Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
10
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. RELIJ. 1. Rann velestradurel diazez an Iliz, anezhi un tolead zo ur person prl. e karg anezhañ. Parrezioù diwar ar maez. Rannet e oa ar barrez-se en unnek trev. & Iliz-parrez : savadur relijiel pennañ an tolead-se. & Beleg-parrez : zo e karg eus ur barrez. 2. Roll dud ur barrez. Ar barrez a-bezh a oa dastumet dirak an ti-kêr. [1954] Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien o fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo [...]. II. Dre ast., BOAS Kumun diwar ar maez. Er penn all d'ar barrez e oa o chom. [1878] An aotrou Jañ-Mari Branelleg a yoa ginidig a barrez Gwiseni.

Skouerioù istorel : 
63
Kuzhat roll ar skouerioù

parroez

1499
Daveenn : LVBCA p157 (parroisse)

an levr-mañ a voe kompozet en bloaz 1519 gant maestr Yehann an Archer kozh a barroz Plouegonven hag a voe imprimet e S. Frañsez Kuburien, en bloaz 1575.

1575
Daveenn : M. p4

parrez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Paroisse

parrez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg parés

march ar barrez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg feste (de la paroisse)

fest ar barrez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg feste (de la paroisse)

Parezioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Paroisse

kilhog ar barrez

1732
Daveenn : GReg pg coq (de Paroisse, habitant notable d'une Paroisse, qui gouverne les autres)

er barrez

1732
Daveenn : GReg Rakskrid

Lambaol ar givijerien a zo un drev stag ouzh parrez Gwimilio e eskopti Leon

1732
Daveenn : GReg pg annexe

en-dro d'ar barrez

1732
Daveenn : GReg pg (tout) autour (de la paroisse)

bannier ar barrez

1732
Daveenn : GReg pg baniere (de la paroisse)

ar penn eus ar barrez

1732
Daveenn : GReg pg (le) chef (de la Paroisse)

penn ar barrès

1732
Daveenn : GReg pg coq (de Paroisse, habitant notable d'une Paroisse, qui gouverne les autres)

pennoù ar barrez

1732
Daveenn : GReg pg coq (de Paroisse, habitant notable d'une Paroisse, qui gouverne les autres)

parrez

1732
Daveenn : GReg pg cure (benefice)

parrezioù

1732
Daveenn : GReg pg cure (benefice)

parrouz

1732
Daveenn : GReg pg cure (benefice)

parrouzioù

1732
Daveenn : GReg pg cure (benefice)

neb a aparchant outañ, neb a biaou, an deog eus a ur barrez

1732
Daveenn : GReg pg decimateur

kalz parrezioù eveus a Eskopti Dol a zo enklaouet e-barzh an Eskoptioù all a Vreizh

1732
Daveenn : GReg pg (plusieurs parroisses de Dol, sont) enclavées (dans les autres Dioceses de Bretagne)

parrezioù

1850
Daveenn : GON.II pg parrez (certain territoire dont les habitants sont soumis, pour le spirituel, à la conduite d'un curé. Pl.)

parrez

1850
Daveenn : GON.II pg parrez (certain territoire dont les habitants sont soumis, pour le spirituel, à la conduite d'un curé).

Kalz a zudjentil a zo er barrez-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg dicheñtil, dijeñtil (Il y a beaucoup de nobles dans cette paroisse).

Tregont mog a zo er barrez-hont.

1850
Daveenn : GON.II pg môg ou moug (il y a trente feux dans cette paroisse).

Koueriadezed ar barrez-mañ a zo gwisket brav.

1850
Daveenn : GON.II pg kouériadez (Les paysannes de cette paroisse sont bien habillées).

Eus a be barrez oc'h-hu ?

1850
Daveenn : GON.II pg parrez (de quelle paroisse êtes-vous ! [sic, ?]).

parrez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg parroz

parroz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg parroz (voyez "parrez").

parrozioù

1850
Daveenn : GON.II pg parrez (certain territoire dont les habitants sont soumis, pour le spirituel, à la conduite d'un curé. en Trég[u]ier, "parroz". Pl. "parrojo").

parroz

1850
Daveenn : GON.II pg parrez (certain territoire dont les habitants sont soumis, pour le spirituel, à la conduite d'un curé. en Trég[u]ier, "parroz").

Petra bennak m'en doa troet Mojennoù Faedr hervez kiz e barrez, ne oant ket hervez kiz an dud desket-kaer

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VII

Ar veleien a rae al le a oa anvet beleien "intru", abalamour mac’h en em lakaent da berson pe da gure e parrezioù, hep bezañ anvet gant ar gwir eskob. — E broioù all e vezent hanvet "asermantet".

1877
Daveenn : EKG.I. p.85-86

E parrez Sant-Tegoneg, tost d’al lec’h m’eo lakaet bremañ gar an hent-houarn, ez eus en un draonienn, pell dioc’h pep ti, ur chapel savet gant hon tud-kozh en enor da santez Berc’hed.

1877
Daveenn : EKG.I. p.157

Ne oufen ket lavaret deoc’h dre be hent e oa aet ; ar pezh a zo gwir, eo pell a-raok m’oa noz, oa en em gavet e Larred, neuze parrezig vihan, dianket war ar maez, hag hiriv chapel a barrez Porspoder.

1877
Daveenn : EKG.I. p.209-210

Kentañ parrez a gaver war an hent eo Plougouloum.

1877
Daveenn : EKG.I. p.242

Abaoe al laeroñsioù-se eo e teu ar maer, e kalz a barrezioù zo, da ober e vestr war ar beredoù ha war ar gwez a vez enno.

1877
Daveenn : EKG.I. p.3

Gourc’hemennet e oa dezho touiñ sentiñ ouc’h al lezennoù-se, rak, hiviziken, ar c’houarnamant hepken eo a dlee envel, e Frañs, an eskibien en eskoptioù kerkoulz hag ar bersoned er parrezioù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.7-8

A-raok kuitaat bro Landreger e rankan kontañ deoc’h c’hoazh ar pezh a c’hoarvezas e bourk Plouared, neuze kerkoulz ha bremañ, unan eus ar gwellañ hag eus ar vrasañ parrezioù eus ar vro-se.

1877
Daveenn : EKG.I. p.62

An aotrou Jañ-Mari Branelleg a yoa ginidig a barrez Gwiseni.

1878
Daveenn : EKG.II p.215

Ar barrez a-bezh a yoa en em zestumet en-dro d’ar vinorez kaezh, evit lavaret a-unan ganti ur bedenn war bez he mamm ha kemeret perzh en he glac’har.

1878
Daveenn : EKG.II p.171

Pa deuas an noz, ec’h ejomp d’o c’has d’an douar binniget, e bered Gwinevez-Lokrist, o farrez.

1878
Daveenn : EKG.II p.99

Plouneve[z]iz o devo joñj da votiñ ‘vit an daou-se, rak ober a reont kalz a vad er barrouz, hag ober a rafent muioc’h c’hoazh.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Leonard a oa, hag o paouez erruout er vro : ne anavee ket c’hoazh holl [d]ud e barroz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Bilzig a oa ginidik a Lokireg, ur barroz vihan a eskopti Treger.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

Warni ’ta, ha war [he] c’hreiz ; Iliz ar barroz. Disheñvel ouzh an ilizoù all ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924) ("ha war he c’hreiz" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.845)

— Setu amañ, emezañ, sant Kireg, patron hon farroz !

1925
Daveenn : BILZ2 p.135

er penn all d'ar barrez

1931
Daveenn : VALL pg (à l'auter) bout (de la paroisse)

Ne oa ket kalz a baotredigoù e skol an aotrou Bouder, daoust da Garnoed da vezañ ur barroz vras, gant he 2.800 a drevidien.

1944
Daveenn : EURW.1 p20

Ouzhpenn, ne oant ket hep bezañ taolet pled pegen brav e oa gwiskamantoù o farrezioù e-kichen re ar c'hêrioù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.144

E kompagnunezh paotred ma c’hlas eus parrez Karnoet, e kemerjomp an tren e gar ar Peniti [...]

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

Dimeziñ a ri, sevel a ri tiegezh, hag eürus e vi er barrez vihan-mañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

An Tad Jouan ha me a yae alies a-gevret da ensellout ouzh an dilerc’hioù kozh a oa stlabezet dre barrez Karnoet ; kestell, bezioù, chapelioù, ha dreist-holl dismantroù roman.

1944
Daveenn : EURW.1 p.210

— « Ho ! ho ! Job, dont a rit ? » Ha Job a stlape, kerkent, e forc’h, pe e falz, pe e falc’h ha dao ! da redek ar barrez.

1944
Daveenn : ATST p.26

Labourat a rae ivez ar « c'homite » da zerc'hel ar c'hatekiz brezhonek er parrozioù.

1944
Daveenn : EURW.1 p56

Eñ a oa ganet e Keforc'h, parroz Skrignag ; hi nepell ac'hano, en Hellegoed, parroz Bolazeg.

1944
Daveenn : EURW.1 p7

[…] ha setu me pedet un deiz da vont da welout maer ar barroz, an aotrou Kloareg, e Montroulez war blasenn Viarmes.

1944
Daveenn : EURW.1 p.96

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Daveenn : VAZA p.52

Daou gemener, Lom ha Fañch, an daou vreur ar C'hourtez, a laboure evit va ziegezh hag ivez an darn vuiañ eus paotred ar barrez.

1954
Daveenn : VAZA p.28

Ar Sadorn d’an noz ha dreist-holl ar Sul goude ar gousperoù e tirede d’hor selaou – ha pemp pe c’hwec’h arvest a veze displeget bep tro ! – tud e-leizh eus ar parrezioù war-dro, ha zoken eus ar Roc’h.

1954
Daveenn : VAZA p.77

Er barrez, en anzav a rez, e kav bod ; / Betek-henn, e flatañ n'eo ket fellet dit.

1960
Daveenn : PETO p37

O touiñ 'kreden, netra ken, / E oa d'am farrez 'vit he mad, / Mad ar gristenien 'm eus da ren ; / Nep abeg all n'em boa d'am grad.

1960
Daveenn : PETO p28

Marv an David, person touer parrez Gouezeg, bet diskaret e miz even eus ar bloaz 1795, eizh deiz pe war-dro a-raok dilestradeg Kiberen, gant un nebeud gwazed eus arme Kadoudal, en deus roet tro din da sevel an drama-mañ.

1960
Daveenn : PETO p8

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial