I.
Ag. niv.
A. Ag. peg. g.
1. (dirak an anvioù-kadarn gourel unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus)
Unan mui unan.
An daou garr-se. • Bep daou zevezh e vezont amañ. Koustañ a reont kant lur pep daou gilogramm. • Ur bugel daou vloaz. Ur skeul daou vann. • Ur c'harr daou gombod dezhañ, ennañ. • Un ti a zaou estaj. Ur fuzuilh a zaou denn. • Daou pe dri skoliad.
&
Un daou zen, (un) daou zen bennak : war-dro daou zen.
&
Daou tri faotr, un daou pe dri faotr : war-dro daou pe dri faotr.
&
(dirak un ak. er vokativ)
Da belec'h emaoc’h o vont, daou gañfard ? : c'hwi, an daou gañfard zo aze. Daou baotr int : daou eo an niver anezho ha paotred int o-daou. Daou vreur emaint en ti-se : daou vreur int, da vihanañ, ha bez' emaint o chom en ti-se.
2. Trl.
An daou zen nevez : an daou bried, da zevezh o eured.
&
Etre daou benn an devezh : adal ar mintin betek an noz, a-hed an devezh.
&
Etre daou benn ar bloaz : eus an eil penn d'egile d'ar bloaz.
&
Komzoù daou ster, daou du : a c'haller kompren e daou zoare disheñvel.
&
Ur gontell a zaou droc’h: un den pilpous.
3. (db. an dud)
Bezañ etre daou oad : na yaouank-tre na kozh-tre.
&
Bezañ etre daou vennozh, etre daou benn e vennozh, etre daou c’hoant : na c'houzout ervat petra ober.
&
Bezañ etre daou bleg : en ur stad diasur.
&
Ober daou vennozh, daou soñj (kent seveniñ udb.) : ober mat e vennozh (a-raok e seveniñ).
&
Ober daou c’her eus unan : en em zislavaret, tennañ e c'her.
&
Ober daou labour ub. : labourat div wech muioc'h egetañ.
&
C'hoarzhin daou leizh e c'henoù : c'hoarzhin da vat.
&
N'ober netra gant e zaou zorn : na labourat tamm.
&
Lavaret tri gaou bep daou c'her : lavaret gevier ingal.
&
Eus a zaou zroug, ar bihanañ atav : pa ne c'haller ket tremen hep ober droug e ranker klask ober an nebeutañ a zroug ma c'haller.
B. Ag. pet. (goude un ak.)
Eil.
Ar bajenn daou : an eil pajenn. Ar gentel daou : an eil kentel.
II.
Rag. niv.
A. Rag. peg. g. (e-unan, dirak un ag., un rn. disk. pe dirak an ar. a heuliet gant un anv gourel lies pe un anv stroll)
1. Unan mui unan.
Daou zo amañ. Daou a gemerin. Setu c’hwi daou bremañ. Daou int. Kavet em eus daou a zoare. Roit din daou anezho. Beuzet e oa bet an daou anezho. • Daou ha pevar zo c'hwec'h. Daou mui seizh zo par da nav. • Kemerit daou pep hini. Roit pep a zaou(ig) dezho. • Daou vras, an daou vras. Daouig all, an daouig all. An daou-se. An daou vihan-hont. • (un) daou a gezeg, a dud. Daou vrav a vugale.
&
Bez' e oa un daou pe dri anezho.
2. Trl.
Daou yaouank : daou zen yaouank ; daou loen yaouank, dezho un anv gourel.
Daou gozh : daou zen kozh ; daou loen kozh, dezho un anv gourel. Piv eo an daou gozh-se ?
&
Ent strizh
An daou yaouank : an daou bried yaouank, da zevezh o eured.
& (db. ar marc'hadourezhioù)
Pep daou, ar re zaou, an daou : daou bezh a-gevret.
Koustan a reont tri-ugent lur pep daou.
&
(db. an dud)
Da bep daou, dre bep daou : da, evit daou zen.
Roit ul lodenn da bep daou (anezho), dre bep daou.
&
Unan a bep daou, dre bep daou, war bep daou, diwar bep daou : un elfenn a zibaber en un teskad pe e meur a deskad a ziv elfenn.
&
Un deiz war bep daou : un deiz diwar zaou.
&
Unan a zaou, dre zaou, diwar zaou, bep daou, seul daou : un elfenn eus un teskad a zaou zen, loen pe dra, a zigemmer diouzh an elfenn all zo strollet ganti.
&
Unan* a zaou.
&
Ur gwele daou : ledan a-walc'h evit daou zen.
&
Un emgann daou : etre daou zen.
&
Ober daou eus udb. : e droc'hañ etre div rann.
& (db. an dud, an traoù)
Bezañ etre daou: bezañ a vent etre, a stumm etre.
& (db. stad an dud, an traoù)
Bezañ etre daou : na gwall vat na gwall fall, na gwall yac'h na gwall glañv.
&
Tr. adv.
Etre daou : e-keit-se, war gement-se.
Etre daou e teuas ur goumoulenn zu en oabl.
&
Ober unan* a zaou.
& En em gavout etre unan* pe zaou.
&
Pemdez (db. oberoù an dud)
Nag evit unan * nag evit daou.
&
Trl. estl.
Dal a zaou ! : komzoù a zistager evit reiñ da c'houzout eo bet tizhet an niver a ziv elfenn.
&
Gwelloc'h eo gloazañ daou eget lazhañ unan : pa ne c'haller ket tremen hep ober droug eo gwell ober hanter zroug hepken eget ober kalz a zroug.
&
Klevet ha gwelet zo daou : arabat eo krediñ e vije gwir kement tra a glever.
3. Adv. (db. an dud, al loened, an traoù a arouezer gant un anv gourel)
HON-DAOU, HO-TAOU, 0-DAOU : me- te, c'hwi, eñ pe hi- a-gevret gant unan all.
Hon-daou e raimp al labour-se. Int o-daou o deus savet ar voger-se. Prenet hoc'h eus ur vag etrezoc'h ho-taou. Tra-walc'h am ho ganto o-daou. O-daou int din.
&
(en e furm vihanaat)
Hon-daouig, ho-taouig, o-daouig : furm karantezus hon-daou, ho-taou, o-daou. Chomet e oac'h ho-taouig er gêr.
&
Daou-ha-daou : dre strolladoù a ziv elfenn.
Daou-ha-daou e kemerin ar podoù-mañ.
B. Rag. pet. g.
1. (en troiennoù a dalvez da c'heriañ an deiziadoù)
Eil.
Hiziv emañ an daou a viz Du. D'an daou a viz Gouere e oant bet du-mañ.
2. (dirak warn-ugent)
Termen a dalvez da sevel raganvioù petvediñ a arouezer an deiziadoù ganto.
An daou warn-ugent a viz Mezheven.
III.
Adv. niv. g. (db. an dud, al loened, an traoù a arouezer gant un anv gourel)
Unan mui unan.
Daou emaint er porzh. Daou e rankimp bezañ evit dilec'hiañ ar fornigell.
IV.
Niv. peg. g.
1. (db. an dud, al loened, an traoù a arouezer gant un anv gourel)
Termen a dalvez da aroueziñ niver an unanennoù en anvioù-gwan niveriñ, er raganvioù niveriñ pe en adverboù niveriñ zo brasoc'h eget ugent.
Daou (di) warn-ugent. Daou (baotr) ha tri-ugent. Kant daou (vugel), daou (vugel) ha kant. Mil tri-c'hant daou (garr) ha hanter-kant. Seikont daou (varc'h)
2. (dirak ugent, kant, mil, milion ha miliard)
Termen a dalvez da sevel ugentadoù, kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù.
Daou-ugent (tarv, buoc'h). Daou-c'hant (gwaz, maouez). Daou vil (skoliad, skoliadez).
V.
G. (ls. -ioù)
A.
1. Un daou, an daou : kartenn, pezh eus ur c'hoari zo merket daou warni -warnañ- pe a dalvez daou boent.
Kemeret em eus un daou : ur gartenn zo skrivet daou warni.
C'hoariet en deus war an daou.
2. (db. an dud, an traoù)
Strollad a ziv elfenn.
Heligentañ a veze etre an daouioù da welet piv a labourfe ar buanañ.
&
Bezañ etre an daou : bezañ a vent, a stumm etre.
&
(db. stad an dud, an traoù)
Bezañ etre an daou : na gwall vat, na gwall fall, na gwall yac'h na gwall glañv.
&
Adv.
A-zaou, a-zaouioù : dre strolladoù a ziv elfenn.
Ober an hent a-zaou. Sterniañ kezeg a-zaouioù.
&
Tr. adv.
Dre zaouioù : dre strolladoù a ziv elfenn.
B. Niveron.
1. Niver anterin a zeu da heul unan.
An niver daou.
2. Sifr a reer gantañ evit merkañ an niver a unanennoù, a zegadoù h.a. zo en un niver.
Daou eo sifr ar c'hantadoù en niver 3271.
3.
Anv a roer d'an arouezenn 2 a reer ganti evit skrivañ an niver anterin a zeu da heul unan.
Merket ez eus un daou war ar follenn.
VI. Stn.
Yezhad. ( enebet ouzh unan ha lies)
& denn d'an anvioù-kadarn a dalvez da aroueziñ ar rannoù koublet eus korf un den, ul loen.
Un anv daou eo "daouarn". Ur furm daou.
&
An niver daou : rummenn yezhadurel a zezverker ganti ar fedoù yezh a denn d'an anvioù daou.
EVEZH.
Kemm. blot. goude "daou".
Daveenn :
LVBCA
p50, 70, 94, 121 ('vide in' deux et sous compter [voir sous l'article deux et sous compter])
daou-ugent
dou vguent
1499
Daveenn :
LVBCA
p50
aneval a zaou gorn
aneual a dou corn
1499
Daveenn :
LVBCA
p14, 23, 50, 122 (tout ce qui a deux cornes)
daou
duwe
1499
Daveenn :
GAVH
p17
daou
dou
1499
Daveenn :
LVBCA
p50 (deux)
bell etre daou
bell entre dou
1499
Daveenn :
LVBCA
p34, 50, 72 (bataille de deux)
karr-limon a zaou varc'h
carr limon a dou march
1499
Daveenn :
LVBCA
p14, 50, 109, 139 (charrete a deux cheualx)
dou vloaziad
dou bloazyad
1499
Daveenn :
LVBCA
p39, 50 (espace de deux ans)
ar spas etre daou goulm
an spacc entre dou coulm
1499
Daveenn :
LVBCA
p26, 50, 72, 123, 187 (entre neu)
unan ha daou-ugent
vnan ha dou ugent
1499
Daveenn :
LVBCA
p50
daou warn-ugent
douoarnuguent
1499
Daveenn :
LVBCA
p50, 200, 203 (vingt et deux)
[«] Hag evit-se kement ger zo a dle bezañ koñfermet gant daou pe dri dest, pa ve te a ve un ael, pe a ve ur vertuz selestiel[. »]
hac euitce quement guer so a dle bezaff confermet gant daou pe try test, pa ve te a ve vn ael, pe a ve vn vertuz celestiell:
1576
Daveenn :
Cath
p10
Neuze, an impalaer, leun a frenezi, a lavaras dezhi : « Choaz unan a zaou : daoust dit pe te a sakrifio hag ez vevi ha pe [te] a anduro tourmañchou iskis ha ma vezi distrujet[ ? »]
neuse an impalarz leun a frenesy a lauaras dezy choas vnan a daou: daoust dit pete a sacrifio hac ez beuy a pe a anduro tourmanchou exquis ha ma vizy distruget :
1576
Daveenn :
Cath
p19
M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.
M. Pe euit tra en [sin ar groas] grit-u e-n façon se? D. Quentaff euit digacc e-m memoar an daou mister principal ves hon Feiz; vnan é ves an Drindet biniguet, oz dont da prononç an comsaou man: en hano an Tat, ha-n Map, ha-n Speret Santel; an eil eo ves an maru ha-n Passion hon Saluer biniguet, pehiny ouz en em bezaff gret den en deues anduret maro euidomp en vn croas.
1622
Daveenn :
Do.
p8
abaoe daou vloaz
abaoue daou bloaz
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg depuis (deux ans)
daou rumm tud am eus gwelet
daou rum tut ameus guelet
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg (daou) rum (tut ameus guelet)
ur vazh a zaou benn
vr vaz a daou ben
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg (vr vaz a daou) ben
daou
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg deux
en deus daou vloaz
èn deus daou vloaz
1732
Daveenn :
GReg
pg an
An arabaj a zo ul langaj ker fournis m'en deus mil hanv evit ur c'hleze, pemp-kant evit ul leon, daou-c'hant evit ar sarpant ha pevar-ugent evit ar mel.
An arabaich a so ul langaich qer fourniçz ma èn deus mil hano evit ur c'hleze, pémp cand evit ul leon, daouc'hand evit ar sarpand, ha pévar-uguend evit ar mèl.
1732
Daveenn :
GReg
pg arabe (La langue Arabe est si feconde qu'elle a 1000. noms pour signifier une épée , 500. pour le lyon, 100. pour le serpent , & 80. pour le miel.)
an naou gorn
1732
Daveenn :
GReg
pg aile
an naou gostez eus hon arme a ioa…
an naou gostez eus hon arme a yoa…
1732
Daveenn :
GReg
pg aile
komzioù a zaou fas
compsyou a zaou façz
1732
Daveenn :
GReg
pg ambigu, (paroles à double) entente
daou
1732
Daveenn :
GReg
Rakskrid, pg deux (pour le masc.)
daou ha daou
1732
Daveenn :
GReg
pg a
entre daou oad
entre daoü oad
1732
Daveenn :
GReg
pg age
kemmeskadur a zou bar
qemmescadur a zaou par
1732
Daveenn :
GReg
pg accouplement
bazh a zaou benn
baz a zaou béñ
1732
Daveenn :
GReg
pg baton (bâton à deux bouts)
paotr ar vazh a zaou benn
pautr ar vaz a zaou benn
1732
Daveenn :
GReg
pg baton (un donneur de coups de bâtons)
kamm en naou du
cam èn naou du
1732
Daveenn :
GReg
pg boiteux (des deux côtez, par faiblesse de hanches)
kammiñ en naou du
cameiñ en néü du
1732
Daveenn :
GReg
pg (etre) boiteux (des deux côtez)
kammez en daou du
cammès èn daou du
1732
Daveenn :
GReg
pg boiteuse (des deux côtez)
kammez en naou du
cammès èn naou du
1732
Daveenn :
GReg
pg boiteuse (des deux côtez)
kammell en daou du
cammell èn daou du
1732
Daveenn :
GReg
pg boiteuse (des deux côtez)
kammell en naou du
cammell èn naou du
1732
Daveenn :
GReg
pg boiteuse (des deux côtez)
ne faot nemet daou, pe, dri berv
ne faud nemed daoü, pe, dry béro
1732
Daveenn :
GReg
pg (il ne faut que deux, ou trois) boüillon(s)
Daveenn :
GReg
pg choquer (les deux armées se sont choquées)
daou re sizailhoù
daou re cisailhou
1732
Daveenn :
GReg
pg (deux paires de) ciseau(x)
ned eus da lavaret entre daou ganton nes, nemet un hantereur deiz, mui pe vihanoc'h, en hañv
ne deus da lavaret eñtre daou ganton nès, ne med un hanter-eur deiz, muy pe vihano'ch [sic], en hañv
1732
Daveenn :
GReg
pg (un) climat (n'est different de celui qui est le plus proche de lui, qu'en ce que le plus grand jour d'Eté est le plus long, ou plus court, d'une demi-heure en un endroit qu'en autre)
son ar c'hlec'h en naou du
son ar c'hlec'h èn naou du
1732
Daveenn :
GReg
pg cloche (sonner les cloches à la volée, ou en branle)
sonet ar c'hlec'h en naou du
sonet ar c'hlec'h èn naou du
1732
Daveenn :
GReg
pg cloche (sonner les cloches à la volée, ou en branle)
daou
dou
1732
Daveenn :
GReg
pg deux (pour le masc.)
