Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. niv. A. Ag. peg. 1. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da arouezin traoù niveradus) Pevar mui unan, peder mui unan. Pemp baraenn, den, krouadur, ti. Pemp paotr yaouank. • Ur bugel pemp bloaz. • Ur veaj a bevar pe bemp miz. Ur velchonenn a bemp delienn. • Bep pemp bloaz e teu en-dro. 2. Trl. skeud. Klask pemp troad d'ar maout*. & Seder evel pemp gwenneg*. & Na vezañ kollet, laeret e bemp gwenneg*. & Bezañ distagellet evit e bemp gwenneg*. & Bezañ en e bemp plijadur*. & Ken gwir ha ma 'zeus pemp biz* war ma dorn. & Gwelet pemp heol* o parañ. B. Ag. pet. 1. (goude un ak. pe un anv den) Pempvet. Ar pennad pemp. Karl Pemp an impalaer. 2. (dirak ar ger eur) Pempvet. Pemp eur eo. Sevel da bemp eur. II. Rag. niv. A. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll) 1. Pevar mui unan, peder mui unan. Pep a bemp a vo roet deoc'h. Pemp zo ganin. Pemp a vugale en deus bet. Pemp vrav a saout. 2. Trl. skeud. Kontañ pemp ha pevar, pemp (ha, pe) nav : komz a bep seurt traoù. Atav e vez o vont hebiou, o kontañ pemp ha nav en ur dremen. & C'hwezh ar pemp kant : c'hwezh fall-put. 3. Adv. (db. an dud, al loened, an traoù) HOR-PEMP, HO-PEMP, O-FEMP : me - te, c'hwi, eñ pe hi - a gevret gant pevar, peder all. Hor-pemp omp bet degemeret. O-femp ez aent d'ar porzh-mor. Bugale, deuit amañ ho-pemp da lavaret kenavo d'ho moereb. [1877] Ha c’hwi, va bugale, azezit amañ, ho-pemp, da zibriñ pep a damm gant an dud vad-mañ. [1877] Pa deuje ar soudarded a-zindan tenn deomp, e tleemp tennañ hor-pemp en un taol [...]. & (en e furm vihanaat) Hor-pempig, ho-pempig, o fempig : furm garantezus hor-pemp, ho-pemp, o-femp. & Pemp-ha-pemp : dre strolladoù a bemp elfenn. B. Rag. pet. 1. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù) Pempvet. Ganet eo bet d'ar bemp a viz C'hwevrer 1993. D'ar bemp a viz Gwengolo. 2. (dirak warn-ugent) Termen a dalvez da sevel raganvioù petvediñ a arouezer an deiziadoù ganto. Ar bemp warn-ugent a viz Du. III. Adv. niv. (db. an dud, al loened, an traoù) Pevar mui unan, peder mui unan. Pemp emaint er strollad-se. IV. Niv. peg. 1. (db. an dud, al loened, an traoù) Termen a dalvez da aroueziñ niver an unanennoù en anvioù-gwan niveriñ, er raganvioù niveriñ pe en adverboù niveriñ zo brasoc'h eget ugent. Kant pemp (bloaz), pemp (bloaz) ha kant. Pemp (lezenn) ha hanter-kant. 2. (dirak ugent, kant, mil, milion ha miliard) Termen a dalvez da sevel kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù. Pemp mil (den, plac'h). Pemp-kant (lur, skoed). V. G. (ls. -où) A. 1. Ur pemp, ar pemp : kartenn, pezh eus ur c'hoari zo merket pemp warni - warnañ - pe a dalvez pemp poent. 2. Adv. A-bempoù : dre strolladoù a bemp elfenn. & A-bempoù : en dizurzh. & Trl. Ober udb. a-bempoù : e ober buan-ha-buan ha hep aket. B. Niveron. 1. Niver anterin a zeu da heul pevar. An niver pemp. 2. Sifr a reer gantañ evit merkañ an niver a unanennoù, a zegadoù, h.a., zo en un niver. Pemp eo sifr ar c'hantadoù en niver 8533. & Dre bempoù : dre strolladoù a bemp elfenn. 3. Anv a roer d'an arouezenn 5 a reer ganti evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul pevar. EVEZH. : (a) kemm. blot. goude pemp rag. peg. ; (b) kemm. blot. war-lerc'h ar ger-mell e deroù pemp rag. pet.

Exemples historiques : 
74
Masquer la liste des exemples

pemp

1499
Référence : LVBCA p160 (cinq)

pemp

1499
Référence : GAVH p18

En enor da Doe hon kroeas - da sant Tremeur, da sant Weltaz - ez e voe fontet an chapel-mañ - an Sul ken[t] fest an Spered Glan - ouzit bremañ an dat dre gont - mil pemp-kant eizh bloaz ha tregont

1538
Référence : GReg Enskrivadur war Chapel s. Tremeur e Kledenn-ar-C'hab

en bloaz mil pemp kant hanter-kant nemet unan

1549
Référence : ISYK.I p112

Roit din, Mari, kontrision, / da cheñchañ leal a'm c'halon. / Dre ar pemp gouli a'r basion / Hor bez hep mar klouar pardon.

1622
Référence : Do. p62

ar pemp skiant naturel

1659
Référence : LDJM.1 pg (les cinq) sens

pemp

1659
Référence : LDJM.1 pg cinq

ur wezh, div wezh, teir, peder, pemp gwezh

1659
Référence : LDJM.1 pg (vne fois, deux fois, trois fois, quatre fois, cinq) fois

pemp skiant naturel

1659
Référence : LDJM.1 pg (pemp) squiant (naturel)

11. Imprimit don e bemp Gouli / E goueled hor speredoù-ni; / Ha skrivit en hon eneoù / E groaz, e wad hag e dachoù.

1677
Référence : Do. p68

pemp kant

1732
Référence : GReg pg cinq (cens)

An arabaj a zo ul langaj ker fournis m'en deus mil hanv evit ur c'hleze, pemp-kant evit ul leon, daou-c'hant evit ar sarpant ha pevar-ugent evit ar mel.

1732
Référence : GReg pg arabe (La langue Arabe est si feconde qu'elle a 1000. noms pour signifier une épée , 500. pour le lyon, 100. pour le serpent , & 80. pour le miel.)

da bemp eur

1732
Référence : GReg pg a (cinq heures)

den yaouank adalek an oad a bevarzek vloaz bede pemp warn-ugent

1732
Référence : GReg pg adolescent

Lestr ar patriarch Noe (o kontañ dre bep ilinad un troadad-hanter) en devoa pevar-c'hant hag hanter-kant troadad hed, pemzek troadad ha tri-ugent a ledander, pemp troadad ha daou-ugent a uhelded ; hag ar prenest anezhañ en devoa un troadad hanter.

1732
Référence : GReg pg arche (de Noë)

pemp pe c'hwec'h-kant

1732
Référence : GReg pg a

pemp

1732
Référence : GReg pg cinq (terme numeral)

pemp

1732
Référence : GReg pg cinq (terme numeral)

pemp

1732
Référence : GReg pg cinq (terme numeral)

er bloavezh pemp kantved

1732
Référence : GReg pg (l'an) cinq (cens)

pemp gwech

1732
Référence : GReg pg cinq (fois)

pemp gwech

1732
Référence : GReg pg cinq (fois)

pemp gwech kemend-all

1732
Référence : GReg pg cinq (fois autant)

a bemp e bemp bloaz

1732
Référence : GReg pg (de) cinq (en cinq ans)

da bep pemp bloaz

1732
Référence : GReg pg (de) cinq (en cinq ans)

terzhienn a grog alies a wech en un deiz ; pe [terzhienn a grog] ur wech bep pemp pe c'hwec'h deiz.

1732
Référence : GReg pg fievre (Fievre intermittente)

pemp kement all

1732
Référence : GReg pg fois (Cinq fois autant.)

pemp skoed

1732
Référence : GReg pg franc (Quinze francs.)

Pemp gwenneg gopr em eus bep deiz.

1732
Référence : GReg pg gage (J'ai cinq sous par jour de gages.)

Pemp gwenneg gopr em eus bep dervezh.

1732
Référence : GReg pg gage (J'ai cinq sous par jour de gages.)

Evit va dervezh gopr am bez pemp gwenneg bemdez.

1732
Référence : GReg pg gage (J'ai cinq sous par jour de gages.)

Ur gammed muzulaj a gompren pemp troadad.

1732
Référence : GReg pg geometrique (Un pas geometrique est composé de cinq piez.)

ur gourhed, a gonter pemp troatad, ha daouzek gourhed, hanter-c'hant troatad hed

1732
Référence : GReg pg (une) brasse (se compte 5 pieds, 15 brasses, 50 pieds)

chapeled a bemp digenez

1732
Référence : GReg pg chapelet (de cinq dizaines)

A, pemp mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (A Cinq mil)

Pemp mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (D. Cinq mille), (V. Cinq mil)

pemp kant

1732
Référence : GReg pg chiffre (Q. Cinq cens)

pemp

1732
Référence : GReg pg chiffre (V. Cinq)

Pemp pe c'hwec'h-kant a vezo.

1850
Référence : GON.II p.90, livre second, « Il y aura cinq à six cents ».

Pemp park

1850
Référence : GON.II p.63, "Cinq champs".

Bremañ ur bloaz e oamp klañv ho[r]-pemp.

1850
Référence : GON.II p.64

chetu pemp gwenneg evit an distaol

1850
Référence : GON.II pg distol

evit pemp bloaz eo bet engoueslet

1850
Référence : GON.II pg eñgwestla

pemp

1850
Référence : GON.II pg pemp

pemp skoed na dalv ken

1850
Référence : GON.II pg pemp

a bemp e pemp bloaz

1850
Référence : GON.II pg pemp

Pemp warn-ugent

1850
Référence : GON.II p.24, "vingt-cinq".

war bemp

1850
Référence : GON.II p.9, introduction, "sur cinq".

Pemp

1850
Référence : GON.II p.23, livre premier, "cinq".

pemp kwele

1850
Référence : GON.II p.12, introduction, "cinq lits".

pemp

1850
Référence : GON.II p.12, introduction, "cinq".

pemp kad

1850
Référence : GON.II p.12, introduction, "cinq lièvres".

Kelenn a rin va mab, pa vezo deuet da bemp bloaz.

1850
Référence : GON.II p.68

Pemp puoc'h

1850
Référence : GON.II p.12, introduction, "cinq vaches"

Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou. Diwar nij e tiskenn e liorzh un tiig-soul oa eno e-kichen, o krediñ evit mat oa er wech-mañ diouti distag he gwallstropad, pa deu ur c'hozh tamm paotr, dezhañ pemp pe c'hwec'h vloaz - d'an oad-se ur bugel ne oar pe zroug ra c'hoazh - da sinklañ eeun outi ur maen gant e vatalm.

1867
Référence : MGK p20

ur werz nevez a zo savet, d'ur plac'hig yaouank ec'h eo graet; he deus bet un abid lien gwenn a gouste pemp skoed ar walenn. Pa oa an abid nevez graet, d'ar plac'hig yaouank eo plijet

1874
Référence : GBI.II p528

kemenerien am eus ivez d'ober din un abid nevez; d'ober din ur gotilhonenn hag a goust pemp skoed ar walenn

1874
Référence : GBI.II p262

Pa deuje ar soudarded a-zindan tenn deomp, e tleemp tennañ hor-pemp en un taol, ha, mar [d]eujed war hor lerc’h, tec’het dioc’htu ha dont en ur park pe en ur waremm all, atav o tont war-zu Berven.

1877
Référence : EKG.I. p.276

Ni hor-pemp hag ar sakrist a ya da ober ar furch dre an ti.

1877
Référence : EKG.I. p.121

Ha c’hwi, va bugale, azezit amañ, ho-pemp, da zibriñ pep a damm gant an dud vat-mañ.

1877
Référence : EKG.I. p.81

— Petra int deuet da vezañ ? Pemp e oamp a-raok Kergidu, ha bremañ n’omp mui nemet daou.

1878
Référence : EKG.II p.128

Pemp vras ha daou vihan a yoa : Herve, Katell, Ion an Deniel, Goulc’hen Abolier, an daou aelig bihan hag an Aotrou Krenn, ar pezh a rae seizh den krouet gant Doue.

1878
Référence : EKG.II p.83

Paeañ an teil, charreet ane[zh]añ ul lev hanter, gant kastell-estek ha pemp a gezeg, se zo arc'hant, a lâran dit !

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Eus a-douez kant den a wad rik, unan hepken en doa tec’het, ur plac’hig pemp bloaz a voe gwerzhet da varc’hadourien a ziavaez-[b]ro hag a gavis, deut d’he fevarzek vloaz, e ti Diviko, ar Pikton, ma oa sklavez gantañ, lakaet da valañ heiz.

1923
Référence : SKET p.22

Tri-c’hant pemp ha tri-ugent derez aour hag arc’hant, kement anezho hag ez eus a zeizioù e bloaz-heol bro Galdea, a gas eus troad an tour d’al lein anezhañ, e-lec’h ez eus ur maen yec’hedus ma vez pareet dre stekiñ outañ klañvourien gêr.

1923
Référence : SKET p.16

— Ha troc’het em eus ivez un tamm eus ar bos. Anez da se e oamp kollet ho[r]-[p]emp.

1925
Référence : BILZ2 p.147

bugel pemp bloaz

1931
Référence : VALL pg age

abretoc'h eget pemp eur

1931
Référence : VALL pg avant

N'en doa ket an arc'hant-se : ret e voe dezhañ amprestañ un hanter digant an Aotrou ar Bras, advoue e Gwengamp ; en ur ober pemp bloaz, e voe rentet gantañ.

1944
Référence : EURW.1 p13

C'hoari horell : pemp pe c'hwec'h, gant pep a vazh-dotu, a ra pep a doullig war an dachenn ha beg o bazh e-barzh.

1944
Référence : EURW.1 p23

Gab Winamant, ma zad-iou a en em engouestlas e bagad chouanted Herri de Saizy, hag a chomas pevar pe bemp bloaz gant ar fuzul war e chouk, da stourm evit « ar Feiz hag ar Vro ».

1944
Référence : EURW.1 p9

Ne chomis nemet pemp miz el lec'h-se koulskoude, rak war-dro miz Ebrel e tremenas dre eno un den hag am boa bet digarez da welout eno ur wech bennak c'hoazh, rak un dastumad fosilenned dezhañ a oa du-hont.

1985
Référence : DGBD p5

Ret eo sioulaat an traoù buan, hag evit an dra-se n'eus ket da glask pemp troad d'ar maout : dav implijout an teknikoù sioulaat hon eus gwelet un tamm bihan a-raok.

2015
Référence : DISENT p111

Er pevare solieradur emañ moarvat ar c'hambreier pemp steredenn rak kloz eo an holl dorioù hag ur sioulder klok a zo o ren.

2015
Référence : EHPEA p41

Note d'étude

Ur stumm kembraek eo "pump" a gaver dindan dorn Greg (1732).

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux