Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. niv. A. Ag. peg. 1. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus) Niver zo par da c'hwec'h mui unan. Seizh kambr, seizh vloaz. Ur fuzuilh a seizh tenn. 2. Trl. Bezañ, kousket dindan ar seizh amzer : bezañ, kousket er-maez, hep goudor. Ur c'haezh martolod dindan ar seizh amzer. & Embann udb. d'ar seizh avel : e reiñ da c'houzout d'an holl. & Ar seizh dienez : ar baourentez vrasañ. & Lavaret ar seizh seurt (ruz) eus ub. : kontañ traoù drouk diwar e benn. & Teuler ar seizh anv divalav war ub. : huchal warnañ. Ar c'helenner a daole war ar paotrig ar seizh anv divalav. & Seizh Marzh, Burzhud ar bed : seizh pennoberenn gaerañ an Henamzer. Tour-tan Aleksandria a oa unan eus seizh Marzh ar bed. & Bezañ seizh bloavezh kompren en ub. : na vezañ fin-kaer. & Ar seizh pec'hed (marvel) : ar seizh pec'hed pennañ renablet gant an Iliz. & Ober e seizh gwellañ, e seizh posupl : ober eus e wellañ. [1954] Va seizh gwellañ a ris a-hed ar bloaz evit ober plijadur d’am mamm ha da Soaz Sapeur [...]. [1985] Va seizh gwellañ a ris d'e lakaat da chom ganin [...]. & Diw. vousgoap Seizh plijadur ha dek ouzhpenn (a hetan dit, deoc'h) : bomm a zistager da ub. en deus d'ober udb. diaes pe displijus. B. Ag. pet. 1. (goude un ak. pe un anv den) Seizhvet. Al levrenn seizh. Herri VII Tudor, roue Bro-Saoz. 2. (dirak ar ger eur) Seizhvet. Seizh eur nemet kard eo. II. Rag. niv. A. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll) 1. C'hwec'h mui unan. Seizh a vo aze. Seizh ha tri zo dek. 2. Adv. (db. an dud, al loened, an traoù) HON-SEIZH, HO-SEIZH, O-SEIZH : "me" - "te", "c'hwi", "eñ" pe "hi" - a-gevret gant c'hwec'h all. Ni hor-seizh. Merc'hed en oad e oant o-seizh. O-seizh e voent furchet. & Seizh-ha-seizh : dre strolladoù a seizh elfenn. B. Rag. pet. 1. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù) Seizhvet. Ar seizh a viz Mezheven. 2. (dirak warn-ugent) Termen a dalvez da sevel raganvioù petvediñ a arouezer an deiziadoù ganto. Ar seizh warn-ugent a viz Kerzu. III. Niv. peg. 1. (db. an dud, al loened, an traoù) Termen a dalvez da aroueziñ niver an unanennoù en anvioù-gwan niveriñ, er raganvioù niveriñ pe en adverboù niveriñ zo brasoc'h eget ugent. Seizh (bro) ha tregont. 2. (dirak kant, mil, milion ha miliard) Termen a dalvez da sevel kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù. • Seizh-kant vloaz. Seizh mil den. Seizh-kant mil levr. IV. G. (ls. -où) A. Ur seizh, ar seizh : kartenn, pezh eus ur c'hoari zo merket seizh warni -warnañ- pe a dalvez seizh poent. B. NIVERON. 1. Niver anterin a zeu da heul c'hwec'h. An niver seizh. 2. Sifr a reer gantañ evit merkañ an niver a unanennoù, a zegadoù h.a. zo en un niver. Seizh eo niver an unanennoù en niver 457. 3. Anv a roer d'an arouezenn 7 a reer ganti evit skrivan an niver anterin a zeu da heul c'hwec'h. EVEZH. : kemm. blot. goude seizh rag. peg.

Exemples historiques : 
48
Masquer la liste des exemples

seizh

1499
Référence : LVBCA p180 (sept)

seizh

1499
Référence : GAVH p18

33. Lavaret a wraer penaos un relijiuz a Rouan a ye[a]s da menez Sinai hag a chomas e servij an itron sanktez Katell en spas a seizh vloaz.

1576
Référence : Cath p25

M. Pet seurt na pet pec'hed marvel zo ? D. Seizh, da lavaret eo : ourgouilh, avaris, luksur, gourmantiz, buanegezh ha diegi.

1622
Référence : Do. p36

Pet sakramant zo en Iliz ? Seizh. Pere int-i ?

1622
Référence : Do. p38

D. Ret eo ober tri zra : da gentañ, digas da goun an pec'hedoù, en em egzaminañ diligant war gourc'hemennoù Doue ha re 'n Iliz ha war an seizh pec'hed marvel.

1622
Référence : Do. p42

M. Pet zo a'n euvroù a drugarez ? D. Seizh spirituel ha seizh korporel. M. Livirit an re spirituel. D. 1. Kelenn an re ignorant. 2. Korrijañ an re a fazi. 3. Reiñ kuzul mat d'an re o devez ezhomm. 4. Koñsoliñ an re dezolet. 5. Dougen pasiantamant an injuroù. 6. Pardoniñ an ofañsoù. 7. Pediñ evit an re vev hag an re varv hag evit an re a zeu d'hon persekutiñ. M. Livirit an re gorporel. D. 1. Reiñ da zebriñ d'an beorien o devez naon. 2. Reiñ da evañ d'an re o devez sec'hed. 3. Gwiskañ an re noazh. 4. Delivrañ an brizonerien. 5. Vizitañ an re glañv. 6. Lojañ an belerined hag an estrañjerien. 7. Enteriñ an re varv.

1622
Référence : Do. p32 & 34

seizh

1659
Référence : LDJM.1 pg sept

M. Pet zo eus a euvroù a drugarez? D. Bezañ ez eus seizh spirituel, ha seizh korporel.

1677
Référence : Do. p33

D. Ret eo ober tri dra: Da gentañ, digas koun eus hor pec'hedoù, ouzh en em egzaminañ dilijamant war gourc'hemennoù Doue, ha re an Iliz, ha war ar seizh pec'hed marvel.

1677
Référence : Do. p43

seizh

1732
Référence : GReg pg chiffre (S. Sept)

ar seizh pec'hed marvel

1732
Référence : GReg pg capital (les sept pechez capitaux)

bloavezh dañjerus da dremen ; pehini a erru bep seizh bloaz

1732
Référence : GReg pg (année) climaterique

ar seizh kleze a geuz

1732
Référence : GReg pg (la) compassion (de la très-Sainte Vierge), (les sept) douleurs (de la Sainte Vierge)

Seizh skoed koumanant ar bloaz, div roched ha daou re votoù-prenn am eus.

1732
Référence : GReg pg gage (J'ai sept écus, deux chemises, & deux paires de sabots de gages par an.)

seizh hun

1732
Référence : GReg pg anuit

seizh joausted ar Werc'hez

1732
Référence : GReg pg alegresse

ar seizh joausted

1732
Référence : GReg pg alegresse

ar werbl he devoa nav merc'h; a nav e teuas da eizh, a eizh da seizh etc, a ziv da unan, a unan da get

1732
Référence : GReg pg aine

Seizh skoed koumanant er bloaz, div hiviz ha daou re votoù-prenn am eus.

1732
Référence : GReg pg gage (J'ai sept écus, deux chemises, & deux paires de sabots de gages par an.)

bede an oad a seizh vloaz

1732
Référence : GReg pg age

Seizh miz on bet er vac'h.

1850
Référence : GON.II pg bâc'h (J'ai été sept mois au cachot).

Ar bouzelloù o deus, diouzh ma'm eus lennet, seizh gwech hed an den.

1850
Référence : GON.II pg bouzellen (Les intestins, d'après ce que j'ai lu, ont sept fois la longueur de l'homme).

Seizh pe eizh dramm a zo ret evit ober ur valan.

1850
Référence : GON.II pg dramm (Il faut sept ou huit javelles pour faire une gerbe).

seizh

1850
Référence : GON.II pg seic'h (voyez "seiz", premier article), pg seiz (nom de nombre cardinal. sept. en Vannes, "seic'h").

seizh

1850
Référence : GON.II pg seic'h, pg seiz (nom de nombre cardinal. sept. en Vannes, "seic'h").

Seizh

1850
Référence : GON.II p.23 (sept).

Seizh pe eizh bloaz zo abaoe.

1850
Référence : GON.II p.92, livre second, (Il y a sept à huit ans depuis).

Seizh bloaz

1850
Référence : GON.II p.63

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel !

1867
Référence : MGK Rakskrid V

« Daou vloaz en deus kollet, seizh vloaz all a gollo, / Ha kement liard en deus[,] eus e yalc'h a yelo ; / Evit reiñ skiant dezhañ[,] er c'hrazañ, pa vez ret, / M'er c'hraz… An Aotrou Doue n'en doa peurlavaret, » / M'en em gavas eno e dieg pleget e benn, / e zaoulagad bremañ digor d'ar sklêrijenn.

1867
Référence : MGK p93

Hennezh, ma welje pe ma klevje un dra bennak, a dlee leuskel c’hwec’h pe seizh hopadenn stag-oc’h-stag, evel ar gaouenn o vont kuit pa vez spontet gant un dra bennak.

1878
Référence : EKG.II p.10

Pemp vras ha daou vihan a yoa : Herve, Katell, Ion an Deniel, Goulc’hen Abolier, an daou aelig bihan hag an Aotrou Krenn, ar pezh a rae seizh den krouet gant Doue.

1878
Référence : EKG.II p.83

seizh a vugale

1904
Référence : DBFV pg. a1 (sept enfants)

« Gouenn ar Gelted, Adaqi he luskellas, — En Amzer-gent ; — He luskellas e yaouankiz an deiz ; — He luskellas e gwrez ar c’hreistevezh ; — He luskellas e ruzder an abardaez, en Amzer-gent ; — Pa gouehze an dourioù sakr eus ar c’hrec’hioù neñvel, — Ha ma luc’he seizh liv ar ganevedenn a-us da islonk an doureier. »

1923
Référence : SKET p.34

seizh a vugale

1927
Référence : GERI.Ern pg a3 (sept enfants)

seizh bugel

1927
Référence : GERI.Ern pg a3 (sept enfants)

be(z)añ dindan ar seizh amzer

1927
Référence : GERI.Ern pg amzer (être dehors par tous les temps, Trég.)

War frankizenn un amdor pourvezioù kanol, seizh soudard yaouank gwennwisket a spure, a vernie, a gigne hag a live melladoù bolidi kanol melen-aour.

1929
Référence : SVBV p5

E-pad m'edomp a-zevri gant hol labour hag o varvailhañ, unan ac'hanomp hor-seizh a c'harmas : "22 !", ha raktal ar c'hwec'h all a vanas war-dav hag a reas an neuz da drevellat gwashoc'h eget biskoazh. Holl e ouiemp mat-tre - bep a dammig skiant hor boa prenet e stal delt an demezell Warandero a Doullarc'hwen - peseurt ster en doa ar youc'h "22 !".

1929
Référence : SVBV p6

Seizh ha seizh ugent divinadenn .. .. .. 1904

1944
Référence : EURW.1 p2

Setu ma oan gouiziekoc'h eget ma c'hendiskibien vihan all, pa voen kaset d'ar skol, sonet ma seizh vloaz.

1944
Référence : EURW.1 p20

Da seizh eur abardaez, e sonen ar c’hloc’hig ouzh dor an aotrou de Malleray, war blasenn Sant-Salver.

1944
Référence : EURW.1 p.202-203

Gwigourat a ra gwikefre merglet an horolaj, o rakseniñ tintadoù seizh eur-noz.

1949
Référence : SIZH p.65

Seizh vloaz ha hanter-kant a zo tremenet abaoe an noz-se, met netra n’am eus ankounac’haet, na zoken an disterañ hini.

1954
Référence : VAZA p.44-45

Va seizh gwellañ a ris a-hed ar bloaz evit ober plijadur d’am mamm ha da Soaz Sapeur, hag ivez 'vit ma kreskje brud vat Priel, rak den all nemedon eus va farrez ne oa er mare-se e skolaj Landreger.

1954
Référence : VAZA p.38

Va seizh gwellañ a ris d'e lakaat da chom ganin, rak gouzout a raen mat penaos e vez touellet ar re yaouank-se gant buhez ar c'hêrioù, ha santout a raen penaos e trofe an traoù evitañ. En aner !

1985
Référence : DGBD p70

Lennegezh ar brezhoneg diouzh he zu, a serro un oberenn all c'hoazh en he yalc'h, unan savet en ur yezh am bo graet va seizh gwellañ d'he skrivañ reizh ha difazi...

2016
Référence : ILIAS p. 4

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux