Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Stroll daouzek elfenn a seurt an eil gant eben. Un dousenn vioù, yer. Peadra a oa eno da reiñ o gwalc'h da deir pe beder dousenn vugale ! Un hanter dousenn : stroll a c'hwec'h elfenn. Un hanter dousenn tud bennak. 2. Tr. adv. A-zousennoù, dousenn-ha-dousenn : dre strolladoù a zaouzek elfenn. A-zousennoù e vez gwerzhet ar vioù. Lakaat a rae an traoù er voest dousenn-ha-dousenn.

Exemples historiques : 
23
Masquer la liste des exemples

dousenn

1659
Référence : LDJM.1 pg douzaine

daouzek dousenn

1732
Référence : GReg pg grosse (un compte de douze douzaines)

un dousenn vioù ; un dousenn avaloù

1732
Référence : GReg pg (une) douzaine (d'oeufs, de pommes)

un dousenn tud onest

1732
Référence : GReg pg (une) douzaine (d'honétes gens)

daouzek dousenn akuilhetoù

1732
Référence : GReg pg grosse (Une grosse d’éguilletes.)

un hanter-dousenn

1732
Référence : GReg pg (une) demi (douzaine)

un dousenn dineroù

1732
Référence : GReg pg douzain (blanc, fou)

dousenn

1732
Référence : GReg pg douzaine

dousennoù

1732
Référence : GReg pg douzaine

dousenn

1732
Référence : GReg pg douzaine

dousennoù

1732
Référence : GReg pg douzaine

dousenn

1850
Référence : GON.II pg dousén

Arc'hant en doa ha, dre 'n hent-se, / Merc'hed diouzh an druilh a gave, / Merc'hed, trizek evit dousenn.

1867
Référence : MGK p63

An Tunk neuze, mestr da ober ar pezh a garie, [] en em lakeas da glask beleien all e lec’h re Gleder ha Ploueskad, o doa tec’het, evel a ouzoc’h, rak c’hoant kaout un hanter dousenn d’an nebeutañ en doa.

1877
Référence : EKG.I. p.257

— Ur rejimant laeron a-bezh a zo ivez 'ta er waremm-se, eme unan. — Ya, d’an nebeutañ ur rejimant, eme un all. Ha me va-unan em bije c’hoarzhet kalonek o klevet kement-se, ma n’em bije ket bet kement a boan. Daoust ha ret eo kaout ur rejimant Bretoned evit kas d’ar bed all div zousenn dispac’herien ? Nann, Yann Pennorz e-unan a zo a-walc’h evit ober kement-se.

1878
Référence : EKG.II p.93

Eno ho pije klevet ar c'heloùioù, an neventioù : hemañ pe honnezh en devoa graet an dra-mañ-[t]ra, Yannig a rae al lez da Varc’harid, ha Jaketa a oa darempredet gant Pêr ar C’hamm ; bag ar C’habon he devoa pesketaet div dousenn silioù ; ha karabasenn an aotrou person, al Leonardez divalav-se, a oa deut da vezañ lorc’h ral enni, abaoe ur pennadig…

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.943 (Mae 1924)

Kent erruout gant feunteun Sant-Eflamm, e vez ret diskenn un dousenn bennak a bazennoù.

1925
Référence : BILZ2 p.123

D’ar Sadorn 27, un dousenn karrbankoù a gasas ar varzhed da Garnag.

1944
Référence : EURW.1 p.206

Dirak an ti bourc'hiz, ez eus ur bleuñvegenn, gant ur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, ur porzh kloz, kelc'hiet gant karrdioù da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hav, ar poull-kannañ a vez karget gant dour-glav o tiverañ diouzh ar stivelloù ; dre un nor gromm toullet e moger ar c'harrdi ec'h erruer en ur jardin vihan — an holl draoù a zo bihan amañ — gant e-leizh a vleunioù, diduamant ma mamm, un neubeut karreadoù legumaj ordinal, un hanter dousenn gwez per, hag er foñs, ur bratellig toet gant iliav, 'lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag hunvreal.

1944
Référence : EURW.1 p6

Ar bloaz goude, da viz Here 1897, an aotrou abad Leclerc a zigoras ivez ur c'hlas brezhonek e ti kozh Itron-Varia ar Gabusined, gant un dousenn bennak a baotredigoù, en o zouez Amédée Ar C'hozhig a Sant-Ijo, ha Frañsez An Du-Roc'hlann a Galanel, a zeuas da vezañ brudet evel barzhed ouest.

1944
Référence : EURW.1 p59

Dont a reas raktal un hanter dousenn skrivagnerien da ginnig skridoù da Groaz Côtes-du-Nord[.]

1944
Référence : EURW.1 p58

E sujidi nemeto a oa ar mul Alejandro ha daou gi-bleiz o mouezhioù braouac'hus. N'o doa da amezeien nemet ar brini, tev e-giz yer, ha guped an oabl, hag ivez poblad safronus gwenan an dousenn koloennoù bennak, a lakae buhez er c'hloastr, e lec'h ar venec'h aet davet Doue.

1949
Référence : SIZH p.52

Pelloc'h c'hoazh war an a-dreñv ez eus bet un amzer ma veze atav da ziwall ouzh saezhoù ha tennoù ar Bahouined pa bigned e diabarzh ar vro ; an amzer-se a zo ken morennus avat, ma n'eus ket un dousenn dud er vro gouest da zisplegañ deoc'h da be vare e tenn.

1985
Référence : DGBD p108

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux