I.
A. Ag. peg. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus)
Niver zo par da zek mui unan. Ur baotrez unnek vloaz. Rannet e oa ar gêr en unnek karter. Unnek taol.
B. Ag. pet.
1. (goude un ak.)
Unnekvet.
Ar bajenn unnek.
2. (dirak ar ger eur)
Unnekvet.
Sevel da unnek eur. O welet an heol e toull unnek eur e teuas soñj dezhañ eus merenn.
II.
Rag. niv.
1. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll)
Niver zo par da zek mui unan.
Unnek a welan.
2. Rag. pet. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù)
Unnekvet.
An unnek a viz Gouhere.
III.
Niv. peg.
1. Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan niveriñ, raganvioù niveriñ pe adverboù niveriñ zo brasoc'h eget dek ha tri-ugent.
Unnek (bugel) ha tri-ugent. Unnek (den) ha kant, kant unnek (den).
2. (dirak ugent, kant, mil, milion, miliard)
Termen a dalvez da sevel ugentadoù, kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù.
Unnek-ugent : daou-c'hant ugent. Unnek-kant : mil kant. Unnek mil den a oa bodet eno.
IV.
Impl. da ak.
NIVERON.
1. Niver anterin a zeu da heul "dek".
An niver unnek.
2. Anv a roer d'an heuliad arouezennoù "11" a reer gantañ evit skrivañ au niver anterin a zeu da heul "dek".
EVEZH.
Kemm. blot. goude "unnek" rag. peg.
Daveenn :
GON.II.HV
pg unnék-koñek (Hendécagone, qui a onze angles ou onze côtes), unnék-kornek
unnek-kornek
unnék-kornek
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg unnék (-kornek)
— Koulskoude n’en deus ket an aer da gaout ouc’hpenn unnek vloaz. — A-vec’h m’en deus an oad-se.
— Koulskoude n’en deuz ket an ear da gaout ouc’hpenn unnek vloaz. — A veac’h m’en deuz an oad-se.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.158
An unnek eus ar miz-mañ, a zo marv en Kerborzh ur wreg, Skerenn he hanv, hag he devoa tapet ur gwall lamm un nebeud dei[zi]o[ù] a-r[a)ok.
An uneg euz ar miz-man, a zo maro en Kerbors eur wroeg, Skeren he hano, hag e devoa tapet eur gwall-lamm eun nebeut deio a-rog.
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2
An daoulinañ a oa chom war bennoù an daoulin [sic, e zaoulin] e-harz troad gwele an diwaller dortouer, betek unnek eur ha hanternoz a-wechoù...
An daoulina a oa chom war bennou an daoulin e-harz troad gwele an diwaller-dortouer, betek unnek eur ha hanter-noz a-wechou...
1944
Daveenn :
EURW.1
p40
An horolaj a skoas unnek taol. Unnek eur ! Bremaik e sono hanternoz !
1944
Daveenn :
ATST
p.50
Gortoz a reas ur pennadig mat. Unnek eur a oa gant an heol, un den a oa o vale en hent ; Job a savas e benn.
1944
Daveenn :
ATST
p.71-72
- Ne garfen ket teurel ar maen kentañ outo. Du-mañ, hervez testeni va daoulagad, - nemet aet omp kuit d'hon unnek vloaz ! - n'am [sic] eus gwelet nemet skouerioù mat, ha merc'hed eus an dereatañ, ha fidel d'o relijion.
1949
Daveenn :
SIZH
p.53
War-dro unnek eur eo hepken e c'heller gwelout an dud o tiboukañ hag o tont da astenn o azezennoù en disheol evit arvestiñ ouzh ar mor.