Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ag. niv. 1. Ag. peg. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus) Niver zo par da bevarzek mui unan. Ur c'hrennard, ur grennardez pemzek vloaz. Pemzek gwech. 2. Ag. pet. (goude un ak.) Pemzekvet. Ar gentel pemzek. II. Rag. niv. 1. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll) Niver zo par da bevarzek mui unan. 2. Rag. pet. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù) Pemzekvet. Graet e vo an eured d'ar bemzek eus ar miz a zeu. Ar bemzek a viz Eost. III. Niv. peg. 1. Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan niveriñ, raganvioù niveriñ pe adverboù niveriñ zo brasoc'h eget pevarzek ha tri-ugent. Pemzek (den) ha pevar-ugent. 2. ( dirak ugent, kant, mil, mil ion, miliard) Termen a dalvez da sevel ugentadoù, kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù. Pemzek-kant : mil pemp-kant. Pemzek-kant den. Pemp ha pemzek kant. Ur gêr pemzek-kant vloaz. IV. Impl. da ak. Niveron. 1. Niver anterin a zeu da heul pevarzek. An niver pemzek. 2. Anv a roer d'an heuliad arouezennoù 15 a reer gantañ evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul pevarzek. EVEZH. : (a) Kemm. blot. goude "pemzek" rag. peg. ; (b) Kemm. blot. war-lerc'h ar gm. e deroù "pemzek" rag. pet.

Skouerioù istorel : 
25
Kuzhat roll ar skouerioù

pemzek

1499
Daveenn : LVBCA p160 (quinze)

pemdek gwezh

1499
Daveenn : LVBCA p92, 160 (quinze foiz)

pemzek

1659
Daveenn : LDJM.1 pg quinze

Lestr ar patriarch Noe (o kontañ dre bep ilinad un troadad-hanter) en devoa pevar-c'hant hag hanter-kant troadad hed, pemzek troadad ha tri-ugent a ledander, pemp troadad ha daou-ugent a uhelded ; hag ar prenest anezhañ en devoa un troadad hanter.

1732
Daveenn : GReg pg arche (de Noë)

a-benn pemzek deiz

1732
Daveenn : GReg pg (au) bout (de 15 jours)

en ur Rozera ez eus pemzek digenez

1732
Daveenn : GReg pg (il y a quinze) dizaines (dans un Rosaire)

en ur Rozer, en ur saotier, e vez pemzek merkad

1732
Daveenn : GReg pg (il y a quinze) dizaines (dans un Rosaire)

pemzek livr

1732
Daveenn : GReg pg franc (Quinze francs.)

ar pemzek salm grazal

1732
Daveenn : GReg pg graduel (Les Pseaumes Graduels.)

Pemzek pe c'hwezek den e vezimp.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, « Nous serons quinze à seize personnes ».

Ouc'hpenn pemzek vloaz he deus.

1850
Daveenn : GON.II p.89, livre second, « Elle a plus de quinze ans ».

Pemzek kant den

1850
Daveenn : GON.II p.63

Pemzek

1850
Daveenn : GON.II p.23, livre premier, "quinze".

N'he doa ket pemzek vloaz fournis.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg fournis (Elle n'avait pas quinze ans révolus).

pemzek

1850
Daveenn : GON.II pg pemzék

a-benn pemzek deiz

1850
Daveenn : GON.II pg pemzék

pemzek ugent

1850
Daveenn : GON.II pg pemzék (-ugeñt)

Ar vamm-giez a c'houlenn outi / Pemzek dervezhiad all da chom c'hoazh en he zi ; / — « Rak, emezi, va bugale / Yaouank-flamm ne c'houzont bale. »

1867
Daveenn : MGK p107-108

Traoù ker kriz hag ar re-se a erruas e meur a lec’h, ha yenaat a ra kalon un den en e greiz ouzh o c’hontañ ; ne lavarin deoc’h nemet an dra-mañ : Gwelet a raed, er parrezioù diwar ar maez, bandennoù tud, pemzek pe ugent asambles, ganto armoù ha fuzulioù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.190

Tan-gwall - Ar pemzek deus ar miz-mañ, an tan a zo bet krog en ti an itron Pichon. ‘Barzh ar c’hrignol eo e krogas, da gentañ, o teviñ bernio[ù] greun a oa bet lakaet eno. Ac’hane e savas dre an doenn hag e tiskaras ane[zh]i. Gallet e [v]oe harz ane[zh]añ da grigiñ ‘barzh an tier all. Be[z]añ zo bet, koulskoude, meur a goll.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

An aotrou Leskorr a ginnigas d’e vestrez ur walenn aour eus ar re gaerañ, hag en argouroù en deus roet dezhi pemzek kant skoed leve.

1925
Daveenn : BILZ2 p.154

pemzek dervezhiad barv

1931
Daveenn : VALL pg barbe

Pemzek vloaz he doa ha kregiñ a rae da vezañ plac'h yaouank.

1944
Daveenn : EURW.1 p44

a-raok ar bemzek a viz Even

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 5

Kregiñ a ra da ren buhez sioul al lestr, a vo va hini e-doug pemzek devezh all c'hoazh.

1985
Daveenn : DGBD p11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial