Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ag. niv. A. Ag. peg. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus) Niver zo par da c'hwezek mui unan. Yaouank e oa, etre c'hwezek ha seitek vloaz. B. Ag. pet. (goude un ak. pe un anv den) 1. Seitekvet. Ar gentel seitek. 2. Trl. YANN SEITEK : patrom ar genaoueg. & Dre gunuj. Yann seitek ! : genaoueg. II. Rag. niv. 1. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll) Niver zo par da c'hwezek mui unan. Seitek a vugale. 2. Rag. pet. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù) Seitekvet. Ar seitek a viz Gouere. III. Niv. peg. 1. Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan niveriñ, raganvioù niveriñ pe adverboù niveriñ zo brasoc'h eget c'hwezek ha tri-ugent. Seitek ha pevar-ugent. 2. (dirak ugent, kant, mil, milion ha miliard) Termen a dalvez da sevel ugentadoù, kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù. Seitek-ugent : tri-c'hant ha daou-ugent. Seitek-kant : mil seizh-kant. Seitek-kant vloaz. IV. Impl. da ak. NIVERON. 1. Niver anterin a zeu da heul c'hwezek. An niver seitek. 2. Anv a roer d'an heuliad arouezennoù 17 a reer gantañ evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul c'hwezek. EVEZH. : kemm. blot. goude seitek rag. peg.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

seitek

1499
Daveenn : LVBCA p180

Neuze Sanktez Katell pehini a yoa en oad a seitek vloaz pan oa en he falez, karget a bep pinvidigezh hag a servijerien[,] merc'h unik d'he zad ha d'he mamm : pan glevas an brud hag an c'hri a edoa gant bep seurt anevaled pere a brezanted evit o sakrifiañ, hag an joa a rae an re a gane inkontinant ez kasas ur mesajer evit enklask, petra oa an dra-se.

1576
Daveenn : Cath p5

seitek

1659
Daveenn : LDJM.1 pg seitec

seitek

1732
Daveenn : GReg pg dix(-sept)

seitek gwech

1732
Daveenn : GReg pg dix(-sept fois)

seitek kement

1732
Daveenn : GReg pg dix(-sept fois autant)

seitek ugent

1850
Daveenn : GON.II pg seiték

seitek

1850
Daveenn : GON.II p.24, "dix-sept".

seitek

1850
Daveenn : GON.II pg seiték

Anna he doa naontek vloaz, ha Per seitek hanter.

1878
Daveenn : EKG.II p.171

Ret e voe d'ar "re zilezet" en em harnezañ, sammañ o sac'h, kregiñ en o fuzuilh ha mont en hent... En o zouez en em gave Yann Seitek hag e gamalad yaouankoc'h Pêr Mahe

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Setu me eta erru e penn va beaj goude seitek devezhiad treizh.

1985
Daveenn : DGBD p25

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial