I.
1. Brageriz, kinkladur.
Gwiskamant ha paramantoù.
&
Trl. (db. an dud pe an dilhad)
Na gaout na stumm na paramant : bezañ distumm.
2. (db. ar vein)
Kinkladur en ul labour mañsonerezh.
Mein dijaoj hep paramant ebet. Paramantoù kaer.
3. Paramant aoter : kinkladur danvez a cheñcher diouzh lid an deiz.
II.
(en e furm lies pe gant un dalvoudegezh hollek)
1. MERDEAD.
Hollad an elfennoù (fardaj, poleoù, h.a.) zo ezhomm da embreger ur vag-dre-lien.
Paramant(où) ur vag. Teuler ar paramantoù d'ar mor.
&
Trl.
Na gavout na tu na paramant : na gavout tu ebet da gas al labour en-dro.
Honnezh ne gav na tu na paramant.
DHS. lienaj.
HS. fard.
2. Hollad an elfennoù zo ezhomm da gas kirri zo.
Paramantoù da zaou garr eostiñ.
3. NEVEZ, SPORT
AR PARAMANTOÙ : hollad an ardivinkoù a implijer pa reer jiminas sportel (ruilhennoù, barrennoù, h.a.), embregerezh-korf (kordenn) pe sirk (barrenn grouget).