Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
4
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
118
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. v.k.e. A. Strollañ, stagañ udb. gant peg. Fardañ peg da begañ paper. Pegañ un timbr war ur golo-lizher. B. 1. Stagañ udb. ouzh, war udb. all gant peg. Pegañ ur skritell ouzh ur voger. 2. Dre ast. Lakaat udb. sko ouzh udb. all. Pegañ e skouarn ouzh an nor. 3. Tr. estl. Peg hennezh ouzh da c'henoù ! : troienn a zistager, goude kunujenniñ ub. alies, da gadarnaat ez eo ar wirionez-rik a embanner hag e ranko bezañ asantet evel-se. Laer out ! ha peg hennezh ouzh da c'henoù ! II. v.k.d. A. PEGAÑ EN UB., UDB. 1. Kregiñ en ub., en udb. [1944] Ar pemoc’h a reas houc’h ! houc’h ! pa begas Job en e lost. 2. Ent krenn Dantañ ub. Pegañ a ra ar pesked pa grogont en higenn. & Trl. skeud. Bezañ peget ar c'hi en e revr : bezañ gwarizius. 3. Kregiñ, stagañ gant un ober. Pegañ en e labour. 4. Ent krenn Reiñ bec'h, mont dre nerzh. Ar gazeg a bege : a sache mort (war an arar, ar c'harr, h.a.). B. Dre skeud. 1. Dre ast., ent krenn Laerezh. Pegañ el lec'h ma kaver. 2. PEGAÑ WAR UDB. : kemer, prenañ, beveziñ udb. gant mall, en em deuler war udb. abalamour d'an ezhomm pe d'ar c'hoant bras anezhañ prl. Pegañ a reas war ur banne mat a hini kreñv. Pa ne gaver ket a re vat e peger war ar seurt a gaver. & Dre ast. Debriñ lontek. Pa gav mat an traoù e peg warno. 3. Trl. Pegañ ouzh e c'houlenn : goulenn hag azgoulenn. Pegañ a raent ouzh o goulenn ma vije skarzhet eus e garg. III. v.g. A. PEGAÑ OUZH UDB. 1. Chom peg. Peget eo ar patatez ouzh ar gaoter. & Diren. Ar glav-se a beg. 2. Dre skeud. (db. ar meuzioù) Pegañ ouzh ar genoù : bezañ saourus, bezañ kavet mat, bezañ tañvaet. Ar c'hrampouezh a bego ouzh ho kenoù. Sur on ne vo ket peget ar seurt meuz-se ouzh ho kenoù c'hoazh : n'eo ket bet tañvaet seurt meuz ganeoc'h morse. 3. (db. an taolioù) Tizhout ar pal hag ober poan. Me am bije roet dezhañ ur skouarnad hag he dije peget outañ. & Dre skeud. (db. ar skridoù, ar c'homzoù) Me a lavar deoc'h, kaset em eus ul lizher da hennezh hag a bego ouzh e c'henoù. B. PEGAÑ EN UB. 1. C'hoarvezout trumm a-dreuz gant ub. Petra a beg ennout ? : petra a c'hoarvez ganit ? 2. (db. ar c'hleñvedoù) Tizhout ub. Un devezh e pegas an derzhienn ennañ.

Exemples historiques : 
30
Masquer la liste des exemples

pekañ

1659
Référence : LDJM.1 pg empoisser

pegañ

1659
Référence : LDJM.1 pg pega

pegañ en

1659
Référence : LDJM.1 pg aprehender au corps, saisir

pegañ en ur re bennak

1659
Référence : LDJM.1 pg empoigner (quelqu'vn)

pegañ en ur re bennak

1659
Référence : LDJM.1 pg accrocher qnelqu'vn

pegiñ

1732
Référence : GReg pg empaumer (prendre, & serrer de la main)

pigiñ

1732
Référence : GReg pg empoisser (enduire de poix)

pegañ

1732
Référence : GReg pg empaumer (prendre, & serrer de la main), empoisser (enduire de poix)

peget

1732
Référence : GReg pg empaumer (prendre, & serrer de la main), empoisser (enduire de poix)

pegiñ

1732
Référence : GReg pg empoisser (enduire de poix)

pegañ

1850
Référence : GON.II pg pék, pég, péga, péguz

peget

1850
Référence : GON.II pg péga

— « Hentchoù all zo e-leizh, hentchoù-treuz, ribouloù ; / Mar fell dit mont drezo e weli kalz roudoù / A zo aet en da raok. — Mar kerez, fistoulig, / Hep spegañ tamm en drez e vezi pinvidik. »

1867
Référence : MGK p144

Evelato, a forzh da boaniañ ha da spegañ el leton, gant e ivinoù, e c’hellas dont a-benn eus e daol.

1877
Référence : EKG.I. p.130-131

Filip a valeas a-hed ar skourr, a blege gantañ ken na edo e-unan en dour betek e hanter ; astenn a reas e zorn evit distagañ ar soudard dioc’h ar skourr m’oa speget outañ.

1877
Référence : EKG.I. p.305

Abalamour ma n’en deus netra, micherour kêr en em laka atav e kostez ar re fall, rak ar re fall n’int ket ken tost-se d’o c’houstiañs ; ar re fall, el lec’h ma kavint speg, a spego pe e vezo leal pe ne vezo ket, hag e-touez ar re-mañ e kav dezhañ e c’hello e-unan kaout ivez krog en tu pe du.

1877
Référence : EKG.I. p.65

Va mennozh kentañ a oa pignat d’an nec’h, ha chom eno neuze speg ouc’h ar mein-benerezh, ken na vije aet ar soudarded kuit, evel ma speg an askell-groc’hen ouc’h ur voger pa deu en un ti bennak.

1878
Référence : EKG.II p.125-126

E eontr Kola a gavas ar ger a speg, a zalc’h, hag a c’halvas anezhañ Bilzig, Bilzig ac’hann, Bilzig alese, ar paotr atav da heul e eontr.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Ha, daoust d’e baourkaezh devezhioù da vezañ kelc’het gant an ezhommoù, daoust d’an dienez da begañ war e groc’hen ha war e galon, abeg e kave ar paotr evelkent en nerzh e yaouankiz, da leuskel e vennozhioù da nijal, gwennilied dibreder, a-dreuz oabl koumoulek an hunvreioù.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Ar wialenn a bege ouzh kroc’hen e beñsoù : unan ! daou ! tri ! pevar ! pemp !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 40, p.896 (Miz Ebrel 1924)

Buan, it da gerc’hat barner Tremedern. Arabat eo leuskel ar ganfarded da ober o fennoù skañv, ret eo reiñ dezho ur gentel hag a bego [oute].

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.868 (Miz Meurzh 1924)

pegañ

1931
Référence : VALL pg agglutination, agglutiner

pegañ ouzh

1931
Référence : VALL pg adhérer

Ar pemoc’h a reas houc’h ! houc’h ! pa begas Job en e lost.

1944
Référence : ATST p.130

Un den yaouank e-unan a gav hir an amzer : ober a ra soñjoù du, an drouk-hirnezh a beg en e galon.

1944
Référence : EURW.1 p.88

E ti-kêr ur vourc'hadenn a vro-Gerne. Speget ouzh ar mogerioù, skritelloù paper gros ha gwenn-louet, warno, e lizherennoù bras, talbennoù a seurt d'ar re-mañ : DEKRED EUS AN ASAMBLE NASIONAL, LEZENN, AVIZ, REGLAMANT, ORDRENAÑS.

1960
Référence : PETO p11

Petra 'ta, o mestr randoner, / Kozh ranezenn ha sarmoner, / A beg ennoc'h ken dizoare ?

1960
Référence : PETO p64

Hep ur gomz e peg ar Chouanted er person hag en lakeont harp e gein ouzh dor ar prebistal.

1960
Référence : PETO p78

Pelloc'h ne voe ket kement a c'hlav ha spegañ gwelloc'h a rae ar rodoù.

1985
Référence : DGBD p81

Divoull eo ar bestal gant al lousnezh, peget outi un nebeud skritelloù dister.

2016
Référence : BARDF p. 209

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux