pedenn
Paotred yaouank am selaou, c’hwi hag a dle, war-c’hed a gement-se e c’hellit bezañ dre an amzer a zo bremañ, c’hwi hag a dle kuitaat ho pro, ha mont marteze da vrezelekaat e broioù all, n’ankounac’hait ket da lavaret ho pedennoù bep noz ha bep mintin, rak gwelet a rit penaos e teu an Aoutrou Doue da selaou ar pedennoù.
An eil diaoul. — « Abaoe pegeit amzer n’hoc’h eus ket lavaret ho pedennoù-noz ? »
Ni 'zo deuet amañ ganeoc'h war ho pedenn, mont a raimp ganeoc'h betek lec'h ma vo ret.
Kregiñ a ran bremaik, en hor chapel, gant un naved pedennoù.
- Perak e teuit bemdeiz [sic], e-giz-se, d'hon iliz-ni ? - Da lavarout va fedennoù 'ta…
Nemet, na petra 'ta ! Sik a ran dezhañ gwelloc'hikañ ma c'hellan. Ha n'eo ket divalav an dour yen... Neuze, gant al labour hag ur bedenn c'hwek bennak...
[...] pikoloù pakadennoù leun a draoù a bep seurt : Aotrou Doueoù eveljust [sic evel-just], skeudenn hon Tad Santel ar Pab Leon trizek, hini Itron Varia Lourd, chapeledoù ha meladennoù [sic, medalennoù ] sof-kont, pedennoù evit kement degouezh er vuhez ha zoken evit goulenn ur marv mat, met ivez pezhioù dilhad, c’hoarielloù, ha dreist-holl fardaj e-leizh eus ti an apotiker [...].
Enaouet e voe raktal ar goulou benniget, stagañ a rejont da zibunañ pedennoù an Anaon, ha war varlenn Soaz Sapeur, he zal harpet ouzh hini he mamm n’he devoa bet bugel ebet nemeti, setu pelec’h, evel un evn, hep klemm na fiñv, e tennas Ann-Mari an Aubin hec’h huadanenn [sic, huanadenn] diwezhañ.
Tremen a rae Lom evit ur gwaz ken sioul, ken douget d'ar pedennoù hag ul leanez pilpave, met "rodeal", jilgammat war an daou du a rae ar paour kaezh, krennoc'h eget ur c'hornandon ha tort[-]daonet war ar marc'had ; hervez ma lavarer dre amañ, aet e oa e gof en e gein.
Ur bedenn a ra da Zoue ma vezo gwarezet.
Goude bezañ bet matezh ivez en un ti-feurm war ar maez, en ur c'hastell war ar maez, en un tiegezh devot-kenañ, e-lec'h ma veze pedenn an noz, a-stroll gant ar familh. Hag ouzhpenn-se e oa bet skaoutez, skaoutez Bro-C'hall.
Heñvel ouzh tud a feiz eo ar stourmerien eta, pa gavont repu er bedenn, peotramant pa lakaont ur c'houlaouenn-goar war enaou en iliz, hep gortoz tamm disoc'h fetis ebet.
Mots précédents
Mots suivants
pedenner