M. Livirit Gourc'hemennoù an Iliz. / D. 1. Klevet d'an Sulioù ha'n Gouelioù din / Oferenn sklaer hag anterin. / An gouelioù dit gourc'hemennet, / Sell n'o zerri ha mir-i naet. 3. Un wezh an bloaz, ma na rez ken, / Kofes da faotoù en laouen. / 4. Da Bask, kemer Salver an bed hep remors a vec'h na pec'hed. 5. An daouzek dizioù, vijiloù an sent, sell n'o zerri ha mir-i kent, / Ha'n C'horaiz, ma n'en gwrez kent, / Pan vizi un bloaz warn-ugent. 6. Da Wener gant si ne zibri / Kig, na da Sadorn ne ri mui.
Glaoda vihan a voe kaset d'ar skol da Vontroulez, da di ar Breudeur : war e zaouzek vloaz, e voe lakaet war al latin e Kloerdi Kastell-Paol.
Daou Rusiad int, kuitaet ganto o bro da vare an dispac'h a oa bet du-hont hag en em dennet e Bro-C'hall da glask repu; kalz oajetoc'h egedon int, un daouzek pe drizek vloaz bennak, rak dilerc'hiet int bet evit ober o studioù gant ar reuz o deus bet da c'houzañv pa oa krennarded anezho.
Da Sul, goude koaniañ, e oa boas da azezañ e korn an oaled, ul levr dizudi a zoueoniezh war al letrin, ken na sone daouzek taol an hanternoz gant horolaj an iliz a oa nepell.
Marteze e pede ar marv dezhañ, evel he deus anzavet, met, m'he dije kaset he mennad da benn he dije graet daouzek vloaz 'zo ha n'eo ket bremañ paz eo kemmet he buhez gant un eil gwaz.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
daouzek-deizioù