Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Prantad seizh devezh a dalvez da rannañ an amzer, na zegouezh ket gant ar mizioù nag ar bloavezhioù hag a lakaer da gregiñ d'ar Sul pe d'al Lun. Tri devezh eus ar sizhun. Ober udb. a-hed ar sizhun. Petra eo dispign daou c'hant lur bep sizhun ? & Trl. RELIJ. Ar Sizhun Santel, ar Sizhun Vras, Sizhun ar Binijenn : an hini a echu gant Sul-Fask. & Sizhun-Fask : ar sizhun a zeu da heul gouel Pask. & Ar Sizhun-Wenn : an hini ma c'hoarvez ar C'horaiz bihan. & Tr. adv. Er sizhun-mañ, evit ar sizhun : e-kerzh ar sizhun zo o ren. Bet en deus labour evit ar sizhun. & Er sizhun all : e-kerzh ar sizhun a zeu pe ar sizhun dremenet. Kenavo ar sizhun all. & Er sizhun a-raok, goude : e-kerzh ar sizhun a-raok pe goude ur c'houlz bet meneget. & (goude traoù niveret) Ar sizhun, er sizhun : bep sizhun. Teir gwech ar sizhun. Reiñ ur yalc'had ar sizhun d'ub. & Trl. skeud. (db. an dud) Bezañ eus deizioù diwezhañ, eus penn diwezhañ ar sizhun, na vezañ eus penn kentañ ar sizhun : na vezañ gwall speredek. 2. Dre ast. Prantad seizh devezh. Sec'hor zo abaoe pemp sizhun bennak. Chom sizhunioù hep lemel e varv. E-pad meur a sizhun. & Trl. Sizhun-briedelezh : prantad seizh devezh adalek an eured. Ne oa ket c'hoazh tremenet ar sizhun-briedelezh ma oa kerse ganti. & Trl., GWECHALL Ar gozh sizhun : c'hwec'h devezh diwezhañ ar bloaz a lakaer an daouzek penn-devezh anezho da ziskouez an amzer a ray e-kerzh an daouzek miz eus ar bloaz da zont. & Tr. adv. (goude adverboù pe troiennoù adverb a denn d'un devezh) Penn-sizhun : mui eizhtez. A-benn dilun penn-sizhun : a-benn al lunvezh zo eizhtez goude dilun. 3. Ent strizh PEMDEZ. Ne vez ket er gêr e-pad ar sizhun. & Tr. adv. War ar sizhun : war ar pemdez, war lodenn oberat ar sizhun. [1924] Ar vamm, evel diagent, ac’h ae div pe deir gwech war ar sizhun, da Lanneur, da Wimaeg, da Blegad ha da Blistin [...]. & Trl., dre verr. Sizhunvezh gopr. Lonk-e-sizhun-en-un-devezh : den a zispign e c'hopr e diedoù alkoolek.

Skouerioù istorel : 
49
Kuzhat roll ar skouerioù

Gwraet eo tomm, hep chom, an gumun goude dilun ar suzhun wenn; bremañ ez c'hellet gwelet sklaer nag eo ket taer mab ar Sper[nenn]

1472
Daveenn : M. p13

sizhun

1499
Daveenn : LVBCA p183 (sepmaine)

hiriv a-benn sizhun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (d'auiourd'huy) en huit iours

sizhun

1659
Daveenn : LDJM.1 pg semaine

sizhun

1732
Daveenn : GReg pg anuit

arc'hoazh penn eizhtez, penn sizhun

1732
Daveenn : GReg pg demain (en huit)

Neb zo e sizhun da ofisañ.

1732
Daveenn : GReg pg hebdomadier (ou semainier, terme d'Eglise.)

amann ar sizhun wenn

1732
Daveenn : GReg pg beurre (de la semaine blanche, ou, des rogations ; beurre qu'on dit excellent & medecinal, à cause de l'excellence du pâturage environ ce tems-là)

amonenn ar suzhun wenn

1732
Daveenn : GReg pg beurre (de la semaine blanche, ou, des rogations ; beurre qu'on dit excellent & medecinal, à cause de l'excellence du pâturage environ ce tems-là)

warc'hoazh penn sizhun

1732
Daveenn : GReg pg demain (en huit)

sizhunioù

1732
Daveenn : GReg pg fleurs (terme de medecine. [règles])

sizhunioù

1850
Daveenn : GON.II pg sizun

Eñ eo a vadezo a-hed ar sizhun.

1850
Daveenn : GON.II pg badézi ou badéza (C'est lui qui baptisera, qui fera les baptêmes toute la semaine).

A-hed ar sizhun on bet oc'h aneriñ.

1850
Daveenn : GON.II pg anéri (J'ai fait des corvées toute la semaine.)

Fallaenn a vezo en heol ar sizhun a zeu.

1850
Daveenn : GON.II pg fallaen (Il y aura éclipse de soleil la semaine prochaine).

sizhun

1850
Daveenn : GON.II pg sizun, sizuñad, sizuniad, sûn, suzun

div sizhun hag hanter-kant a zo en ur bloaz

1850
Daveenn : GON.II pg sizun

sizhun

1850
Daveenn : GON.II pg sizun, suzun

sun

1850
Daveenn : GON.II pg sizun

sizhun ar binijenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sizun (-ar-binijen)

sizhun

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sizun (-wenn)

E-pad daou zevezh eus ar sizhun ne ra netra.

1850
Daveenn : GON.II p.60, livre second, "Pendant deux jours de la semaine, il ne fait rien".

Mont a rin ar sizhun a zeu da di va mamm-gozh.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, « J’irai la semaine qui vient chez ma grand-mère ».

Tomm e oa ar sizhun [d]remenet.

1850
Daveenn : GON.II p.83, livre second, " Il faisait chaud la semaine passée ".

« Lavarit din eta, pet gwech, 'hed ar sizhun, / Diwar bara ha dour ez eo rankout deoc'h yun, / E-pad ma vez ganen bemdez Ivon pe Baol / O kefestañ laouen, o tibriñ oc'h va zaol ?

1867
Daveenn : MGK p123

Pa vezent paket, ar pezh ne c’hoarveze ket alies, rak ar Saozon a gav ivez mat o banne gwin-ardant, a reont "brandign" anezhañ, e vije dalc’het ar pezh a veze el lestr : ar vartoloded a-wechoù a veze lakaet un dervezh pe zaou er prizon, ha goude-se e teuent d’ar gêr evit mont adarre er sizhun war-lerc’h da ober ar memes tra.

1877
Daveenn : EKG.I. p.18

Ya, un tamm bara hag ur vozad holen a gemerin diganeoc’h bep sizhun, a-galon-vat.

1877
Daveenn : EKG.I. p.51

— Nag er sizhun a zeu kennebeut, eme ar re all.

1877
Daveenn : EKG.I. p.254

Da vihanañ, eme Job, e lezoc’h ac’hanon da gas deoc’h un dorzh vara pe ziv er sizhun, hag an traoù a vezo ret deoc’h, ken na deuy un eost nevez en douar.

1877
Daveenn : EKG.I. p.51

Ac’hanta neuze, lennerien ger, reit dorn d’ar Groaz neve[z], mar plij, en ur reiñ de[zh]i ho kwenneg pep s[izh]un.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Er sizhun diwezhañ, a rmor a oa dirollet.

1906
Daveenn : KZVR Niv. ar 16 a viz Kerzu

Er sizhun diwezhañ, ar mor a oa dirollet.

1906
Daveenn : KZVR Niv. ar 16 a viz Kerzu

E menezioù ar Jura, dreist-holl, ez eus kouezhet kalz a erc'h ar sizhun dremenet.

1906
Daveenn : KZVR Niv. an 9 a viz Kerzu

Ar vamm, evel diagent, ac’h ae div pe deir gwech war ar sizhun, da Lanneur, da Wimaeg, da Blegad ha da Blistin da werzhañ he boutegad meskl, koukouz ha bigorned, tammoùigoù pesked : moulleged, levneged, pleised, touilhed, morleanezed, prenet ganti pe besketaet gant Bilzig hag an tri vugel all.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1120 (Miz Du 1924).

Hag evel-se Izabel a zastume tammoùigoù bara, ur bastellad kig bennak, bosadennoù bleud hag ur gwennegig bennak, evit bevañ e-pad ar sizhun.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Ar sizhun war-lerc’h, Izabel, he bugale hag an div intañvez o deus feurmet ur c’harr evit mont da Berroz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.177

— Teureugenn gozh… Ampoezon… Hag he c’habiten ?… He ! he ! sell eus al laer… Laer kozh !… Piv en deus laeret hon c’hevell, ar sizhun all ?…

1925
Daveenn : BILZ2 p.142

Peder sizhun da c'houde-se, ar paotr Yann a gemeras an tren herrek a 8e.10 e gar Brest. Ar marc'h-du er c'hasas war-eeun da Bariz.

1929
Daveenn : SVBV p8

div wech ar sizhun

1931
Daveenn : VALL pg bihebdomadaire

Kaoz e [sic] oa war Arvor ar sizhun ail, eus ar « Roazhoneg » pe vrezhoneg Breizh-Uhel. Eman ar « roazhoneg » o teurel gwrizioù e kêrioù ail Breizh-Uhel. Tra vev eo ur yezh : kreskin hag ober berzh a ra, pa vez graet war he zro ; ha kivizan ha raervel. pa vez dilezet.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

E-pad ar vakañsoù bras, ma zud ha me a veze pedet gant an aotrou Loeiz Ar Braz, abienner e Gwengamp, hag e itron, da dremen div sizhun e ribl ar mor, a-gevret ganto.

1944
Daveenn : EURW.1 p43

En niverenn La Croix des C. du N. ar Sul 16 a viz Eost 1896 e c'halled lenn kement-mañ : « LIZHER d'ar RENER. — Perak, aotrou rener, na gaver ket pep sizhun en ho kazetenn, keloùioù eus ar vro e brezhoneg ? »

1944
Daveenn : EURW.1 p57

Domaj eo n’emañ ket Herri aze ivez evit trinkañ ganeoc’h, rak Herri a gar kenañ ar sistr hag ar peurrest, hag ur sizhun ’zo n’eo ket bet er gêr.

1944
Daveenn : ATST p.29

An diaoul kentañ. — « Ha pa golle un dra bennak dre doulloù ar godelloù, e veze sarmon er gêr, betek hanternoz, e-pad teir sizhun. »

1944
Daveenn : ATST p.58

An aotrou Vallée a reas skol ur wech ar sizhun e Sant-Charlez, betek ma voe peurachu ganin ma studi skolaer, da lavarout eo betek miz Gouere 1898.

1944
Daveenn : EURW.1 p59

- Va labour-me, en iliz ne bad nemet e-pad ar sizhun-mañ, Dimezell.

1949
Daveenn : SIZH p.49

Betek neuze em boa kavet dudius-bras ma zroiad, met bremañ e ranken diskanañ ha ne gaven dudi ebet ken gant ar peurrest eus an droiad ; ur gwall friad a oa deut din ivez da heul, friad hag a lakaas tost da deir sizhun da vont kuit.

1985
Daveenn : DGBD p38

bihan e oa ar vanell, ha sioul, a c'halled lavarout, daoust ma veze bleunius ar c'henwerzh enni war ar sizhun.

2012
Daveenn : DJHMH p10

Tremen sizhun zo n'he deus taolet ket [sic] troad amañ. Steuziet eo kuit.

2015
Daveenn : EHPEA p29

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial