Télécharger les mots parents paour paouraat paourentez paourentezus paourez
M. Pet zo a'n euvroù a drugarez ? D. Seizh spirituel ha seizh korporel. M. Livirit an re spirituel. D. 1. Kelenn an re ignorant. 2. Korrijañ an re a fazi. 3. Reiñ kuzul mat d'an re o devez ezhomm. 4. Koñsoliñ an re dezolet. 5. Dougen pasiantamant an injuroù. 6. Pardoniñ an ofañsoù. 7. Pediñ evit an re vev hag an re varv hag evit an re a zeu d'hon persekutiñ. M. Livirit an re gorporel. D. 1. Reiñ da zebriñ d'an beorien o devez naon. 2. Reiñ da evañ d'an re o devez sec'hed. 3. Gwiskañ an re noazh. 4. Delivrañ an brizonerien. 5. Vizitañ an re glañv. 6. Lojañ an belerined hag an estrañjerien. 7. Enteriñ an re varv.
paour
paour
paour
E leandi Sant-A[l]bin, hennezh [e] oa hanv ar gouent savet gant an Aotrou Olier Lambal, hag a gomzan anezhi, e leandi Sant-A[l]bin [e] oa digor an nor d'an holl ; kerkoulz d’ar pec’her paour a deue di d’en em zisammañ eus e bec’hedoù e-harz treid ur "c’honfesour" karantezus, evel d’ar paour ezhommek n’en doa tamm da zebriñ e-unan, na griñsenn da reiñ d’e vugale.
Lod a lavar e savas ar veleien a-dro-war-dro en e enep, abalamour ma kavent gwelloc’h gwelet ar gompezenn draezh-se o chom da leton da beuriñ gant loened ar beorien, eget he gwelet perc’hennet gant un den hepken, a c’helle he c’hlozañ pe he fermiñ da unan bennak, ha, dre-se, miret ouc’h ar paour da gaout e vuoc’hig hag ur banne laezh da soubañ e verenn.
diner ar paour
Hag ar beorien ’ta !... a bep tu d’an hent, war bennoù o daoulin, pe harpet ouzh ar c’hleuzioù, bez’ e veze regennadoù klaskerien[-]vara, paotred ha merc’hed, kozh ha yaouank, dall, moñs, pe vac’hagnet, darn war flac’hioù, darn-all [darn all] hep gar ebet ha kluchet en ur c’hased izel war rojoù, hemañ oc’h eoniñ,[]skoet gant an droug-sant, henhont gant trouskennoù ha goulioù spontus, un heug hag ur rukun sellout outo !
Daonet ! neb a roe dek gwenneg aluzon d’ur paour e veze sellet outañ evel ouzh ur foeter a beadra !
[...] eno, en ti brav-se. Ha dreist-holl er c’havioù dindanañ, e c’houzañvas merzherinti hag e skuilhas o bannac’hig gwad Doue hepken a oar pegement a dud, noblañs ha kouerien, bourc’hizien koulz ha micherourien pe jeneraled, paour pe binvidig, kozh ha yaouank, paotred ha merc’hed, n’eus forzh, rak ne veze sellet berr nag ouzh oad pe beadra, nag ouzh stad nag ouzh orin : en ur ger, ouzh tanfoeltr netra.
Dougen kañv dezhi a rae bepred he den, petra bennak ne vane diouti pell ’oa nemet un dornadig ludu, ha kement ha diskouez d’an holl pegen distag e voe bet a-viskoazh diouzh he feadra, e veve koulz eo lavarout evel ur paour, diwar vara sec’h ha dour.