, Bilzig eviti a chomas he mab henañ hag evit ar paotr, Izabel a oa e vamm, Marc’harid e vammig-kozh.
Izabel ive en em gustume da welet ar pôtr en ti, o c’hoari, o c’hoarzin, o ouela, o trei en-dro d’eï, ha, pa c’hanas he c’henta bugel, eur bôtrez, Madelen, Bilzig eviti a chomas he mab henan hag evit ar pôtr, Izabel a oa e vamm, Marc’harid e vammig-koz.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)