Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Définition :  Masquer la définition

I. Ag. niv. A. Ag. peg. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus) 1. Niver zo par da unnek mui unan. Daouzek gwezh, daouzek vloaz. Daouzek miz ar bloaz. Daouzek taol kreisteiz an horolaj. Dek pe daouzek eur bennak goude ez eas kuit. 2. Trl. An daouzek abostol*. & Trl. sonnet (er relijion gatolik) An daouzek deizioù : pep hini eus ar pevar fennad amzer, e deroù pep koulz amzer, ma yuner ha ma peder e-pad tri devezh. Yun an daouzek deizioù. B. Ag. pet. (goude un ak.) Daouzekvet. Al levrenn daouzek. II. Rag. niv. 1. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll) Niver zo par da unnek mui unan. Daouzek vihan zo aze. 2. Rag. pet. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù) Daouzekvet. An daouzek a viz Kerzu. III. Niv. peg. 1. Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan niveriñ, raganvioù niveriñ pe adverboù niveriñ zo brasoc'h eget unnek ha tri-ugent. Daouzek (den) ha pevar-ugent. Kant daouzek (levr), daouzek (levr) ha kant. 2. (dirak ugent, kant, mil, milion, miliard) Termen a dalvez da sevel ugentadoù, kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù. Daouzek-ugent : daou-c'hant ha daou-ugent. Daouzek-kant: mil daou-c'hant. Daouzek mil. IV. Impl. da ak. NIVERON. 1. Niver anterin a zeu da heul unnek. An niver daouzek. 2. Anv a roer d'an heuliad arouezennoù 12 a reer gantañ evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul unnek. EVEZH. Kemm. blot. goude "daouzek" rag. peg.

Exemples historiques : 
44
Masquer la liste des exemples

daouzek

1499
Référence : LVBCA p50 (douze)

21. Ha dre okazion ma en devoe an tirant gourc'hemenet ez vefe daouzek dez hep dibriñ nag evañ, he Salver Jezuz-Krist a zigase ur goulm wenn a'n eñv pehini he repue a'r boued spirituel[.]

1576
Référence : Cath p18

19. Neuze an tirant karget a furor a c'hourc'hemenas ez vefe diwisket ha gant skourjezoù fouetet, ha goude he lakaat en ur prizon teñval hep reiñ dezhi da zebriñ na da evañ [a-]hed ar spas a zaouzek dez[.]

1576
Référence : Cath p16-17

M. Livirit Gourc'hemennoù an Iliz. / D. 1. Klevet d'an Sulioù ha'n Gouelioù din / Oferenn sklaer hag anterin. / An gouelioù dit gourc'hemennet, / Sell n'o zerri ha mir-i naet. 3. Un wezh an bloaz, ma na rez ken, / Kofes da faotoù en laouen. / 4. Da Bask, kemer Salver an bed hep remors a vec'h na pec'hed. 5. An daouzek dizioù, vijiloù an sent, sell n'o zerri ha mir-i kent, / Ha'n C'horaiz, ma n'en gwrez kent, / Pan vizi un bloaz warn-ugent. 6. Da Wener gant si ne zibri / Kig, na da Sadorn ne ri mui.

1622
Référence : Do. p28 & 30

daouzek

1659
Référence : LDJM.1 pg douze

bep daouzek vloaz

1732
Référence : GReg pg (de) douze (en douze ans)

daouzek vloaz kreñv

1732
Référence : GReg pg an

daouzek vloaz fournis he deus

1732
Référence : GReg pg accompli

peurechu eo he daouzek vloaz

1732
Référence : GReg pg accompli

sant Pêr a zo ar penn eus an daouzek abostol

1732
Référence : GReg pg apostre

ur gourhed, a gonter pemp troatad, ha daouzek gourhed, hanter-c'hant troatad hed

1732
Référence : GReg pg (une) brasse (se compte 5 pieds, 15 brasses, 50 pieds)

daouzek den onest

1732
Référence : GReg pg (une) douzaine (d'honétes gens)

daouzek

1732
Référence : GReg pg douze (nombre)

douzek

1732
Référence : GReg pg douze (nombre)

daouzek

1732
Référence : GReg pg douze (nombre)

daouzek-e-daouzek

1732
Référence : GReg pg douze (à douze)

daouzek-ha-daouzek

1732
Référence : GReg pg douze (à douze)

an daouzek artikl eus ar gredo

1732
Référence : GReg pg article

daouzek gwech

1732
Référence : GReg pg douze (fois)

ul levr e daouzek

1732
Référence : GReg pg (un livre) [in]douze (terme d'Imprimeur)

ul levr a zo pep follenn anezhañ e daouzek pleg

1732
Référence : GReg pg (un livre) [in]douze (terme d'Imprimeur)

daouzek dousenn

1732
Référence : GReg pg grosse (un compte de douze douzaines)

daouzek dousenn akuilhetoù

1732
Référence : GReg pg grosse (Une grosse d’éguilletes.)

Daouzek

1850
Référence : GON.II p.23, livre premier, "douze".

Dleout a rit din daouzek skoed.

1850
Référence : GON.II p.79

an daouzek abostol

1850
Référence : GON.II abostol (les douze apôtres)

daouzek

1850
Référence : GON.II pg daouzék

daouzek

1850
Référence : GON.II.HV pg dousén

pép daouzék vloaz

1850
Référence : GON.II pg daouzék

hag am bo daouzek krouadur, hag holl diwar an avantur; me 'm bo dezhe abid satin gwenn, o c'haso d'ar skol en ur vandenn

1874
Référence : GBI.II p226

E Landeboc’her, paotred Gwilhoù Berthou hag o amezeien, da c’hedal anezho da vont kuit, a yoa en em guzhet a-dreñv ur c’hleuz, e kichen an ti, ha p’edo ar soudarded, leun o c’hof, o vont a-biou dezho, a-hed an hent, a laoskas warnezho pep a denn hag a ziskaras un dek pe zaouzek.

1878
Référence : EKG.II p.16

Ar Gorsedd anvet neuze Gorsedd digor, a vez dalc'het dirak an heol, dindan lagad an deiz, kement ha gallout, e-barzh ur c'hrommlec'h a zaouzek peulven, un daol-vaen en o c'hreiz.

1909
Référence : REZI p. 10

Dont a rejont da di Eparios, roue ar vro-Wenn ; unnek nozvezh e vanjont eno, ha, da c’hopraat dezhañ e herberc’hadenn, e trojont da fall e zaouzek mab hag e ugent merc’h.

1923
Référence : SKET p.77

Bemdez-c’houloù, war ar c’hlazenn kelc’hiet a wez-tilh a oa dirak toull-dor ar c’hreñvlec’h [4], e pleustre ar bugel war deurel e gelc’hig, e zaou c’hoaf hag e zaouzek saezh.

1924
Référence : SKET.II p.19

damdost d'an tour e welan ar garnel gozh gant he daouzek abostol o dremm dic'hoarzh ha hirvarvek ; ha stok ouzh ar chapel-mañ, ec'h arvestan ouzh ur wareg-enor gant e [sic] deir bolz gwariet-flour.

1929
Référence : SVBV p.17

bezañ en e zaouzek vloaz

1931
Référence : VALL pg (avoir douze) an(s)

bezañ gant e zaouzek vloaz

1931
Référence : VALL pg (avoir douze) an(s)

bezañ daouzek vloaz

1931
Référence : VALL pg (avoir douze) an(s)

gwerzenn daouzek silabenn

1931
Référence : VALL pg alexandrin (vers)

Glaoda vihan a voe kaset d'ar skol da Vontroulez, da di ar Breudeur : war e zaouzek vloaz, e voe lakaet war al latin e Kloerdi Kastell-Paol.

1944
Référence : EURW.1 p10

Prestik goude e teuas Poulpiquet, Savidan ha Symoneau, ar pezh a reas daouzek, an daouzek abostol, na petra 'ta !

1944
Référence : EURW.1 p59

Daou Rusiad int, kuitaet ganto o bro da vare an dispac'h a oa bet du-hont hag en em dennet e Bro-C'hall da glask repu; kalz oajetoc'h egedon int, un daouzek pe drizek vloaz bennak, rak dilerc'hiet int bet evit ober o studioù gant ar reuz o deus bet da c'houzañv pa oa krennarded anezho.

1985
Référence : DGBD p10

Da Sul, goude koaniañ, e oa boas da azezañ e korn an oaled, ul levr dizudi a zoueoniezh war al letrin, ken na sone daouzek taol an hanternoz gant horolaj an iliz a oa nepell.

2012
Référence : DJHMH p19

Marteze e pede ar marv dezhañ, evel he deus anzavet, met, m'he dije kaset he mennad da benn he dije graet daouzek vloaz 'zo ha n'eo ket bremañ paz eo kemmet he buhez gant un eil gwaz.

2015
Référence : EHPEA p59

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux