I.
A. Kammed.
Mont pazenn-ha-pazenn.
B.
1. (db. ar skalieroù)
Gorreenn blaen ma lakaer an troad evit sevel pe ziskenn eus ul live d'unan all en ur ober ur c'hammed.
An uhelañ pazenn.
HS. derez(enn).
&
(en e furm lies war-lerc'h ar gm. a.)
Skalier.
Al leur a oa un tammig izeloc'h, gant ur pazenned berr da ziskenn enni.
2. (db. ar skeulioù, ar skabelloù, h.a.)
Bazh (I D).
Pazennoù preñvedet ur skeul brenn.
&
Dre heveleb. (db. ar bigi-dre-lien bras)
Pazennoù : bizhier pe bennadoù kordenn zo etre funioù-skor ar gwernioù a dalvez da grapat d'al laez ; skeul-wern.
3. Skalier maen evit tremen eus an eil park d'egile.
4. [1732] Pazenn-rod : pal-rod.
II.
Dre skeud.
1. Live en un urzhaz, ur renkadur.
Deskiñ pazenn-ha-pazenn. Sevel pazenn-ha-pazenn. Sevel eus ur bazenn.
2. (db. al liammoù kerentiezh)
Derez.
E pe bazenn ez oc'h-hu kerent ?
Pe ivez ar ger-mañ Katell a dalv kement da lavaret evel 'catenula' eleze ur chadennig rak homañ dre euvroù mat pe dre hini ez eo pignet bede an neñv pehini chadenn pe skeul he deveus peder bazenn.
pe yuez an guerman cathell a tal quement da lauaret euel 'chatenula' elese vn chadenic rac homme dre œuurou mat pe dre heny ez eo pignet bede an eff peheny chadenn pe scheul he deues peder pasen
Référence :
GReg
pg (au souverain) degré (d'intention, terme de Physique)
en uhelañ poent, pazenn
èn uhélâ pouënd, pasenn
1732
Référence :
GReg
pg (au souverain) degré (d'intention, terme de Physique)
pazennoù
paseënëu
1732
Référence :
GReg
pg (marche d') escalier
er bazenn uhelañ
èr basenn uhelâ
1732
Référence :
GReg
pg éminemment
pazenn
pasenn
1732
Référence :
GReg
pg degré (marche d'un escalier), échalier (espece d'échelle pour passer dans un champ, & cloture faite de branches d'arbres entrelacées. [Pasenn] si l'échalier est fait de pierres), (marche d') escalier
pazennoù
pasennou
1732
Référence :
GReg
pg degré (marche d'un escalier)
pazinier
paseigner
1732
Référence :
GReg
pg degré (marche d'un escalier)pg degré (marche d'un escalier)
pazenn e pazenn
paseñ-ê-paseñ
1732
Référence :
GReg
pg (par) degrez (de degré en degré)
a bazenn da bazenn
a-basenn-da-basenn
1732
Référence :
GReg
pg (par) degrez (de degré en degré)
Herve Yann a zo kreñv, met, hervez ma'm eus klevet, nan eo ket bet kreñv a-walc’h, nan eo ket bet evit dougen an Dukez nag evit ganti sevel pazennoù ar feunteun.
Herve Yann a zo krenv, met, herve m’am eus klevet, n’an eo ket bet krenv a-walc’h, n’an eo ket bet evit dougen an Dukez nag evit ganti sevel pazennou ar feunteun.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 41, p.947 (Mae 1924)
Bremañ, Bilzig a ziskenn, buan ha buan, ar pazennoù en devoa pignet en amzer e bask etrezek ar Vadelezh ; deut e oa evel diagent, da vezañ ur c’hanfard drouk hag imoriek, atav o klask an tu da c’hoari tro pe dro d’ar re eus pere en devoa d’en em glemm…
Breman, Bilzig a ziskenn, buan ha buan, ar pazennou an nevoa pignet en amzer e bask etrezeg ar Vadelez ; deut a oa evel diagent, da vea eur c’hanfart drouk hag imoriek (3), atao o klask an tu da c’hoari tro pe dro d’ar re eus pere an nevoa d’en em glemm…
Référence :
BILZ2
p.103, Notenn 3 : "Pazenn (pl. -ou), basse, plateau rocheux au fond de la mer".
E-pad an hañv, dilezet an drag hag ar sein, ar Gwennili ac’h ae pell er-maez en-dro d’ar Velevenn, d’ar Gorjegoù, pe war bazennoù Treoger da lakaat e gevell, da stignañ e gerden higennoù hag e rouedoù boull evit pesketa silioù, raeed ha retoned, morc’histi, travanked, l[i]gistri, [givri]-mor.
E-pad an hanv, dilezet an drag hag ar zein, ar Gwennili ac’h ê pell er-mêz en-dro d’ar Velevenn, d’ar Gorjegou, pe war bazennou (3) Treoger da lakaat e gevell, da stigna e gerden higennou hag e rouejou boull (1) evit pesketa siliou, rêed ha retoned (2), mor-c’histi, travanked, legistri, girvi-mor.
1925
Référence :
BILZ2
p.103-104
pazinier
pazigner
1931
Référence :
VALL
pg barreau
pazennoù
pazennou
1931
Référence :
VALL
pg barreau
pazenn
1931
Référence :
VALL
pg barreau
KENTAÑ PAZENN MA SKEUL : MONTROULEZ.
KENTA PAZENN MA SKEUL : MONTROULEZ.
1944
Référence :
EURW.1
p77
Hiniennoù a oa er seizvet klas ; Aogust ar Roc'h ha me a groge dre ar bazenn izelañ, dre an eizhvet klas.
Hiniennou a oa er seizvet klas ; Aogust ar Roc'h ha me a groge dre ar bazenn izela, dre an eizvet klas.
1944
Référence :
EURW.1
p34
Ar c’harroñsoù a chom a-sav dirak pazennoù an nor veur.
Ar c’harroñsou a chom a-sao dirak pazennou an nor veur.
1944
Référence :
EURW.1
p.118
Er penn pellañ, ur rummad pazennoù o sevel betek un nor vourellet ruz ; dre aze e voe degemeret a-benn ar fin an Ao.Utterson e kambr-studi an doktor.
2012
Référence :
DJHMH
p43
Ar re a sav gant ar pazennoù a zo kazhheñvel, Kostas.