Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Brageriz, kinkladur. Gwiskamant ha paramantoù. & Trl. (db. an dud pe an dilhad) Na gaout na stumm na paramant : bezañ distumm. 2. (db. ar vein) Kinkladur en ul labour mañsonerezh. Mein dijaoj hep paramant ebet. Paramantoù kaer. 3. Paramant aoter : kinkladur danvez a cheñcher diouzh lid an deiz. II. (en e furm lies pe gant un dalvoudegezh hollek) 1. MERDEAD. Hollad an elfennoù (fardaj, poleoù, h.a.) zo ezhomm da embreger ur vag-dre-lien. Paramant(où) ur vag. Teuler ar paramantoù d'ar mor. & Trl. Na gavout na tu na paramant : na gavout tu ebet da gas al labour en-dro. Honnezh ne gav na tu na paramant. DHS. lienaj. HS. fard. 2. Hollad an elfennoù zo ezhomm da gas kirri zo. Paramantoù da zaou garr eostiñ. 3. NEVEZ, SPORT AR PARAMANTOÙ : hollad an ardivinkoù a implijer pa reer jiminas sportel (ruilhennoù, barrennoù, h.a.), embregerezh-korf (kordenn) pe sirk (barrenn grouget).

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

paramant

1499
Daveenn : LVBCA p156

paramañchoù ul lestr

1732
Daveenn : GReg pg agreils

paramanchoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg paramañchou

paramantoù

1931
Daveenn : VALL pg agrès

paramantoù lestr

1931
Daveenn : VALL pg agrès

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial