Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. A. Ag. peg. (dirak an anvioù-kadarn unan a dalvez da aroueziñ traoù niveradus) Niver zo par da zek mui unan. Ur baotrez unnek vloaz. Rannet e oa ar gêr en unnek karter. Unnek taol. B. Ag. pet. 1. (goude un ak.) Unnekvet. Ar bajenn unnek. 2. (dirak ar ger eur) Unnekvet. Sevel da unnek eur. O welet an heol e toull unnek eur e teuas soñj dezhañ eus merenn. II. Rag. niv. 1. Rag. peg. (e-unan, dirak un ag., ur rn. disk., pe dirak an ar. a heuliet gant un anv lies pe stroll) Niver zo par da zek mui unan. Unnek a welan. 2. Rag. pet. (evit merkañ ar renk, an deiziadoù) Unnekvet. An unnek a viz Gouhere. III. Niv. peg. 1. Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan niveriñ, raganvioù niveriñ pe adverboù niveriñ zo brasoc'h eget dek ha tri-ugent. Unnek (bugel) ha tri-ugent. Unnek (den) ha kant, kant unnek (den). 2. (dirak ugent, kant, mil, milion, miliard) Termen a dalvez da sevel ugentadoù, kantadoù, miliadoù, milionadoù, miliardoù. Unnek-ugent : daou-c'hant ugent. Unnek-kant : mil kant. Unnek mil den a oa bodet eno. IV. Impl. da ak. NIVERON. 1. Niver anterin a zeu da heul "dek". An niver unnek. 2. Anv a roer d'an heuliad arouezennoù "11" a reer gantañ evit skrivañ au niver anterin a zeu da heul "dek". EVEZH. Kemm. blot. goude "unnek" rag. peg.

Exemples historiques : 
18
Masquer la liste des exemples

unnek

1499
Référence : LVBCA p201

unnek

1659
Référence : LDJM.1 pg onze

unnek mil

1732
Référence : GReg pg chiffre (O. Onze mil)

unnek

1732
Référence : GReg pg chiffre (O. Onze)

unnek-ugent

1850
Référence : GON.II pg unnék (-ugeñt)

Dek hag unnek-ugent

1850
Référence : GON.II p.24, livre premier, "deux cent trente (dix et onze vingts)".

Unnek

1850
Référence : GON.II p.23, livre premier, "onze".

Unnek-ugent

1850
Référence : GON.II p.24, livre premier, "deux cent vingt (onze vingts)".

unnek

1850
Référence : GON.II pg unnek

unnek-kognek

1850
Référence : GON.II.HV pg unnék-koñek (Hendécagone, qui a onze angles ou onze côtes), unnék-kornek

unnek-kornek

1850
Référence : GON.II.HV pg unnék (-kornek)

— Koulskoude n’en deus ket an aer da gaout ouc’hpenn unnek vloaz. — A-vec’h m’en deus an oad-se.

1878
Référence : EKG.II p.158

An unnek eus ar miz-mañ, a zo marv en Kerborzh ur wreg, Skerenn he hanv, hag he devoa tapet ur gwall lamm un nebeud dei[zi]o[ù] a-r[a)ok.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

An daoulinañ a oa chom war bennoù an daoulin [sic, e zaoulin] e-harz troad gwele an diwaller dortouer, betek unnek eur ha hanternoz a-wechoù...

1944
Référence : EURW.1 p40

An horolaj a skoas unnek taol. