Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Stad un den zo paour. Paourentez n'eo ket dizenor. Bezañ e-kreiz ar baourentez danvezel. & Un doare da sevel an dud eus o faourentez. & Trl. skeud. (db. an dud dimezet) Fritañ paourentez er billig a garantez : bevañ paour hag eürus a-gevret. & (impl. da anv unan) Ur baourentez vras zo em zi, ne 'm eus ket un tamm bara da reiñ da'm bugale. 2. Dre ast. Riv. Paourentez am bez aze. DHS. anoued. 3. Kozh Poanioù kriz. A bep seurt paourentez o devez-i.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

paourentez

1499
Daveenn : LVBCA p156 (pourete)

bevañ er baourentez

1499
Daveenn : LVBCA p36, 70, 156 (viure en pourete ou mourir de fain)

paourentez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg disette

paourentez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg paurentez

ar baourentez a galon

1732
Daveenn : GReg pg (la pauvreté) Evangelique

fritañ paourentez er billig a garantez

1732
Daveenn : GReg pg amour

paourentez

1732
Daveenn : GReg pg gueuserie (indigence, misere, Van.)

paourentez

1732
Daveenn : GReg pg gueuserie (indigence, misere)

fritañ laouen paourentez war billig ar garantez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg frita (fricasser gaiment pauvreté dans la poêle de l'amour ; en parlant des gueux amoureux)

paourentez

1850
Daveenn : GON.II pg paoureñtez, tavañtégez

kalz a baourentez a zo en ti-hont

1850
Daveenn : GON.II pg paoureñtez

paourentez

1850
Daveenn : GON.II pg paoureñtez

paourentez

1850
Daveenn : GON.II pg paoureñtez

Ar c'hentañ lavaras mougañ ar baourentez, / Miret oc'h ar beorien da ziskouez o lorgnezh, / Hag eñ a voa manac'h, ha roet en doa d'ar paour / Kement mad en devoa : e leve hag e aour ? / Ha dre garantez eo e komze an den-se ? / Kredet neb a garo !...

1867
Daveenn : MGK p118

Rak petra he divije-hi aon ? Petra he doa-hi da goll ? N'he doa ket un diner toull war hec'h anv, hag, evel e lavare d’he amezeien, gwelloc’h e kave mont gant Doue d’e Varadoz, eget bevañ war an douar er baourentez en ur stlejañ he gar gamm war he lerc’h dre ma’z ae.

1877
Daveenn : EKG.I. p.194

Ret dezho kavout a-walc’h ar c’hornioù-douar pellañ diouzh ar stêrioù-meur hag an hentoù-bras, an douaroù difrouezhusañ n’en doa den goulet anezho betek-henn, bevañ-bevaik er baourentez eo a rejont.

1923
Daveenn : SKET p.90

Hag ar mor, mor ar vuhez gant e wagennigoù a gelc’he, a c’holoe an devezhioù, ar mizioù en tiegezh Izabel : hini hag hini e kouezhent goustadik, goustadik en donder an dienez hag ar baourentez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1120 (Miz Du 1924).

— Ur martolod ! a ragache ar vamm : gwreg ur martolod. gwreg a zisplijadur. Fritañ paourentez ne ri ken, paourkaezh, gant da Erwanig !

1925
Daveenn : BILZ2 p.150

Ur vouezh skiltr evel stok daou houarn A c'harmas din e pleg va skouarn : - "Ez kavell em eus da gavet ; An tres ouzhit din zo plijet Ha dit raktal on dimezet. Ar baourentez eo va anv. War da seuliou me a gerzho, E pep lec'h betek ar marv ! -Mouezh an tonkadur-

1929
Daveenn : SVBV p5

liv ar baourentez warnañ

1931
Daveenn : VALL pg (d'une pauvreté) apparent(e)

- Ni breur Arzhur, a zo da vezañ menec'h ac'hanomp, dibabidi, gouestlet, korf hag ene, da Zoue, gant tri le, - Aes Triplex, - an Diantegezh, ar Baourentez hag ar Sentidigezh.

1949
Daveenn : SIZH p.54

Keben dall gant ar fallentez ! / Ma c'halon, heuget-holl, a gren. / Kant gwech gwelloc'h ar baourentez / 'Get da vervel[,] lakaat un den.

1960
Daveenn : PETO p31

Al loen-se eo ho kure fall ! / Ho tispenn 'ra kement a c'hall / Oc'h isañ ouzhoc'h hon hentez / Bemdez warnoc'h 'sach paourentez.

1960
Daveenn : PETO p60

O divroañ ne oa ket ul lusk emskiantek evit gounit gouiziegezh ha fiziañs enno o-unan, met ne oa nemet un tec'h mezhek dirak ar baourentez.

1985
Daveenn : DGBD p53

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial