Télécharger les mots parents parreziad parrezian parrezianad parrezig
penn ar barrès
parrez
parroz
parroz
parrez
er penn all d'ar barrez
— « Ho ! ho ! Job, dont a rit ? » Ha Job a stlape, kerkent, e forc’h, pe e falz, pe e falc’h ha dao ! da redek ar barrez.
Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.
Kement a gas [sic, gaz] o devoa outañ ar sosialisted, an anarchisted hag ar re a fell dezho ober o ferson e pep parrez ma ne gavent ken anv mat d’ober dioutañ.
Daou gemener, Lom ha Fañch, an daou vreur ar C'hourtez, a laboure evit va ziegezh hag ivez an darn vuiañ eus paotred ar barrez.
Kant parrez, kant iliz, evel ’ouzoc’h, ha da bep bro he giz ; e Rusia e veze kaset ar skolidi d’ar gêr adalek an deizioù kentañ miz Mae, met an ehan-studi ne bade nemet betek Hantereost d’an hirañ ; er mare-se ne vane delienn ebet ouzh ar gwez, ha dirollañ a rae adarre reuziadoù gwallamzer, rev, glaveier a-bil, barroù-grizilh hag a-wechoù zoken dourerc’h pa felle d’an aelez vinniget stagañ abred da zibluañ gwazi, hervez ma lavare va zad.
Daoust d’an oad, c’hwi eo kreñvañ den ar barrez
Mots précédents
Mots suivants
parrezel