Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
14
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den zo re nebeut a arc'hant, a vadoù dezhañ evit bevañ evel eo dleet. Kalz a beorien zo er vro adarre. Ur paour kaezh. Ar beorien gaezh. & Mont da baour : dont da vezañ paour. & Kas ub. da baour : e lakaat da vezañ paour. & Krl. Kas ar paour da baour zo diaes. 2. Dre ast. Klasker-bara. Reiñ an aluzen, reiñ da zebriñ d'ar beorien. Bez' e oa ur baourez e-tal an nor. Na chomez ket e toull an nor evel ur paour ! 3. (impl. da anv hollek) Hollad ar re baour. Leuskel bugale ar paour da heuliañ en o aez an holl skolioù bras ha bihan. [1877] An Aotrou Feburier, abalamour d’e vadelezh ha d’e garantez evit ar paour, abalamour d’e eeunder e-keñver an holl en e vicher a varner-a-beoc’h, a yoa brudet-mat e kêr ha karet kerkoulz gant ar pinvidik evel gant ar paour.

Skouerioù istorel : 
48
Kuzhat roll ar skouerioù

Ha pan edoe an impalazr Maksentius, asamblet gantañ en Aleksandri an holl binvidien ha peorien evit sakrifiañ d'an idoloù[,] hag an gristenien pere n'oz deurie sakrifiañ d'an idoloù, en devoa ordrenet ez vizent lekaet d'an marv ;

1576
Daveenn : Cath p5

M. Pet zo a'n euvroù a drugarez ? D. Seizh spirituel ha seizh korporel. M. Livirit ar re spirituel. D. 1. Kelenn ar re ignorant. 2. Korrijañ ar re a fazi. 3. Reiñ kuzul mat d'ar re o devez ezhomm. 4. Koñsoliñ ar re dezolet. 5. Dougen pasiantamant an injuroù. 6. Pardoniñ an ofañsoù. 7. Pediñ evit ar re vev hag ar re varv hag evit ar re a zeu d'hor persekutiñ. M. Livirit ar re gorporel. D. 1. Reiñ da zebriñ d'ar beorien o devez naon. 2. Reiñ da evañ d'ar re o devez sec'hed. 3. Gwiskañ ar re noazh. 4. Delivrañ ar brizonerien. 5. Vizitañ ar re glañv. 6. Lojañ ar belerined hag an estrañjerien. 7. Enteriñ ar re varv.

1622
Daveenn : Do. p32 & 34

paour

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pauure

peorien

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pauure

peorien

1659
Daveenn : LDJM.1 pg paour

paour

1732
Daveenn : GReg pg gueuse (necessiteuse), gueux (necessiteux)

peorion

1732
Daveenn : GReg pg gueux (necessiteux, Van., p.)

peorion

1732
Daveenn : GReg pg gueux (necessiteux, Van., p.)

mat evit ar beorien

1732
Daveenn : GReg pg aumonier (charitable envers les pauvres)

mat e-keñver ar beorien

1732
Daveenn : GReg pg aumonier

tud vat e-keñver ar beorien

1732
Daveenn : GReg pg aumonier

tud vat evit ar beorien

1732
Daveenn : GReg pg aumonier

paourez

1732
Daveenn : GReg pg chetif (pauvre & miserable)

peurion keizh

1732
Daveenn : GReg pg chetif (pauvre & miserable)

paour

1732
Daveenn : GReg pg gueux (necessiteux, Van.)

paourien

1732
Daveenn : GReg pg gueuse (necessiteuse, p.)

peorion

1850
Daveenn : GON.II pg paour

Roit an arvara-se d'ar paour.

1850
Daveenn : GON.II pg arvara (Donnez ce reste de pain au pauvre).

Roit ur vozad ed d'ar paour-se.

1850
Daveenn : GON.II pg bôzad (Donnez une poignée de blé à ce pauvre).

An diouer a root d'ar paour.

1850
Daveenn : GON.II pg diouer (Vous donnerez l'excédant, le superflu au pauvre).

paour

1850
Daveenn : GON.II pg paour, tavañtek

peorien

1850
Daveenn : GON.II pg paour

kalz a beorien a zo er gêr-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg paour

paour

1850
Daveenn : GON.II pg paour

Gwechall e voa peorien, evel a zo bremañ, / Hag ivez kalonoù hag a garie rannañ / Kement tra o devoa, madoù ha karantez, / Gant o breudeur doaniet, peorien en dienez.

1867
Daveenn : MGK p119

Ar c'hentañ lavaras mougañ ar baourentez, / Miret oc'h ar beorien da ziskouez o lorgnezh, / Hag eñ a voa manac'h, ha roet en doa d'ar paour / Kement mad en devoa : e leve hag e aour ? / Ha dre garantez eo e komze an den-se ? / Kredet neb a garo !...

1867
Daveenn : MGK p118

Pe ma ne roe netra, ur ger mat eus hor bro ? / — « N'em em zaleit, paourkaezh, ur wech all ho pezo ! » / Nann ! nann ! ne voa Breizhad, hennezh ne voa kristen, / Ar c'hentañ gavas diaes, skoaz-oc'h-skoaz gant peorien / Bale dindan an neñv, oc'h an heol benniget.

1867
Daveenn : MGK p118-119

Gwellañ zo al labour da baour, da binvidig, / Anez, dindan tro 'n heol, an den zo reuzeudik.

