1. Skoet, klañv gant ar seizi.
Unan a voe degaset, seizet-marv e izili.
&
Trl.
Chom seizet : dont da vezañ skoet gant ar seizi.
Honnezh zo chomet seizet, ne veze ket gouest da sevel.
DHS. nammet.
2. Dre ast. (db. an dud, o izili)
Morzet.
3. Dre skeud.
Dic'houest da fiñval ha da gomz, d'ober udb.
An dud a vanas seizet ha dianal. Gant ar boazioù eo seizet speredoù an dud.
DHS. alvaonet, motet.
Daveenn :
GReg
pg [f]rayeur (Etre saisi de frayeur.)
bezañ sezizet gant strafuilh
beza sézyzet gad stravilh
1732
Daveenn :
GReg
pg [f]rayeur (Etre saisi de frayeur.)
bezañ seizet gant ar riv
beza seyzet gad ar riou
1732
Daveenn :
GReg
pg froid (Avoir grand froid.)
Daoust ma'z eo kalet an urzhiadur nevez, / E vefe mat anzav ha teurel evezh / Eo bet, gant tud poellek, aozet ha reizhet, / Tud n'eo o spered na pounner na seizet.
Daoust ma 'z eo kalet an urziadur nevez, / E vefe mat anzav ha teurel evez / Eo bet, gant tud poellek, aozet ha reizet, / Tud n'eo o spered na pounner na seizet.