Télécharger les mots parents a-bezhiadoù a-bezhioù pebezh pebezh
A ! pebezh abadenn an diaoul neuze, d’an eur-se eus an deiz, war vord ar stêr ! Satanaz e-unan o vlejal e-leizh an ifern n’en dije ket graet muioc’h a drouz eget Lom o hopal er vag : — « Sikour ! Sikour ! Sikour din ! Beuzet e vin. O ! o ! »
Penaos ? Herri o tont en-dro ? Savet a varv da vev ? Pebezh burzhud ! !
- « Dios mio ! » pebezh rann-galon ! Esmae en he mouezh. Stouet he doa Palmira he fennig du da guzhat he dremm etre he daouarn maneget.
Ha pebezh mouezh a oa hec'h hini ! daoust d'ar c'hleñved, o kanañ a veze ar peurliesañ, skiltroc'h eget un eostig da guzh-heol.
Hogen, pebezh dudi pa groge tud an eured da vont e-maez an iliz war[-]lerc'h ar sonerien - Erwanig ar Bastard, gant e akordeoñs, pe Ambroaz Arzul, eus Landreger, brudet tro-war-dro dre ma rae d'e violoñs distagañ fraez-mat [sic, fraezh-mat] : "Erru out 'ta Yannig ?" [...].
Met pebezh frealz, pebezh gopr eviti pa glevas d’abardaez noz ar Person o lavarout dezhi : « Daoust ha ma 'z oan o tougen an Aotrou Doue, ken brav e kaven ho labour, Ann-Mari, ma’z on bet war nes [war-nes] ober evel ar re-all a-raok din, tec’hel a-ziwar va hent evit mirout da voustrañ ha da zirenkañ bleunioù reizhet en un doare ken dispar ».
Met pebezh distokadenn pa glevis digant re all he menoz gwirion : « Voyons, il n’y a rien à tirer de ce pauvre garçon ; d’abord, il est beaucoup trop petit, et puis, il a le nez trop court ».
Pebezh c’hoarzh, pebezh cholori pa zimezas d’an tailher Lannes merc’h Fallières, un dimezellig n’he devoa graet droug da zen ! aozet e voe zoken ur vojenn diwar skouer La Fontaine : Le Président, sa fille et Lannes.
Pebezh glac’har ’ta, pegement a wad fall adal ma teuje da c’houzout e oan dindan dimeziñ ha gant piv ?... gant ur C’hallez divroet, ur vaouez na ouie na Pater, na Noster, ur ganfardez hep feiz na reizh, ul liboudenn bennak evel an holl verc’hed na vevent ket war ar maez, rak a[-]gorn e selle zoken ouzh plac’hed Landreger, da vihanañ ar re na oant ket diwar noblañs pe vourc’hizien vras.
Devezhioù zo emaoc'h engortoz eus lizhiri digant mignoned ker. Chom a rit war c'hed da ur paotr al lizhiri. Netra. Hiziv. Tremenet, a gav deoc'h, an eur, ez it d'ho labour. Distro, hoc'h eus kavet daou lizher... Unan da baeañ ho tailhoù, unan da baeañ koumanant ho journal... Pebezh disouezhadenn !
Pebezh koad a zo da dreuziñ, avat, nag uhel ha sonn eo kefioù ar gwez, ur gwir goad gwerc'h ha divoulc'h, kempenn ha distrouezh.
Pebezh c'hoarzh ! Ha pebezh kalonad d'e vestr !
Pebezh kerse, pebezh koll nerzh hag amzer e vije bet kas d'an traoñ ar pezh edod a baouez echuiñ a-raok en em reiñ d'un oberenn a oa da badout c'hoazh tri c'hard kantved !
Pebezh taol-chañs !
Skritelloù o luiñ ar gazetennerion, ha muntr ebet evit tec'hout diouzhomp an aner-se? Pebezh droukchañs!
Mots précédents
Mots suivants
pebezh