— Ur rejimant laeron a-bezh a zo ivez 'ta er waremm-se, eme unan. — Ya, d’an nebeutañ ur rejimant, eme un all. Ha me va-unan em bije c’hoarzhet kalonek o klevet kement-se, ma n’em bije ket bet kement a boan. Daoust ha ret eo kaout ur rejimant Bretoned evit kas d’ar bed all div zousenn dispac’herien ? Nann, Yann Pennorz e-unan a zo a-walc’h evit ober kement-se.
Eno ho pije klevet ar c'heloùioù, an neventioù : hemañ pe honnezh en devoa graet an dra-mañ-[t]ra, Yannig a rae al lez da Varc’harid, ha Jaketa a oa darempredet gant Pêr ar C’hamm ; bag ar C’habon he devoa pesketaet div dousenn silioù ; ha karabasenn an aotrou person, al Leonardez divalav-se, a oa deut da vezañ lorc’h ral enni, abaoe ur pennadig…
Dirak an ti bourc'hiz, ez eus ur bleuñvegenn, gant ur gael houarn dirazi ; a-drek an ti, ur porzh kloz, kelc'hiet gant karrdioù da lakaat ar c'hoad hag ar yer, ar c'hav, ar poull-kannañ a vez karget gant dour-glav o tiverañ diouzh ar stivelloù ; dre un nor gromm toullet e moger ar c'harrdi ec'h erruer en ur jardin vihan — an holl draoù a zo bihan amañ — gant e-leizh a vleunioù, diduamant ma mamm, un neubeut karreadoù legumaj ordinal, un hanter dousenn gwez per, hag er foñs, ur bratellig toet gant iliav, 'lec'h [ez] eus daou vank evit lenn hag hunvreal.
E sujidi nemeto a oa ar mul Alejandro ha daou gi-bleiz o mouezhioù braouac'hus. N'o doa da amezeien nemet ar brini, tev e-giz yer, ha guped an oabl, hag ivez poblad safronus gwenan an dousenn koloennoù bennak, a lakae buhez er c'hloastr, e lec'h ar venec'h aet davet Doue.
Pelloc'h c'hoazh war an a-dreñv ez eus bet un amzer ma veze atav da ziwall ouzh saezhoù ha tennoù ar Bahouined pa bigned e diabarzh ar vro ; an amzer-se a zo ken morennus avat, ma n'eus ket un dousenn dud er vro gouest da zisplegañ deoc'h da be vare e tenn.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dousennad