Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Unan eus an daou genbrometet.

1732
Daveenn : GReg pg fiancé (Un des deux fiancez.)

An daou genbrometet e priedelezh.

1732
Daveenn : GReg pg fiancé (Les deux fiancez.)

Pep hini a roas e ali din, ha n'en em gavas ket daou anezho heñvel.

1850
Daveenn : GON.II p.77

Hon wele a zo re vihan evit daou.

1850
Daveenn : GON.II p.68

Komz ar c'higer ve mat, lakaet etre daou : / Evit darn ez eo gwir, evit darn ez eo gaou, / Rak alies e weler pennoù zo kaer-meurbet / War gouzougoù tud zo ar re fallañ er bed ; / E lec'h ez eus re all, divalo hag iskis, / Hag a zo o ene kaer evel heol an deiz.

1867
Daveenn : MGK p77

An daou-mañ a livirin ur ger bennak diwar-benn o labour a-barzh dont da hini an aotrou Milin.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

An daou ar muiañ enepbreton e [sic, a] oa an daou vestr-skol : Abalea hag Aofred.

1944
Daveenn : EURW.1 p83

An daou-se eo o doa skoet war ma spered ar muiañ, gant René de Kerviler, a lavared ar gouiziekañ eus ar Vretoned, hag en doa ur vrec'h voñs.

1944
Daveenn : EURW.1 p67

Met biskoazh n'on bet pennboufet gant al lorc'h war-zigarez ar c'hendegouezh-se, rak gallout a ra n'eus forzh piv dont war an douar deiz ganedigezh Jul Kezar, sant Erwan, Newton, Landru pe ar rouanez Mari-Antoneta, hep bezañ tonket evit kelo-se da vezañ ur brezelour dispar, ur sant hollvrudet, ur mailh war ar skianchoù, na, Doue da viro, da vezañ dibennet evel an daou all.

1954
Daveenn : VAZA p.7

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial