Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ag. estl. (dirak un ak., en ul lav. estl. dizalc'h pe en un islav. estl.) Termen a dalvez da c'heriañ dibarder ub., udb. Pebezh micherourez eo ar vaouez-se ! Pebezh c'hoarierien eo ar baotred-mañ ! [1878] Na pebezh maouez [e] oa ivez hounnezh, ar Vari Toulleg-se ! [1954] Ha pebezh mouezh a oa hec'h hini ! daoust d'ar c'hleñved, o kanañ a veze ar peurliesañ, skiltroc'h eget un eostig da guzh-heol. DHS. pe. HS. peseurt, petore, pezh. & (kreñvaet gant ar rn. estl. na) Na pebezh levenez ! Na pebezh loened ! & (dirak ar gm. a.) Siwazh ! pebezh ur c'hloaz eo bet din ! & (dirak an ar. da) Sell, mabik, pebezh da brad kaer ! 2. Ag. (goude ar gm. a., dirak un ak.) Bras-kenañ. Ur pebezh bandennad houidi gouez.

Skouerioù istorel : 
48
Kuzhat roll ar skouerioù

pebezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quel

pebezh sotoni

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pebez (sotoni)

Pebezh koll evidon !

1850
Daveenn : GON.II p.85, livre second, " Quelle perte pour moi ! "

pebezh

1850
Daveenn : GON.II pg pebez, pg pé (particule inter. ou relat. elle ne s'emploie jamais seule ; mais elle sert à former les pronoms pébez, péhini, pétrâ).

Pebezh maouez !

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, " Quelle femme ! "

Pebezh reuz !

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, "Quel malheur ! "

Pebezh broioù am eus gwelet !

1850
Daveenn : GON.II p.85, livre second, " Quels pays j'ai vus ! "

Pebezh gaouiadez !

1850
Daveenn : GON.II p.85 (Quelle menteuse ! )

Pebezh tud !

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, " Quels gens ! "

Pebezh trid en divize roet d'ho kalon mojenn An div goulm ! Pebezh hillig d'ho spered lemm ar c'hi hag ar bleiz…

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XII

Pebezh tristidigezh ne voe ket evit an daou zen-mañ ar gwel eus a gemend-all a grizder !

1877
Daveenn : EKG.I. p.48

Pebezh den out-te, Prat, eme ar soudarded a-unan ! Setu amañ penaos e tlefe an holl ober da dud hag o deus kuitaet o bro evit dont d’o diwall a-enep falskredennoù ar veleien diskiant !

1877
Daveenn : EKG.I. p.223

Pebezh kemm etre Loull ar Bouc’h o kas, gant e archerien, beleien gozh ha tud vat d’ar prizon, ha Loull ar Bouc’h diarc’hen, diskabell, en e roched, leun-wad, a-zindan pont Rozanklañ !

1877
Daveenn : EKG.I. p.129

Kaer ’zo ober, ret ’vo mervel / Pa garo Doue hor gervel ; / Pebezh anken war ho marv, / Pa welfet sklaer hoc’h holl [w]alloù !

1877
Daveenn : EKG.I. p.105

Pebezh nozvezh, o va Doue !

1877
Daveenn : EKG.I. p.42

Pebezh vad a rae din fenoz ar pennad gouloù koar-se, deuet ganen diwar fae, hag hep gouzout perak, eus a goad Kervengi !

1878
Daveenn : EKG.II p.51

Pebezh dispac’h ha pebezh freuz a reas va zenn e-touez ar soudarded ! Lod anezho a chomas souezhet ha mantret ; lod all a bec’he hag a gomze a-dreuz hag a-hed ; holl e oant distroet war-zu al lec’h m’edon-me ennañ o klask gwelet an hini en doa tennet.

1878
Daveenn : EKG.II p.89

Na pebezh maouez [e] oa ivez hounnezh, ar Vari Toulleg-se !

1878
Daveenn : EKG.II p.228

Pebezh maouez divergont ! Lavar deomp raktal e pelec’h ec’h eus kuzhet da veleg.

1878
Daveenn : EKG.II p.223

Ankounac’haet an amzer dremenet. Ankounac’haet, o ! na pebezh gir ! O ankounac’h, evurus an hini a zarempredez, evurus an ene war pehini ec’h eus displeget da vrumenn madelezhus.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

Na pebezh laouenidigezhen ti Izabel, goude an displijadur !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1125 (Miz Du 1924).

Hini pe hini eus an amezeien a [z]eue, ur wech an amzer, da deuler dour binniget war ar vamm, da lavaret ur bedennig eviti. Pebezh kalonad !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

Pebezh arvest ! Hijet ar wezenn ber, mac’het an douar tro-war-dro, flastret ar c’harotez, an ognon, ar pour, an irvin, kuntuilhet ha dideliet ar c’hasi, ar c’hastrilhez hag ar spezard.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

— Na pebezh glac’har ! na pebezh spont, va Jezuz !

1925
Daveenn : BILZ2 p.176

Poan-galon da Vilzig : chom hep mont d’an aod evit ar mare bras, na pebezh pinijenn !

1925
Daveenn : BILZ2 p.139

pebezh divergontiz !

1931
Daveenn : VALL pg (Quelle) audace (!)

Na pebezh anaoudegezh-vat a dleer d'ar Varianited o doa graet eus o gwellañ evit reiñ dorn d'ar Vretoned da saveteiñ o yezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p59

Pebezh souezh !

1944
Daveenn : EURW.1 p.200

Pebezh den fur eo ma zad.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

Pebezh laouenidigezh er pradoù, o lammat, o vrañsigellat ouzh ar bodoù izel, o pignat er gwez, o neizheta.

1944
Daveenn : EURW.1 p24

A ! pebezh abadenn an diaoul neuze, d’an eur-se eus an deiz, war vord ar stêr ! Satanaz e-unan o vlejal e-leizh an ifern n’en dije ket graet muioc’h a drouz eget Lom o hopal er vag : — « Sikour ! Sikour ! Sikour din ! Beuzet e vin. O ! o ! »

1944
Daveenn : ATST p.108

Penaos ? Herri o tont en-dro ? Savet a varv da vev ? Pebezh burzhud ! !

1944
Daveenn : ATST p.131

- « Dios mio ! » pebezh rann-galon ! Esmae en he mouezh. Stouet he doa Palmira he fennig du da guzhat he dremm etre he daouarn maneget.

1949
Daveenn : SIZH p.58

Ha pebezh mouezh a oa hec'h hini ! daoust d'ar c'hleñved, o kanañ a veze ar peurliesañ, skiltroc'h eget un eostig da guzh-heol.

1954
Daveenn : VAZA p.15

Hogen, pebezh dudi pa groge tud an eured da vont e-maez an iliz war[-]lerc'h ar sonerien - Erwanig ar Bastard, gant e akordeoñs, pe Ambroaz Arzul, eus Landreger, brudet tro-war-dro dre ma rae d'e violoñs distagañ fraez-mat [sic, fraezh-mat] : "Erru out 'ta Yannig ?" [...].

1954
Daveenn : VAZA p.32-33

Met pebezh frealz, pebezh gopr eviti pa glevas d’abardaez noz ar Person o lavarout dezhi : « Daoust ha ma 'z oan o tougen an Aotrou Doue, ken brav e kaven ho labour, Ann-Mari, ma’z on bet war nes [war-nes] ober evel ar re-all a-raok din, tec’hel a-ziwar va hent evit mirout da voustrañ ha da zirenkañ bleunioù reizhet en un doare ken dispar ».

1954
Daveenn : VAZA p.41

Met pebezh distokadenn pa glevis digant re all he menoz gwirion : « Voyons, il n’y a rien à tirer de ce pauvre garçon ; d’abord, il est beaucoup trop petit, et puis, il a le nez trop court ».

1954
Daveenn : VAZA p.70

Skuizhus a-walc'h e veze 'ta ar vuhez bemdeziek en ur skouadrenn listri-brezel, hogen pebezh frealz pa zegouezhe dimp douariñ ur wech an amzer e porzhioù estren !

1954
Daveenn : VAZA p.127

Pebezh c’hoarzh, pebezh cholori pa zimezas d’an tailher Lannes merc’h Fallières, un dimezellig n’he devoa graet droug da zen ! aozet e voe zoken ur vojenn diwar skouer La Fontaine : Le Président, sa fille et Lannes.

1954
Daveenn : VAZA p.151

Pebezh glac’har ’ta, pegement a wad fall adal ma teuje da c’houzout e oan dindan dimeziñ ha gant piv ?... gant ur C’hallez divroet, ur vaouez na ouie na Pater, na Noster, ur ganfardez hep feiz na reizh, ul liboudenn bennak evel an holl verc’hed na vevent ket war ar maez, rak a[-]gorn e selle zoken ouzh plac’hed Landreger, da vihanañ ar re na oant ket diwar noblañs pe vourc’hizien vras.

1955
Daveenn : VBRU p.2

Hervez ur wreg, pebezh eurvad ! / E c'hellez ma heñchañ peurvat / Oc'h anzav ouzhin war be du / E tiskoachin an trubard du.

1960
Daveenn : PETO p.38

Allas ! allas ! aotrou kure, / Pebezh hurlink, pebezh hunvre ! / Chal ha nec'hamant penn-da-benn / D'am c'halon baour o c'houzañv tenn.

1960
Daveenn : PETO p22

Devezhioù zo emaoc'h engortoz eus lizhiri digant mignoned ker. Chom a rit war c'hed da ur paotr al lizhiri. Netra. Hiziv. Tremenet, a gav deoc'h, an eur, ez it d'ho labour. Distro, hoc'h eus kavet daou lizher... Unan da baeañ ho tailhoù, unan da baeañ koumanant ho journal... Pebezh disouezhadenn !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

Pebezh koad a zo da dreuziñ, avat, nag uhel ha sonn eo kefioù ar gwez, ur gwir goad gwerc'h ha divoulc'h, kempenn ha distrouezh.

1985
Daveenn : DGBD p153

Pebezh c'hoarzh ! Ha pebezh kalonad d'e vestr !

1985
Daveenn : DGBD p195

Pebezh kerse, pebezh koll nerzh hag amzer e vije bet kas d'an traoñ ar pezh edod a baouez echuiñ a-raok en em reiñ d'un oberenn a oa da badout c'hoazh tri c'hard kantved !

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 24

Pebezh taol-chañs !

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 19

Skritelloù o luiñ ar gazetennerion, ha muntr ebet evit tec'hout diouzhomp an aner-se? Pebezh droukchañs!

2015
Daveenn : EHPEA p20

Ofis publik ar brezhoneg