M. Pet zo a'n euvroù a drugarez ? D. Seizh spirituel ha seizh korporel. M. Livirit ar re spirituel. D. 1. Kelenn ar re ignorant. 2. Korrijañ ar re a fazi. 3. Reiñ kuzul mat d'ar re o devez ezhomm. 4. Koñsoliñ ar re dezolet. 5. Dougen pasiantamant an injuroù. 6. Pardoniñ an ofañsoù. 7. Pediñ evit ar re vev hag ar re varv hag evit ar re a zeu d'hor persekutiñ. M. Livirit ar re gorporel. D. 1. Reiñ da zebriñ d'ar beorien o devez naon. 2. Reiñ da evañ d'ar re o devez sec'hed. 3. Gwiskañ ar re noazh. 4. Delivrañ ar brizonerien. 5. Vizitañ ar re glañv. 6. Lojañ ar belerined hag an estrañjerien. 7. Enteriñ ar re varv.
Hon Tad, pehini zo en Neñvoù, / Hoz anv da ve[ze]t santifiet. / Deuet deomp ho rouantelezh. / Ho volontez bezet graet, evel en Neñv hag en douar. / Roit deomp hiziv hor bara kotidien. / Ha pardonet deomp hon ofañsoù, evel ma pardonomp da neb en deveus ni ofañset. / Ha na bermetet ket e kouezh[f]emp e temptasion. / Hogen hon delivret a bec'hed. Amen.
M. Leveret ar re [an euvroù a drugarez] spirituel? [D.] Kelenn ar re ignorant, / Korrijañ ar re a fazi, / Reiñ kuzul mat d'ar re o deus ezhomm, / Koñsoliñ ar re dezolet, / Dougen patiamant an injurioù, / Pardoniñ an ofañsoù, / Pidiñ evit ar re vev hag ar re varv, hag evit ar re a zeu d'hor persekutiñ.
Hag evit gwir, n'eo ket koll ar penn eo lavaret e teu galloud ur person, ur c’hure, da bareañ goulioù an ene, da bardoniñ ar pec’hedoù, da reiñ ar vadiziant, etc... eus a-berzh ur c’houarnamant hag a zo en e benn ur protestant marteze ha ne anavez ket eo ret kofes, pe un den disakret bennak ha ned a na war-dro iliz na war-dro beleg ebet, nemet pa vez oc’h ober pourmenadennoù en e rouantelezh, pe pa en em gav un nevezenti bennak gant e dud ?
Mes ar voereb n’he doa ket taolet kont en un dra : ar sklerijenn, eus ar prenestr, a bare war boltred Herri. — Doue a bardono ! — en e stern bras, a-zioc’h mantell ar siminal. Ar poltred sklerijennet gwenn, a oa heñvel ouzh ur weledigezh e-barzh an ti teñval.
– « Geo 'vat, emezi, klevet am eus gwechall ma gwaz, Doue d'e bardono, gant kaoz an daou grennard-se ».
An niz, avat, n'en devoa ket an disterañ doujañs evit kredennoù ha doareoù-ober e eontr, na kennebeut evit doareoù trevadenniñ ar Gouarnour-Meur Reste a oa neuze oc'h ober e reuz e Brazzaville, ha gwelloc'h e oa gantañ reiñ ur stlafad d'ur morian eget breinañ dezhañ e spered, ha kement-se ne veze ket pardonet dezhañ gant tud 'zo.
"Burzhud bras, tri devezh," a lavare ma mamm -Doue d'he fardono. Ma hini-me zo padet un tammig pelloc'h.
Mots précédents
Mots suivants
pardonus