1. Den a ya d'ur pardon, a gemer perzh en ur pardon.
Bemdez e pede ur pardoner bennak da zebriñ ouzh e daol. Ar bardonerien a yae dre an hentoù etrezek ar Folgoad.
[1954] [...] petra eo an Aotronez-se e-keñver an tolpadoù tud, an engroez diniver, ar mor a bardonerien gwechall ?
HS. pirc'hirin.
2. Beleg karget da ren ur pardon.
Ar pardoner a oa person Plouie.
3. Gwechall
Den, ur vaouez prl., a baeed da vont da birc'hirinañ e-lec'h unan all.
An diwezhañ pardonerez e oa er vro.
Référence :
GON.II.HV
pg pardouner (celui qui va aux pardons).
pardonerien
pardounerien
1850
Référence :
GON.II.HV
pg pardouner (celui qui va aux pardons. Pl.)
Gwir eo, en em vodañ a ra hirie e[n]-dro d’ar sant un torkad barnerien, alvokaded ha kelennerien, met daoust d’o brud ha d’o deskamant, petra eo an Aotrounez-se e-keñver an tolpadoù tud, an engroez diniver, ar mor a bardonerien gwechall ?
Gwir eo, en em vodañ a ra hirie e-dro d’ar sant un torkad barnerien, alvokaded ha kelennerien, met daoust d’o brud ha d’o deskamant, petra’ eo an Aotronez-se e-keñver an tolpadoù tud, an engroez diniver, ar mor a bardonerien gwechall ?