Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. Kammed. Mont pazenn-ha-pazenn. B. 1. (db. ar skalieroù) Gorreenn blaen ma lakaer an troad evit sevel pe ziskenn eus ul live d'unan all en ur ober ur c'hammed. An uhelañ pazenn. HS. derez(enn). & (en e furm lies war-lerc'h ar gm. a.) Skalier. Al leur a oa un tammig izeloc'h, gant ur pazenned berr da ziskenn enni. 2. (db. ar skeulioù, ar skabelloù, h.a.) Bazh (I D). Pazennoù preñvedet ur skeul brenn. & Dre heveleb. (db. ar bigi-dre-lien bras) Pazennoù : bizhier pe bennadoù kordenn zo etre funioù-skor ar gwernioù a dalvez da grapat d'al laez ; skeul-wern. 3. Skalier maen evit tremen eus an eil park d'egile. 4. [1732] Pazenn-rod : pal-rod. II. Dre skeud. 1. Live en un urzhaz, ur renkadur. Deskiñ pazenn-ha-pazenn. Sevel pazenn-ha-pazenn. Sevel eus ur bazenn. 2. (db. al liammoù kerentiezh) Derez. E pe bazenn ez oc'h-hu kerent ?

Skouerioù istorel : 
38
Kuzhat roll ar skouerioù

Pe ivez ar ger-mañ Katell a dalv kement da lavaret evel 'catenula' eleze ur chadennig rak homañ dre euvroù mat pe dre hini ez eo pignet bede an neñv pehini chadenn pe skeul he deveus peder bazenn.

1576
Daveenn : Cath p3

ur bazenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pas (de quelqu'vn)

pazenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg marche

pazenn

1732
Daveenn : GReg pg (marche d') escalier

pazenn-rod

1732
Daveenn : GReg pg aileron

pazinier-rod

1732
Daveenn : GReg pg aileron

Pe e pazenn kerentiaj emaoc'h-hu ?

1732
Daveenn : GReg pg (à quel) degré (de parenté êtes-vous ?)

Pe e pazenn ez oc'h-hu kerent ?

1732
Daveenn : GReg pg (à quel) degré (de parenté êtes-vous ?)

er bevare pazenn

1732
Daveenn : GReg pg (au quatrième) degré

en diwezhañ pazenn, poent

1732
Daveenn : GReg pg (au souverain) degré (d'intention, terme de Physique)

en uhelañ poent, pazenn

1732
Daveenn : GReg pg (au souverain) degré (d'intention, terme de Physique)

pazennoù

1732
Daveenn : GReg pg (marche d') escalier

er bazenn uhelañ

1732
Daveenn : GReg pg éminemment

pazenn

1732
Daveenn : GReg pg degré (marche d'un escalier), échalier (espece d'échelle pour passer dans un champ, & cloture faite de branches d'arbres entrelacées. [Pasenn] si l'échalier est fait de pierres), (marche d') escalier

pazennoù

1732
Daveenn : GReg pg degré (marche d'un escalier)

pazinier

1732
Daveenn : GReg pg degré (marche d'un escalier)pg degré (marche d'un escalier)

pazenn e pazenn

1732
Daveenn : GReg pg (par) degrez (de degré en degré)

a bazenn da bazenn

1732
Daveenn : GReg pg (par) degrez (de degré en degré)

pazenn kerentiezh

1732
Daveenn : GReg pg degré (de parenté)

pazenn kerentiaj

1732
Daveenn : GReg pg degré (de parenté)

pazennoù kerentiaj

1732
Daveenn : GReg pg degré (de parenté)

pazinier

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pazenn

pazennoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pazenn

pazenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pazenn

ar bazenn gentañ

1909
Daveenn : BROU p. 406 (échelon)

pazenn (derez) -doareañ uhelañ

1924
Daveenn : SKET.II p.138 « Geriadurig », "Superlatif (relatif)".

Herve Yann a zo kreñv, met, hervez ma'm eus klevet, nan eo ket bet kreñv a-walc’h, nan eo ket bet evit dougen an Dukez nag evit ganti sevel pazennoù ar feunteun.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.947 (Mae 1924)

Bremañ, Bilzig a ziskenn, buan ha buan, ar pazennoù en devoa pignet en amzer e bask etrezek ar Vadelezh ; deut e oa evel diagent, da vezañ ur c’hanfard drouk hag imoriek, atav o klask an tu da c’hoari tro pe dro d’ar re eus pere en devoa d’en em glemm…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1026 (Gouere-Eost 1924)

Pazenn

1925
Daveenn : BILZ2 p.103, Notenn 3 : "Pazenn (pl. -ou), basse, plateau rocheux au fond de la mer".

E-pad an hañv, dilezet an drag hag ar sein, ar Gwennili ac’h ae pell er-maez en-dro d’ar Velevenn, d’ar Gorjegoù, pe war bazennoù Treoger da lakaat e gevell, da stignañ e gerden higennoù hag e rouedoù boull evit pesketa silioù, raeed ha retoned, morc’histi, travanked, l[i]gistri, [givri]-mor.

1925
Daveenn : BILZ2 p.103-104

pazinier

1931
Daveenn : VALL pg barreau

pazennoù

1931
Daveenn : VALL pg barreau

pazenn

1931
Daveenn : VALL pg barreau

KENTAÑ PAZENN MA SKEUL : MONTROULEZ.

1944
Daveenn : EURW.1 p77

Hiniennoù a oa er seizvet klas ; Aogust ar Roc'h ha me a groge dre ar bazenn izelañ, dre an eizhvet klas.

1944
Daveenn : EURW.1 p34

Ar c’harroñsoù a chom a-sav dirak pazennoù an nor veur.

1944
Daveenn : EURW.1 p.118

Er penn pellañ, ur rummad pazennoù o sevel betek un nor vourellet ruz ; dre aze e voe degemeret a-benn ar fin an Ao.Utterson e kambr-studi an doktor.

2012
Daveenn : DJHMH p43

Ar re a sav gant ar pazennoù a zo kazhheñvel, Kostas.

2015
Daveenn : EHPEA p22

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial