I.
Ag. niv.
A. Ag. peg.
1. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus)
Niver zo par da nav mui unan.
Dek bugel. Dek dar. Dek gwezh. Dek ti. Er vro-se e kouezh ouzhpenn dek metrad dour ar bloaz.
&
Un dek lur, (un) dek lur bennak : war-dro dek lur.
2. Trl.
Dek gourc'hemenn* Doue.
B. Ag. pet.
1. (goude un ak.)
Dekvet.
Ar bajenn dek. Al levrenn dek.
2. (dirak ar ger eur)
Dekvet.
Dek eur eo. Dek eur ha kard.
II.
Rag. niv.
A. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll)
1. Niver zo par da nav mui unan.
Un dek bennak a vugale. Gwelet a reas war al lenn un houadez, dek vihan d'he heul. Dek war un dra. Dek bep gwezh, dek bep tro.
2. Trl.
Unan a zek, dre zek, diwar zek, bep dek, seul dek : un elfenn eus un teskad a zek den, loen pe dra, a zigemmer diouzh an elfennoù all zo strollet ganti.
B. Rag. pet. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù)
Dekvet.
An dek a viz Gwengolo.
III.
Niv. peg.
1. Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan niveriñ, raganvioù niveriñ pe adverboù niveriñ zo brasoc'h eget nav ha tri-ugent. Dek (gwezh) ha tri-ugent. Dek (ki) ha pevar-ugent. Dek (den) ha kant, kant dek (den). Dek ha c'hwec'h-ugent.
2. (dirak kant, mil, milion, miliard)
Termen a dalvez da sevel kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù.
Dek milion en deus gwerzhet e di. Dek mil den a oa eno.
&
Dek-kant : mil.
Dek-kant den. Ur prof a zek-kant lur.
&
ROUEZ
Dek-kant mil : ur milion.
&
ROUEZ
Dek-kant milion : ur miliard.
3. Impl. da ak. Niveron.
Niver anterin a zeu da heul nav.
An niver dek.
EVEZH.
Kemm. blot. goude "dek" rag. peg.
32. Homañ a c'houzañvas marv en amzer an impalaer Maksentius, pe hervez un re arall Maksiminus an tirant, peheni a gomañsas regnañ war-dro an bloaz [eus] hor Salver tri-c'hant ha dek.
32. homan a gouzauas marou en amser an impalarz maxentius, pe heruez vn re arall maximinus an tirant, peheny a comancas regna oar tro en bloaz hon saluer tricant ha dec,
1576
Daveenn :
Cath
p25
dek
dec
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg dix
dek da bep tro
decq da bep tro
1732
Daveenn :
GReg
pg dix (à chaque fois)
eizh-dek
eih-decq
1732
Daveenn :
GReg
pg dix(-huit)
un dek bennak
un decq-bennac
1732
Daveenn :
GReg
pg dizaine
un dek
un decq
1732
Daveenn :
GReg
pg dizaine
un dek pistol bennak
un decq Pistol bennac
1732
Daveenn :
GReg
pg (une) dizaine (de Pistoles)
evit dek livr ar walenn
evit dec livr ar voaleñ
1732
Daveenn :
GReg
pg à (dix livres l'aulne)
Bez' en deus bet evit e vab un abatiaj a zek mil lur leve.
Bez' en deus bet evit e vap un abatyaich azec mil livr leve.
1732
Daveenn :
GReg
pg abbaye
nav pe zek mil
nao pe zec mil
1732
Daveenn :
GReg
pg a
war-dro dek mil
vardro dec mil
1732
Daveenn :
GReg
pg a
e-tro dek mil
étro dec mil
1732
Daveenn :
GReg
pg a
N'en em gavas anezho nemet dek en holl.
N'en hem gavas anézo nemed decq èn oll.
1732
Daveenn :
GReg
pg gros (Il ne s'en trouva que dix tout en gros.)
Daveenn :
GON.II
p.90, livre second, « J'ai vu neuf à dix ».
Dek bloaz zo abaoe m’hoc’h anavezan.
Dég bloaz zô abaoé m’hoc’h anavézann.
1850
Daveenn :
GON.II
p.84, livre second, (Il y a dix ans que je vous connais).
Pegement a root-hu deomp ? Dek skoed a roin deoc’h, hag unan d’ho mab.
Pégémeñd a rôot-hu d’é-omp ? Dék skôed a rôinn d’é-hoc’h, hag unan d’hô mâb.
1850
Daveenn :
GON.II
p.61, "Combien nous donnerez-vous ? Je vous donnerai dix écus, et un à votre fils".
Dek buoc’h
Dék bioc’h
1850
Daveenn :
GON.II
p.63
Chom a rejont eno dek vloaz.
Choum a rézoñd énô dég vloaz.
1850
Daveenn :
GON.II
p.98 (Ils y vécurent dix ans [avec leurs femmes]).
Grit deomp un alumenn a zek vi.
Grid d'é-omp eunn alumen a zék vî.
1850
Daveenn :
GON.II
pg alumen (Faites-nous une omelette de dix œufs).
Un dek skoed
Eunn dék skoéd
1850
Daveenn :
GON.II
pg dék ou dég (un dizaine d'écus).
dek
dék
1850
Daveenn :
GON.II
pg dék ou dég (comme substantif dans le sens de dizaine, total composé de dix).
komz a reas evel dek ha den n'er selaoue
komz a reaz evel dek, ha den n'her selaoue
1867
Daveenn :
MGK
p1
Delande 'vel m'en deus klevet, abijoù gwarnizon en deus gwisket ha 'trezek Plouilio eo aet gant nav pe dek eus e baotred
Delande 'vel m'hen deûs klewet, abijo gwarnizon 'n eûs gwisket ha trezeg Plouillo eo êt gant nao pe dek euz e botred
1874
Daveenn :
GBI.II
p212
Dek soudard, o c’hontet mat em eus, a dro beg o fuzulioù war-zu ennañ ; krediñ a raen edont o vont d’e zrailhañ... ha va c’halon a zaouhantere etre ar spont hag al levenez !...
Dek soudard, ho c’hountet mad em euz, a dro bek ho fuziliou varzu ennhan ; kredi a rean edont o vont d’he zrailla... ha va c’haloun a zaou-hantere etre ar spount hag al levenez !...
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.186
E Landeboc’her, paotred Gwilhoù Berthou hag o amezeien, da c’hedal anezho da vont kuit, a yoa en em guzhet a-dreñv ur c’hleuz, e kichen an ti, ha p’edo ar soudarded, leun o c’hof, o vont a-biou dezho, a-hed an hent, a laoskas warnezho pep a denn hag a ziskaras un dek pe zaouzek.
E Landeboc’her, paotred Guillou Berthou hag ho amezeien, da c’hedal anezho da vont kuit, a ioa en em guzet adren eur c’hleuz, e kichen an ti, ha p’edo ar zoudarded, leun ho c’hof, o vont a-biou d’ezho, a-hed an hent, a laoskaz varnezho beb a denn hag a ziskaraz eun dek pe zaouzek.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.16
deut d'e zek, d'e ugent vloaz
deut d'e zek, d'e ugent vloaz
1931
Daveenn :
VALL
pg age (âgé de dix, vingt ans)
d'e zek vloaz
1931
Daveenn :
VALL
pg à2 (à l'âge de dix ans)
bugel dek vloaz
1931
Daveenn :
VALL
pg age
en e zek vloaz
1931
Daveenn :
VALL
pg à2 (à l'âge de dix ans)
en e zek vloaz, e ugent vloaz
1931
Daveenn :
VALL
pg age (âgé de dix, vingt ans)
Tosenn Sant-Weltaz a zo ur voudenn ront a zek troatad uhelder, savet gant brezelidi gent war lein menez Kenekilheg, hag a servijas dezho da gastell-kreñv.
Tosenn Sant-Weltas a zo eur voudenn rond a zek troatad uhelder, savet gant brezelidi-gent war lein menez Kene-Kilheg, hag a servijas d'ezo da gastell-kreñv.
1944
Daveenn :
EURW.1
p16
D'an abardaez e vezemp distro d'ar gêr, hag ar vuhez skol a gendalc'he, didrouz, didrabas, betek graet ganin ma fask kentañ, d'am dek vloaz.
D'an abardaez, e vezemp distro d'ar gêr, hag ar vuhez skol a gendalc'he, didrouz, didrabas, betek graet ganin ma fask kenta, d'am dek vloaz.
1944
Daveenn :
EURW.1
p28
Er bañsion genta, an hini 500 lur, e oa bugale an noblañs ; ne oant ket dek etre holl.
Er bañsion genta, an hini 500 lur, e oa bugale an noblañs ; ne oant ket dek etre-holl.
1944
Daveenn :
EURW.1
p32
Ne welis ket eta en taol-se an hentoù dour strizh pe ledan hon eus heuliet hag ur wech hepken on bet dihunet : aet e oa ar vag, en ur gemer re verr ur gilblegenn, da dourtañ ar papurus, hag un dek munut bennak a voe ret goude evit he disac'hañ ac'hano.