Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ag. niv. 1. Ag. peg. (dirak an anvioù-kadarn a dalvez da aroueziñ traoù niveradus) Niver zo par da driwec'h mui unan. 2. Ag. pet. (goude un ak. pe un anv den) Naontekvet. Al levrenn naontek. II. Rag. niv. 1. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll) Niver zo par da driwec'h mui unan. Naontek a dud. 2. Rag. pet. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù) Naontekvet. An naontek a viz Gwengolo. [1954] Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro [...]. III. Niv. peg. 1. Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan niveriñ, raganvioù niveriñ pe adverboù niveriñ zo brasoc'h eget triwec'h ha tri-ugent. Naontek ha pevar-ugent. Naontek skol ha tri-ugent. 2. (dirak ugent, kant, mil, milion ha miliard) Termen a dalvez da sevel ugentadoù, kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù. Naontek millur. Naontek-ugent : tri-c'hant ha pevar-ugent. Dek ha naontek-ugent. IV. Niveron. Impl. da ak. 1. Niver anterin a zeu da heul triwec'h. An niver naontek. 2. Anv a roer d'an heuliad arouezennoù 19 a reer gantañ evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul triwec'h. EVEZH. : kemm. blot. goude naontek rag. peg.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

naontek

1499
Daveenn : LVBCA p149 (dix et neuff ; dix et neuf)

naontek

1659
Daveenn : LDJM.1 pg nantec

naontek

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dix neuf

naontek-ugent

1850
Daveenn : GON.II pg naoñték-ugeñt (nom de nombre cardinal. trois cent-quatre-vingts. mot à mot, "dix-neuf-vingts").

naontek

1850
Daveenn : GON.II pg nañték (voyez "naoñték"), pg naoñték (nom de nombre cardinal. dix-neuf [...] en Vannes, "nañték").

naontek

1850
Daveenn : GON.II p.24 (dix-neuf), pg nañték, pg naoñték (nom de nombre cardinal. dix-neuf).

Bezañ e oa anezho c’hwec’h-warn-ugent, hag ouc’hpenn un tammig ofiser bihan, divarv, displet, an aer a driwec’h pe naontek vloaz, hag a yoa e-kreiz ar re all.

1878
Daveenn : EKG.II p.88

An hini en devoa laeret ar c’hefioù en Pleudaniel ha Pouldouran a zo bet tapet. Ur bugel eo, Derrien, Emmanuel e hanv. Barnet eo bet en Lannuon, hag e vo serret ken ‘n nevo paket e naontek vla.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Da naontek vloaz e oan o vont da dañva ar FRANKIZ.

1944
Daveenn : EURW.1 p78

Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.

1954
Daveenn : VAZA p.52

Evidon-me a zlee adwelout Casa naontek miz diwezhatoc'h, e penn kentañ miz genver 1939.

1985
Daveenn : DGBD p.13

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial