Ne oufen ket lavaret deoc’h dre be hent e oa aet ; ar pezh a zo gwir, eo pell a-raok m’oa noz, oa en em gavet e Larred, neuze parrezig vihan, dianket war ar maez, hag hiriv chapel a barrez Porspoder.
Ne oufen ket lavaret d’ehoc’h dre be hent oa eat ; ar pez a zo guir, eo pell araok m’oa noz, oa en em gavet e Larret, neuze parrezik vian, dianket var ar meaz, hag herrio chapel a barrez Porspoder.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.209-210
Evel a ouzoc’h, furchal a rejont en aner ; ned eas den da Larred, rak Larred, evel m’em eus lavaret deoc’h, a yoa ur barrezig vihan : daou di hepken oc’h ober bourg.
Evel a ouzoc’h, furcha a rejont enn aner ; ne d’eaz den da Larret, rak Larret, evel m’em euz lavaret d’ehoc’h, a ioa eur barrezik vian : daou di epken oc’h ober bourg.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.211
Gouzout a ran, meur a zen n’anavez ket Lotei gwelloc’h eget ar C’hamtchatka pe ar Beloutchistan, ha, koulskoude, Lotei a zo ur barrezig vihan vrav a Vro-Gernev.