M. Pet zo a'n euvroù a drugarez ? D. Seizh spirituel ha seizh korporel. M. Livirit ar re spirituel. D. 1. Kelenn ar re ignorant. 2. Korrijañ ar re a fazi. 3. Reiñ kuzul mat d'ar re o devez ezhomm. 4. Koñsoliñ ar re dezolet. 5. Dougen pasiantamant an injuroù. 6. Pardoniñ an ofañsoù. 7. Pediñ evit ar re vev hag ar re varv hag evit ar re a zeu d'hor persekutiñ. M. Livirit ar re gorporel. D. 1. Reiñ da zebriñ d'ar beorien o devez naon. 2. Reiñ da evañ d'ar re o devez sec'hed. 3. Gwiskañ ar re noazh. 4. Delivrañ ar brizonerien. 5. Vizitañ ar re glañv. 6. Lojañ ar belerined hag an estrañjerien. 7. Enteriñ ar re varv.
« Daou vloaz en deus kollet, seizh vloaz all a gollo, / Ha kement liard en deus[,] eus e yalc'h a yelo ; / Evit reiñ skiant dezhañ[,] er c'hrazañ, pa vez ret, / M'er c'hraz… An Aotrou Doue n'en doa peurlavaret, » / M'en em gavas eno e dieg pleget e benn, / e zaoulagad bremañ digor d'ar sklêrijenn.
« Gouenn ar Gelted, Adaqi he luskellas, — En Amzer-gent ; — He luskellas e yaouankiz an deiz ; — He luskellas e gwrez ar c’hreistevezh ; — He luskellas e ruzder an abardaez, en Amzer-gent ; — Pa gouehze an dourioù sakr eus ar c’hrec’hioù neñvel, — Ha ma luc’he seizh liv ar ganevedenn a-us da islonk an doureier. »
E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".
Gwigourat a ra gwikefre merglet an horolaj, o rakseniñ tintadoù seizh eur-noz.
Va seizh gwellañ a ris d'e lakaat da chom ganin, rak gouzout a raen mat penaos e vez touellet ar re yaouank-se gant buhez ar c'hêrioù, ha santout a raen penaos e trofe an traoù evitañ. En aner !
Lennegezh ar brezhoneg diouzh he zu, a serro un oberenn all c'hoazh en he yalc'h, unan savet en ur yezh am bo graet va seizh gwellañ d'he skrivañ reizh ha difazi...
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
seizh-