Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. (gant ur bennlizherenn-dal ; er relijion gristen) AR BASION (VRAS) : ar poanioù gouzañvet gant ar C'hrist war hent ar c'halvar hag e verzherenti. Mister ar Basion. Pasion hor Salver. & Trl. Sizhun ar Basion : ar sizhun a-raok gouelioù Pask. II. Dre heveleb. (gant ul lizherenn-dal vihan) 1. Obererezh boureviañ. Ar goulioù digoret en e izili gant merkoù ar basion a rae dezhañ gouzañv poanioù kriz. DHS. merzherenti. 2. Dre ast. Par ar marv. En e basion emañ. & Trl. Mont en e basionoù : bezañ o vervel. Ar ronkell zo warnañ, aet eo en e basionoù. HS. tremenvan. 3. Trl. Kas e basion da ub. : e nouenniñ.

Exemples historiques : 
23
Masquer la liste des exemples

pasion

1499
Référence : LVBCA p157 (idem)

Da supliañ a ran evit kement a ray hag o devezo memor a'm fasion.

1576
Référence : Cath p24

Ha [da g-]kement unan a selebro an dez[-mañ] a basion ha gwir devosion, ar sikour a c'hoantaint en neñv !

1576
Référence : Cath p24

M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.

1622
Référence : Do. p8

M. Na petra ouzhpenn ? D. [Me gred] Penaos dre e varv en deveus delivret ac'hanomp eus ar poanioù infernal hag akuizitet deomp ar vuhez eternel.

1622
Référence : Do. p14

Roit din, Mari, kontrision, / da cheñchañ leal a'm c'halon. / Dre ar pemp gouli a'r basion / Hor bez hep mar klouar pardon.

1622
Référence : Do. p62

2. Pa welas-hi ar basion / Hag ar martir he mab gwirion, / Ez eas leal en he c'halon, / Bete hec'h ene, kleze don.

1622
Référence : Do. p59

M. Piv en deus-i [sakramantoù an iliz] bet instituet ? D. Jezuz Krist, hor Salver benniget. M. Pe evit tra ? D. Evit ar yec'hed hag ar satisfaksion eus hon eneoù, hag evit aplikañ deomp ar frouezh hag ar meritoù eus e Basion ha komunikañ ouzhomp e c'hrasoù.

1622
Référence : Do. p38

pasion

1659
Référence : LDJM.1 pg agonie

12. Imprimit e-barzh ennon-me, / Dreist pep tra tout, e garantez, / O tigas da goun e basion / E pep momed gant devosion.

1677
Référence : Do. p68

M. Pe evit tra er [sin ar groaz] gret-hu er feson-se ? D. Da gentañ, evit digas ar memoar eus an daou Vister priñsipal eus hor Feiz ; unan, eus an Drinded binniget, en ur bronoñs ar c'homzoù-mañ : En Hanv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel ; an eil, eus ar marv ha Pasion hon Salver, pehini[,] ouzh en em vezañ graet den, en deus anduret ar marv evidomp-holl en ur Groaz.

1677
Référence : Do. p9

6. Ha den a ouife hep gouelañ / Kontempliñ an Itron-Varia, / O partisipañ er Basion / A JEZUS, he mab gwirion ?

1677
Référence : Do. p66

emañ en e basion

1732
Référence : GReg pg agonie

breuriezh ar basion

1732
Référence : GReg pg agonisant

kloc'h ar basion

1732
Référence : GReg pg agonie

neb zo en e basion

1732
Référence : GReg pg agonisant

pasion

1732
Référence : GReg pg agonie

seniñ ar basion

1732
Référence : GReg pg agonie

bokedoù ar Basion

1732
Référence : GReg pg fleur (Fleurs de la passion.)

pasion

1909
Référence : BROU p. 406 (agonie)

pasion

1931
Référence : VALL pg agonie

Prezegenn graet gant an Ao. Perrot ha skingomzet gant Roazhon-Breizh da Sadorn-Fask ; a-raok ar brezegenn, Mona Pesker a ganas kantik ar Basion, ha, war-lerc'h, Strollad kanerien ha sonerien Roazhon-Breizh a zisklêrias un oratorio nevez-flamm savet gant Jef Penven war gwerzioù an Ao. Bourdelles en e « Basion an Aotrou Krist. »

1942
Référence : FHAB niv. Meurzh/Ebrel, p133

Met mil mallozh d'an Nasion / A zo kiriek d'am fasion !

1960
Référence : PETO p82

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux