I.
Ag. niv.
A. Ag. peg.
1. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da arouezin traoù niveradus)
Pevar mui unan, peder mui unan.
Pemp baraenn, den, krouadur, ti. Pemp paotr yaouank. • Ur bugel pemp bloaz. • Ur veaj a bevar pe bemp miz. Ur velchonenn a bemp delienn. • Bep pemp bloaz e teu en-dro.
2. Trl. skeud.
Klask pemp troad d'ar maout*.
&
Seder evel pemp gwenneg*.
&
Na vezañ kollet, laeret e bemp gwenneg*.
&
Bezañ distagellet evit e bemp gwenneg*.
&
Bezañ en e bemp plijadur*.
&
Ken gwir ha ma 'zeus pemp biz* war ma dorn.
&
Gwelet pemp heol* o parañ.
B. Ag. pet.
1. (goude un ak. pe un anv den)
Pempvet.
Ar pennad pemp. Karl Pemp an impalaer.
2. (dirak ar ger eur)
Pempvet.
Pemp eur eo. Sevel da bemp eur.
II.
Rag. niv.
A. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll)
1. Pevar mui unan, peder mui unan.
Pep a bemp a vo roet deoc'h. Pemp zo ganin. Pemp a vugale en deus bet. Pemp vrav a saout.
[1878] A-benn un nebeud dervezhioù e voe kaset da Gemper gant an aotrou Gall, an aotrou Koarigou ha pemp pe c’hwec’h all eus an dud wellañ a yoa er vro.
2. Trl. skeud.
Kontañ pemp ha pevar, pemp (ha, pe) nav : komz a bep seurt traoù.
Atav e vez o vont hebiou, o kontañ pemp ha nav en ur dremen.
&
C'hwezh ar pemp kant : c'hwezh fall-put.
3. Adv.
(db. an dud, al loened, an traoù)
HOR-PEMP, HO-PEMP, O-FEMP : me - te, c'hwi, eñ pe hi - a gevret gant pevar, peder all.
Hor-pemp omp bet degemeret. O-femp ez aent d'ar porzh-mor. Bugale, deuit amañ ho-pemp da lavaret kenavo d'ho moereb.
[1877] Ha c’hwi, va bugale, azezit amañ, ho-pemp, da zibriñ pep a damm gant an dud vad-mañ.
[1877] Pa deuje ar soudarded a-zindan tenn deomp, e tleemp tennañ hor-pemp en un taol [...].
&
(en e furm vihanaat)
Hor-pempig, ho-pempig, o fempig : furm garantezus hor-pemp, ho-pemp, o-femp.
&
Pemp-ha-pemp : dre strolladoù a bemp elfenn.
B. Rag. pet.
1. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù)
Pempvet.
Ganet eo bet d'ar bemp a viz C'hwevrer 1993. D'ar bemp a viz Gwengolo.
2. (dirak warn-ugent)
Termen a dalvez da sevel raganvioù petvediñ a arouezer an deiziadoù ganto.
Ar bemp warn-ugent a viz Du.
III.
Adv. niv. (db. an dud, al loened, an traoù)
Pevar mui unan, peder mui unan.
Pemp emaint er strollad-se.
IV.
Niv. peg.
1. (db. an dud, al loened, an traoù)
Termen a dalvez da aroueziñ niver an unanennoù en anvioù-gwan niveriñ, er raganvioù niveriñ pe en adverboù niveriñ zo brasoc'h eget ugent.
Kant pemp (bloaz), pemp (bloaz) ha kant. Pemp (lezenn) ha hanter-kant.
2. (dirak ugent, kant, mil, milion ha miliard)
Termen a dalvez da sevel kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù.
Pemp mil (den, plac'h). Pemp-kant (lur, skoed).
V.
G. (ls. -où)
A.
1. Ur pemp, ar pemp : kartenn, pezh eus ur c'hoari zo merket pemp warni - warnañ - pe a dalvez pemp poent.
2. Adv.
A-bempoù : dre strolladoù a bemp elfenn.
&
A-bempoù : en dizurzh.
&
Trl.
Ober udb. a-bempoù : e ober buan-ha-buan ha hep aket.
B. Niveron.
1. Niver anterin a zeu da heul pevar.
An niver pemp.
2. Sifr a reer gantañ evit merkañ an niver a unanennoù, a zegadoù, h.a., zo en un niver.
Pemp eo sifr ar c'hantadoù en niver 8533.
&
Dre bempoù : dre strolladoù a bemp elfenn.
3. Anv a roer d'an arouezenn 5 a reer ganti evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul pevar.
EVEZH. : (a) kemm. blot. goude pemp rag. peg. ; (b) kemm. blot. war-lerc'h ar ger-mell e deroù pemp rag. pet.
En enor da Doe hon kroeas - da sant Tremeur, da sant Weltaz - ez e voe fontet an chapel-mañ - an Sul ken[t] fest an Spered Glan - ouzit bremañ an dat dre gont - mil pemp-kant eizh bloaz ha tregont
EN ENOR DA DOE ON CROEAS - DA SANT TREMEVR DA SANT VELTAZ - EZ E OVE FOVNTET AN CHAPEL MAN - AN ZVL KEN FEST AN SPERET GLAN - OVZIT BREMAN AN DAT DRE GONT - MIL PEMP KANT EIZ BLOAZ HA TREGONT
1538
Daveenn :
GReg
Enskrivadur war Chapel s. Tremeur e Kledenn-ar-C'hab
en bloaz mil pemp kant hanter-kant nemet unan
en bloaz mil pemp cant hanter cant nemet unan
1549
Daveenn :
ISYK.I
p112
Roit din, Mari, kontrision, / da cheñchañ leal a'm c'halon. / Dre ar pemp gouli a'r basion / Hor bez hep mar klouar pardon.
11. Reyt dyff, Mary, contrition, / Da sangaff leal a-m calon. / Dre-n pemp gouly a-n passion, / Hon bet hep mar clouar pardon.
1622
Daveenn :
Do.
p62
ar pemp skiant naturel
ar pemp squiãt naturel
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg (les cinq) sens
pemp
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg cinq
pemp skiant naturel
pemp squiant naturel
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg (pemp) squiant (naturel)
ur wezh, div wezh, teir, peder, pemp gwezh
vr vez, diuez, teir, pedeir, pemp guez
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg (vne fois, deux fois, trois fois, quatre fois, cinq) fois
11. Imprimit don e bemp Gouli / E goueled hor speredoù-ni; / Ha skrivit en hon eneoù / E groaz, e wad hag e dachoù.
11. Imprimit doûn e bemp Gouli / E gouelet hor speredou-ny; / Ha scrivit en hon enéou / E Groas, e oat, hag e dachou.
1677
Daveenn :
Do.
p68
An arabaj a zo ul langaj ker fournis m'en deus mil hanv evit ur c'hleze, pemp-kant evit ul leon, daou-c'hant evit ar sarpant ha pevar-ugent evit ar mel.
An arabaich a so ul langaich qer fourniçz ma èn deus mil hano evit ur c'hleze, pémp cand evit ul leon, daouc'hand evit ar sarpand, ha pévar-uguend evit ar mèl.
1732
Daveenn :
GReg
pg arabe (La langue Arabe est si feconde qu'elle a 1000. noms pour signifier une épée , 500. pour le lyon, 100. pour le serpent , & 80. pour le miel.)
Ur gammed muzulaj a gompren pemp troadad.
Ur gammed musulaich a gompren pemp troadad.
1732
Daveenn :
GReg
pg geometrique (Un pas geometrique est composé de cinq piez.)
da bemp eur
1732
Daveenn :
GReg
pg a (cinq heures)
den yaouank adalek an oad a bevarzek vloaz bede pemp warn-ugent
den yaoüancq adalec an oad a bévarzec vloaz bede pemp war'n-uguent
1732
Daveenn :
GReg
pg adolescent
ur gourhed, a gonter pemp troatad, ha daouzek gourhed, hanter-c'hant troatad hed
ur goured, a gountér pemp troatad, ha daoüzec goured, hanter-c'hant troadad hed
Daveenn :
GReg
pg chiffre (D. Cinq mille), (V. Cinq mil)
pemp kant
Pemp cant
1732
Daveenn :
GReg
pg chiffre (Q. Cinq cens)
pemp
1732
Daveenn :
GReg
pg chiffre (V. Cinq)
pemp
pémp
1732
Daveenn :
GReg
pg cinq (terme numeral)
pemp
peemp
1732
Daveenn :
GReg
pg cinq (terme numeral)
pemp
pump
1732
Daveenn :
GReg
pg cinq (terme numeral)
pemp kant
pémp cant
1732
Daveenn :
GReg
pg cinq (cens)
er bloavezh pemp kantved
er bloazvez pémp cantvet
1732
Daveenn :
GReg
pg (l'an) cinq (cens)
pemp gwech
pémp güeach
1732
Daveenn :
GReg
pg cinq (fois)
pemp gwech
peemp güeh
1732
Daveenn :
GReg
pg cinq (fois)
a bemp e bemp bloaz
a bemp-ê-bemp bloaz
1732
Daveenn :
GReg
pg (de) cinq (en cinq ans)
pemp gwech kemend-all
pemp güeach qement all
1732
Daveenn :
GReg
pg cinq (fois autant)
da bep pemp bloaz
1732
Daveenn :
GReg
pg (de) cinq (en cinq ans)
pemp skoed
pemp scoëd
1732
Daveenn :
GReg
pg franc (Quinze francs.)
pemp kement all
pemp qement all
1732
Daveenn :
GReg
pg fois (Cinq fois autant.)
terzhienn a grog alies a wech en un deiz ; pe [terzhienn a grog] ur wech bep pemp pe c'hwec'h deiz.
terzyenn a grog alyes a veaich èn un deiz ; pe [terzyenn a grog] ur veach bep pemp pe c'huëc'h deiz.
1732
Daveenn :
GReg
pg fievre (Fievre intermittente)
Evit va dervezh gopr am bez pemp gwenneg bemdez.
Evit va dervez-gopr am bèz pemp guënnecq bemdez.
1732
Daveenn :
GReg
pg gage (J'ai cinq sous par jour de gages.)
Pemp gwenneg gopr em eus bep dervezh.
Pemp guënnecq gopr èm eus bep dervez.
1732
Daveenn :
GReg
pg gage (J'ai cinq sous par jour de gages.)
Lestr ar patriarch Noe (o kontañ dre bep ilinad un troadad-hanter) en devoa pevar-c'hant hag hanter-kant troadad hed, pemzek troadad ha tri-ugent a ledander, pemp troadad ha daou-ugent a uhelded ; hag ar prenest anezhañ en devoa un troadad hanter.
lestr ar patryarch Noë (o counta dre bep ilinad un troadad-hanter) èn devoa pévar c'hand hac hanter-c'hand troadad hed, pémzec troadad ha tryuguend a ledander, pémp troadad ha daoü uguend a uhélded ; hac ar prenest anezâ èn devoa un troadad hanter.
1732
Daveenn :
GReg
pg arche (de Noë)
pemp pe c'hwec'h-kant
pemp pe c'hüec'h cant
1732
Daveenn :
GReg
pg a
Pemp gwenneg gopr em eus bep deiz.
Pemp guënnecq gopr èm eus bep déz.
1732
Daveenn :
GReg
pg gage (J'ai cinq sous par jour de gages.)
pemp
1850
Daveenn :
GON.II
p.12, introduction, "cinq".
Chetu pemp gwenneg evit an distaol.
Chétu pemp kwennek évid ann distol.
1850
Daveenn :
GON.II
pg distol (Voilà cinq sous pour l'appoint).
Evit pemp bloaz eo bet engoueslet.
Evit pemp ploaz eo béd eñgwestlet.
1850
Daveenn :
GON.II
pg eñgwestla (il a été engagé, enrôlé pour cinq ans).
Daveenn :
GON.II
p.90, livre second, « Il y aura cinq à six cents ».
Pemp park
1850
Daveenn :
GON.II
p.63, "Cinq champs".
Bremañ ur bloaz e oamp klañv ho[r]-pemp.
Brémañ eur bloaz é oamp klañv hon pemp.
1850
Daveenn :
GON.II
p.64
Kelenn a rin va mab, pa vezo deuet da bemp bloaz.
Kélenn a rinn va mâb, pa vézô deûd da bemp ploaz.
1850
Daveenn :
GON.II
p.68
Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou. Diwar nij e tiskenn e liorzh un tiig-soul oa eno e-kichen, o krediñ evit mat oa er wech-mañ diouti distag he gwallstropad, pa deu ur c'hozh tamm paotr, dezhañ pemp pe c'hwec'h vloaz - d'an oad-se ur bugel ne oar pe zroug ra c'hoazh - da sinklañ eeun outi ur maen gant e vatalm.
Koulm baour, gwelet e voe gant eur gup krabanek o sacha war he lerc'h, evel eul laer tec'het, eur pennad reun torret. Ar gup a ia d'ezhi, digor ha lemm he vek, pa gouez war-n-han, d'he dro, evel eur mean pounner, euz a greiz ann envou, eur pez labouz, eunn er. Epad m'edo 'nn daou-man oc'h enn em gribinat, ar goulm ha kuit e-biou. Diwar nij e tisken e liorz eunn tiik-soul voa eno e-kichen, o kredi evit mad voa er weach-man diout-hi distag he gwall stropad, pa deu eur c'hoz tamm paotr, d'ezhan pemp pe c'houeac'h vloaz, - d'ann oad-ze eur bugel ne c'hoar pe zroug ra c'hoaz - da zinkla eeun out-hi eur mean gant he valtamm.
1867
Daveenn :
MGK
p20
ur werz nevez a zo savet, d'ur plac'hig yaouank ec'h eo graet; he deus bet un abid lien gwenn a gouste pemp skoed ar walenn. Pa oa an abid nevez graet, d'ar plac'hig yaouank eo plijet
ur werz newez a zo savet, d'ur plac'hik iaouank hec'h eo grêt; 'd-eùs bet un abit lienn-gwenn a gouste pemp skoed ar walenn. Pa oa an abit-newe grêt, d'ar plac'hik iaouank eo plijet.
1874
Daveenn :
GBI.II
p528
kemenerien am eus ivez d'ober din un abid nevez; d'ober din ur gotilhonenn hag a goust pemp skoed ar walenn
kemenerrien am eûs iwe, d'ober d'in un abit-newe; d'ober d'in ur gotillonenn hag a goust pemp skoed ar walenn
1874
Daveenn :
GBI.II
p262
Ha c’hwi, va bugale, azezit amañ, ho-pemp, da zibriñ pep a damm gant an dud vat-mañ.
Ha c’houi, va bugale, azezit aman, ho pemp, da zibri peb a damm gand an dud vad-man.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.81
Ni hor-pemp hag ar sakrist a ya da ober ar furch dre an ti.
Ni hor pemp hag ar zakrist a ia da ober ar furch dre an ti.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.121
Pa deuje ar soudarded a-zindan tenn deomp, e tleemp tennañ hor-pemp en un taol, ha, mar [d]eujed war hor lerc’h, tec’het dioc’htu ha dont en ur park pe en ur waremm all, atav o tont war-zu Berven.
Pa deuche ar zoudarded azindan tenn d’eomp, e tliemp tenna hor pemp enn eun taol, ha, mar teuchet var hor lerc’h, tec’het dioc’htu ha dont enn eur park pe enn eur goaremm-all, atao o tont varzu Berven.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.276
Pemp bugel a roas dezho an Aotrou Doue, tri mab ha div verc’h.
Pemp bugel a roaz d’ezho an Aoutrou Doue, tri map ha diou verc’h.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.175
A-benn un nebeud dervezhioù e voe kaset da Gemper gant an aotrou Gall, an aotrou Koarigou ha pemp pe c’hwec’h all eus an dud wellañ a yoa er vro.
A-benn eun nebeut dervesiou e oue kaset da Gemper gand an Aoutrou Gall, an Aoutrou Coarigou ha pemp pe c’houeac’h-all euz an dud vella a ioa er vro.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.288
Pa varvas he fried, e teuas, gant he femp krouadur, da chom da Gastell.
Pa varvaz he fried, e teuaz, gand he femp kraouadur [sic], da jom da Gastel.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.216
Pemp vras ha daou vihan a yoa : Herve, Katell, Ion an Deniel, Goulc’hen Abolier, an daou aelig bihan hag an Aotrou Krenn, ar pezh a rae seizh den krouet gant Doue.
Pemp vraz ha daou vian a ioa : Herve, Katel, Ion an Deniel, Goulc’hen Abolier, an daou elig bian hag an Aoutrou Cren, ar pez a rea seiz den krouet gand Doue.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.83
— Petra int deuet da vezañ ? Pemp e oamp a-raok Kergidu, ha bremañ n’omp mui nemet daou.
— Petra int deuet da veza ? Pemp oamp araok Kergidu, ha breman n’omp mui nemed daou.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.128
Paeañ an teil, charreet ane[zh]añ ul lev hanter, gant kastell-estek ha pemp a gezeg, se zo arc'hant, a lâran dit !
Paean an teil, charreet anean ul leo hanter, gand kastel-estek ha pemp a gezek, ze zo arc'hant, a laran d'it !
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1
Tri-c’hant pemp ha tri-ugent derez aour hag arc’hant, kement anezho hag ez eus a zeizioù e bloaz-heol bro Galdea, a gas eus troad an tour d’al lein anezhañ, e-lec’h ez eus ur maen yec’hedus ma vez pareet dre stekiñ outañ klañvourien gêr.
Tri c’hant pemp ha tri-ugent derez aour hag arc’hant, kement anezo hag ez eus a zeiziou e bloaz-heol bro Galdea, a gas eus troad an tour d’al lein anezan, e-lec’h ez eus eur maen yec’hedus ma vez pareet dre steki outan klanvourien gêr.
1923
Daveenn :
SKET
p.16
Eus a-douez kant den a wad rik, unan hepken en doa tec’het, ur plac’hig pemp bloaz a voe gwerzhet da varc’hadourien a ziavaez-[b]ro hag a gavis, deut d’he fevarzek vloaz, e ti Diviko, ar Pikton, ma oa sklavez gantañ, lakaet da valañ heiz.
Eus a-douez kant den a wad rik, unan hepken en doa tec’het, eur plac’hig pemp bloaz a voe gwerzet da varc’hadourien a ziavaez-vro [sic] hag a gavis, deut d’he fevarzek vloaz, e ti Diviko, ar Pikton, ma oa sklavez gantan, lakaet da vala heiz.
1923
Daveenn :
SKET
p.22
— Ha troc’het em eus ivez un tamm eus ar bos. Anez da se e oamp kollet ho[r]-[p]emp.
— Ha troc’het am eus ive eun tamm eus ar bos. Anez da ze e oamp kollet hon femp.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.147
bugel pemp bloaz
1931
Daveenn :
VALL
pg age
abretoc'h eget pemp eur
1931
Daveenn :
VALL
pg avant
C'hoari horell : pemp pe c'hwec'h, gant pep a vazh-dotu, a ra pep a doullig war an dachenn ha beg o bazh e-barzh.
C'hoari horell. Pemp pe c'houec'h, gant pep a vaz-dotu, a ra bep [sic, pep] a doullig war an dachenn ha beg o baz e-barz.
1944
Daveenn :
EURW.1
p23
Gab Winamant, ma zad-iou a en em engouestlas e bagad chouanted Herri de Saizy, hag a chomas pevar pe bemp bloaz gant ar fuzul war e chouk, da stourm evit « ar Feiz hag ar Vro ».
Gab Winamant, ma zad-you a en em engouestlas e bagad Chouanted Herri de Saizy, hag a chomas pevar pe bemp bloaz gant ar fuzul war e chouk, da stourm evit « ar Feiz hag ar Vro ».
1944
Daveenn :
EURW.1
p9
N'en doa ket an arc'hant-se : ret e voe dezhañ amprestañ un hanter digant an Aotrou ar Bras, advoue e Gwengamp ; en ur ober pemp bloaz, e voe rentet gantañ.
N'en doa ket an arc'hant-se : ret e voe d'ezañ ampresta eun hanter digant an Aotrou ar Bras, advoue e Gwengamp ; en ur ober pemp bloaz, e voe rentet gantañ.
1944
Daveenn :
EURW.1
p13
Ne chomis nemet pemp miz el lec'h-se koulskoude, rak war-dro miz Ebrel e tremenas dre eno un den hag am boa bet digarez da welout eno ur wech bennak c'hoazh, rak un dastumad fosilenned dezhañ a oa du-hont.
1985
Daveenn :
DGBD
p5
Er pevare solieradur emañ moarvat ar c'hambreier pemp steredenn rak kloz eo an holl dorioù hag ur sioulder klok a zo o ren.
2015
Daveenn :
EHPEA
p41
Ret eo sioulaat an traoù buan, hag evit an dra-se n'eus ket da glask pemp troad d'ar maout : dav implijout an teknikoù sioulaat hon eus gwelet un tamm bihan a-raok.
2015
Daveenn :
DISENT
p111
Notennoù studi
Ur stumm kembraek eo "pump" a gaver dindan dorn Greg (1732).