daou
deü
1732
Daveenn :
GReg
pg deux (pour le masc.)
unan an daou
1732
Daveenn :
GReg
pg (l'un des) deux
unan eus an daou
1732
Daveenn :
GReg
pg (l'un des) deux
unan an naou
1732
Daveenn :
GReg
pg (l'un des) deux
unan ac'hanoc'h ho taou
1732
Daveenn :
GReg
pg (l'un de vous) deux
an eil pe egile ac'hanoc'h ho taou
an eil pe eguile ac'hanoc'h ho taou
1732
Daveenn :
GReg
pg (l'un de vous) deux
pe hini eveus an daou ? pehini an naou ?
pe hini eveus an daou ? pe hiny an naou
1732
Daveenn :
GReg
pg (lequel des) deux
daou c'hement
daou c'hemend
1732
Daveenn :
GReg
pg deux (fois autant)
daou c'hement all
daou c'hemend all
1732
Daveenn :
GReg
pg deux (fois autant)
daou c'hement oc'hpenn
daou c'hemend ouc'hpenn
1732
Daveenn :
GReg
pg deux (fois plus)
lakiñ e daou hanter
laqeiñ ê dëu hantér
1732
Daveenn :
GReg
pg (mettre en) deux (diviser par la moitié)
daou hanter
1732
Daveenn :
GReg
pg deux (demi)
daou ha hanter
1732
Daveenn :
GReg
pg deux (& demi)
daou ene
1732
Daveenn :
GReg
pg deux (ames)
an daou veud, an naou viz-meud
an daou veud, an naou vis-meud
1732
Daveenn :
GReg
pg (le) pouce
bazhata ur re bennak en naou du
bazata ur re bennac èn naou du
1732
Daveenn :
GReg
pg (battre quelqu'un) dos (& ventre)
daou skouadron
dau scouadron
1732
Daveenn :
GReg
pg (deux) escadrons
daou c'hement all
1732
Daveenn :
GReg
pg fois (Deux fois autant.)
nemet unan pe zaou
nemed unan pe zaou
1732
Daveenn :
GReg
pg fors (Fors un, ou deux.)
Me en enev en naou du.
Me èn ene èn naou du.
1732
Daveenn :
GReg
pg fort-e (Je connois son fort & son foible.)
Daveenn :
GON.II
pg avé (Il a deux beaux attelages).
Daou zervezh bale zo.
Daou zervez balé zô.
1850
Daveenn :
GON.II
pg balé (Il y a deux journées de marche).
« Ne c'houlennent kalz tra ; war-benn daou, tri dervezh, / » Gant an arme razhed[,] i a vije distro / D'o bro. »
» Ne c'houlennent kalz tra ; war-benn daou, tri dervez, / » Gant ann arme razed hi a vije distro / » D'ho bro. »
1867
Daveenn :
MGK
p117
Breur ha c'hoar 'gimiadas, i o-daou a ouele
Breur ha c'hoar gimiadaz : hi ho daou a ouele
1867
Daveenn :
MGK
p19
Unan [anezho], ar marc'hadour, a c'houie niveriñ, / Lavaret hep faziañ : unan ha daou zo tri.
Unan [anezho], ar marc'hadour, a c'hwie niveri, / Lavaret hep fazia : unan ha daou zo tri.
1867
Daveenn :
MGK
p80
« Unan, daou, tri, pevar : evit peder sizhun / Peadra da zibriñ, ha me a zo war yun ! »
» Unan, daou, tri, pevar : evit peder zizun / » Peadra da zibri, ha me a zo war iun !
1867
Daveenn :
MGK
p98
« Kavit din, a bellbro, daou zen a ve koshoc'h ? »
» Kavit d'in, a bell bro, daou zen a ve kosoc'h ? »
1867
Daveenn :
MGK
p102
aet eo aze d'al leur nevez, Fieka Kalvez eus e gostez, gante pep a abid nevez, bravañ daou den yaouank o vale
et eo aze d'al leur-newe, Fiekka Kalvez eus e goste, gant-hé peb a abit newe, braoa daou den iaouank 'vale
1874
Daveenn :
GBI.II
p468
Pa welis e kemere an traoù un dro fall, e lakis va div verc’h ha va daou [b]aotrig war o daoulin, evit pediñ Doue da reiñ nerzh ha kalon d’o zad da harzañ betek ar marv, mard oa ret.
Pa veliz e kemere an traou eun dro fall, e lakiz va diou verc’h ha va daou faotrik var ho daoulin, evit pedi Doue da rei nerz ha kaloun d’ho zad da harza beteg ar maro, mar doa red.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.186
Me a ya betek beg ar skourr haleg a welit a-zioc’h an dour ; c’hwi, krogit er wezenn gant un dorn, astennit din ho torn all, ha neuze dalc’hit mat gant ho taou zorn.
Me a ia betek bek ar skour alek a velit azioc’h an dour ; c’houi, krogit er vezenn gand eun dourn, astennit dign ho tourn-all, ha neuze dalc’hit mad gand ho taou zourn.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.305-306
Petra e oa ar gwellañ din da ober ? N’oan ket evit chom eno, a-zioc’h pont Keraouell, evel ur maen en ur c’hleuz ; ret e oa din mont a-raok pe dont a-dreñv, unan a zaou.
Petra oa ar guella dign da ober ? N’oan ket evit chom eno, azioc’h pount Keraouell, evel eur mean enn eur c’hleuz ; red oa dign mont araok pe dont adren, unan a zaou.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.23
Pemp vras ha daou vihan a yoa : Herve, Katell, Ion an Deniel, Goulc’hen Abolier, an daou aelig bihan hag an Aotrou Krenn, ar pezh a rae seizh den krouet gant Doue.
Pemp vraz ha daou vian a ioa : Herve, Katel, Ion an Deniel, Goulc’hen Abolier, an daou elig bian hag an Aoutrou Cren, ar pez a rea seiz den krouet gand Doue.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.83
A-raok en em zispartiañ e oamp en em glevet evel-hen : Pa deuje unan bennak, en noz pe en deiz, da zigas deomp bevañs pe geleier, ne dlee ket dont e-unan, mar gellje, mes atav digas gantañ un all pe zaou.
Araok en em zispartia oamp en em glevet evelhen : Pa deuche unan-bennag, enn noz pe enn deiz, da zigas d’eomp bevanz pe geleier, ne dlie ket dont he-unan, mar gellche, mez atao digas ganthan eun all pe zaou.
1878
Daveenn :
EKG.II
Meneget eo ar burzhudoù en danevell a zo o redek e-touez al Lingoned. [sic] Volked an Arkunia hag ar Voged, amezeien dezho, diwar-benn emlazh ar roue Eparios ha muntr an daou vugel ha tregont anezhañ.
Meneget eo ar burzudou en danevell a zo o redek e-touez al Lingoned. [sic] Volked an Arkunia hag ar Voged, amezeien d’ezo, diwar-benn emlaz ar roue Eparios ha muntr an daou vugel ha tregont anezan.
1923
Daveenn :
SKET
p.75
Kounañ a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad un arvester pignet war uhelenn Kerargov, gwelout, un hanterkantved a zo, ur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuioù diavaez anezho ; koeñvet o gouelioù damwenn dezho gant an avel-reizh pe rodellet dindan ar fourradoù avel-dro, hag o stekiñ ouzh ar c'herdin hag ouzh ar gwerniou en ur stlakañ gant stroñs ha gant tregern.
Kouna a ran, na pegen dudius d'ar galon, ha na pegen kaer d'ar spered ha d'an daoulagad, da zaoulagad eun arvester pignet war uhelenn Kêrargof, gwelout, eun hanterkantved a zo, eur skouadrenn meurlistri livet e du ha bevennet gant daou pe dri gelc'h gwenn an tuiou diavaez anezo ; koeñvet o goueliou damwenn d'ezo gand an avel-reiz pe rodellet dindan ar fourradou avel-dro, hag o steki ouz ar c'herdin hag ouz ar gwerniou en eur stlaka gant stroñs ha gant tregern.
1929
Daveenn :
SVBV
p.15
etre daou benn an deiz
1931
Daveenn :
VALL
pg aurore
etre daou benn ar bloaz
1931
Daveenn :
VALL
pg (d'un bout à l'autre de l')année
Daou vugel a oa bet, hi, itron Ar Braz, deuet Bretonez dre he dimeziñ, hag ur breur, Bertrand, a oa distroet da Gristiana -Oslo-, da genderc'hel kenwerzh koad e dud-kozh.
Daou vugel a oa bet, hi, Itron ar Bras, deut Bretonez dre he dimezi, hag eur breur, Bertrand, a oa distroet da Gristiana -Oslo-, da genderc'hel kenwerz koad e dud koz.
1944
Daveenn :
EURW.1
p44
Sachañ war an divjod gant e zaou viz ; ha skeiñ taolioù reolenn war-du diavaez an dorn.
Sacha war an dioujod gant e zaou viz ; ha skei taoliou reolenn war du diavaez an dourn.
1944
Daveenn :
EURW.1
p21
Daou emaomp, div vag ez eus da gavout.
1944
Daveenn :
ATST
p.94
Na bras, na bihan, ha kuilh en he gwiskamant seiz du, hogen maouez penn-da-benn he c’horf, gant he roderezh kazhez lizidant, n’oa ket da reiñ dezhi ouzhpenn daou vloaz warn-ugent.
1949
Daveenn :
SIZH
p.38
Klevet 'm eus, person, ergentaou, / Diwar da benn ur ger pe zaou.
Klevet 'm eus, person, ergentaou, / Diwar da benn eur ger pe zaou.
1960
Daveenn :
PETO
p38
Ha setu ma adwelen adarre traonienn ar Wilun, milin ar Boel gant ar c'herreg maen sklent, liv ar gwad, en daou du d'ar stêr.
1985
Daveenn :
DGBD
p9
Marteze on boas da welout korfoù-marv abaoe kement a vloavezhioù, met daou dra disheñvel eo korf-marv unan bennak hag a zo bet drouklazhet, diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, peder retredadez etre tri bloaz ha tri-ugent ha dek ha pevar-ugent, hag o deus lakaet termen d'o buhez.
2015
Daveenn :
EHPEA
p13
Unan a zaou, founnus e vo ret d'ar gamaraded chomet dizalc'h gouestlañ ul lodenn vat deus o amzer stourm evit dishualiñ anezhe.