Ar paourkaezh ki-mañ - treut-gagn en deizioù kentañ m'edomp-ni degouezhet e Berrtomm - a lammas ouzhimp en ur fistoulat e lost hag en ur chilpat da lipat hon daouarn deomp, bet peurlouzet ganeomp a-ratozh-kaer evit diskouez d'hor mestr e labouremp, en desped ne yoa den ebet o lakaat evezh warnomp.
— « Paour kaezh [paourkaezh] Herri ! » a lavaras ar skluzier. « Eñ eo neuze ar pakad du am eus gwelet bremaik o vont dreist ar skluz ? Bez’ ez eus tud war an douar hag o deus marvioù trist memes tra ! »
Paour kaezh [Paourkaezh] kegin ! N’he deus ket bet a chañs, rak ur martolod yaouank (mezv-dall e gwirionez) ouzh he c’hlevout o hopal dezhañ : « mezvier brein ! mezvier brein ! » a yeas droug ennañ, a daolas e grabanoù war al labous paour, a blantas tro en e c’houzoug, hag a droc’has dezhañ e ganaouenn e ker berr amzer ha lavarout : ouf!
N'eus mui eno nemet teir faourkaezh ke[ê]riadennig.
Mistr ha dister e oa an tamm anezhañ, ha gwall glañvidik ar paour-kaezh, ha bep an amzer e c'houlenne "kinin" diganin.
Hogen marteze en abeg d'he c'hrizder ouzh va faourkaezh Youenn hag ouzhin-me, e oa chomet ar vazh e-tal an nor.
Krediñ a ran ez eo bet lazhet va faourkaezh Harry.
"Maz eo arc'hant ar gomz ez eo aour an tav," a gustume lavarout ma faourkaezh mamm. Bremañ emaomp erru e stad ar simud.
Splann eo istor ar paourkaezh P. B., un den gopret gant N. hag en doa diskroget diouzh e labour.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
paourkaezh