1867
Daveenn : MGK p82

— Hag i dezho arc'hant, leve, danvez, madoù / Ouzhpenn an hanter re evit o ezhommoù, / Hep sellet oc'h ar paour a zo en o c'hichen / Gant naon du o c'hlaouriñ, o c'hlaouriñ ken a yud, / Ar re-holl a dremen, ar re-se n'int ket tud, / Gwell ar chas evito.

1867
Daveenn : MGK p78-79

Bremañ me a lavar d'ar pinvidig, d'ar paour : / Mard eo mat deoc'h hiriv ober ur pezh labour, / Stagit gantañ dioc'htu, ha pa vec'h hoc'h-unan, / Bemdez kalonek oc'h [ouzh] ho poan, / Ganeoc'h ez ay buanoc'h da benn / Evit chom da sellet, o c'hortoz an estren.

1867
Daveenn : MGK p54

Lod a lavar e savas ar veleien a-dro-war-dro en e enep, abalamour ma kavent gwelloc’h gwelet ar gompezenn draezh-se o chom da leton da beuriñ gant loened ar beorien, eget he gwelet perc’hennet gant un den hepken, a c’helle he c’hlozañ pe he fermiñ da unan bennak, ha, dre-se, miret ouc’h ar paour da gaout e vuoc’hig hag ur banne laezh da soubañ e verenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.241

Pinvidik e oa hervez ar bed, hag alies n’en deveze ket daou skoed war e hanv : kement en doa a roe d’ar paour.

1877
Daveenn : EKG.I. p.9

E leandi Sant-A[l]bin, hennezh [e] oa hanv ar gouent savet gant an Aotrou Olier Lambal, hag a gomzan anezhi, e leandi Sant-A[l]bin [e] oa digor an nor d'an holl ; kerkoulz d’ar pec’her paour a deue di d’en em zisammañ eus e bec’hedoù e-harz treid ur "c’honfesour" karantezus, evel d’ar paour ezhommek n’en doa tamm da zebriñ e-unan, na griñsenn da reiñ d’e vugale.

1877
Daveenn : EKG.I. p.34

Un dervezh zoken e lavaras d’an daou baour a laboure er memes park gantañ, en ur glevet an tennoù fuzuilh a denned pe war-lerc’h ar c’had pe war-lerc’h al louarn : — Daoust perak e teu an dud-se d’am direnkañ-me amañ ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.54-55

— Erwanig, kemer an tamm korn bara a zo aze war an daol, ha ro anezhañ d’ar paour a c’houlenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.149

An Aotrou Feburier, abalamour d’e vadelezh ha d’e garantez evit ar paour, abalamour d’e eeunder e-keñver an holl en e vicher a varner-a-beoc’h, a yoa brudet-mat e kêr ha karet kerkoulz gant ar pinvidig evel gant ar paour.

1877
Daveenn : EKG.I. p.188

E vugale a rank bezañ holl marvet dizemez. E verc’h koshañ, Frañseza Feburier, he deus tremenet he buhez oc’h ober vad da beorien Lesneven, hag en ur vervel, he deus roet he zi, ti he zad, d’an iliz evit lojañ ar veleien, hag eno emaint hiriv o chom.

1877
Daveenn : EKG.I. p.189

Mont a rae a-hed an hent en ur jilgammat ; bep paz a rae, ez ae war he fenn, ar baourez kaezh, hag, anez he bazh, pell a yoa e vije kouezhet d’an douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.193

— N’em beus graet fae war den, na war baour na war binvidig, er goulenn a c’hellit digant an holl.

1878
Daveenn : EKG.II p.65

Desket e voe ganti da lavarout gwir atav, da vezañ seven ha hegarat, da ziwall d’ober goap ouzh ar gozhidi, ar glañvourien, ar re nammet, ar beorien, an dud dizesk, an diavaezidi, ar sklaved.

1924
Daveenn : SKET.II p.25

Rust a oa an aotrou person, den a-zoare, mat d’ar paour, met strizh war al lezenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Mad[a]len skuizh, ar baourez kaezh, morgousket harp eus [ouzh] skoaz he breur, ne wele ha ne gleve netra.

1925
Daveenn : BILZ2 p.124

diner ar paour

1931
Daveenn : VALL pg aumône

pokañ treid peorien

1931
Daveenn : VALL pg baisement

Un eured e Skrignag a bade tri devezh leun. Ar c'hentañ evit ar re bedet ; an eil evit ar beorien hag ar re ezhommek eus ar barroz ; an drede evit ar servijerien hag ar servijerezed.

1944
Daveenn : EURW.1 p.168

Kevredigez sant Visant a Baol a oa digor d'ar re grenn ha d'ar re vras o doa c'hoant da sikour peorien Sant-Brieg.

1944
Daveenn : EURW.1 p52

Amañ d'ar c'hure disleal, / Pell diouzh ho kêrioù, war ar maez, / 'Ro bod pinvidig ha paour-glez, / Hag ouzhin[,] tra ne anzaver...

1960
Daveenn : PETO p38

Dirak Doue, holl dizallet, / Gwitibunan ' vo tamallet, / Noblañs, peorien, mondianed, / Tud ar Roue, sitoianed.

1960
Daveenn : PETO p82

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial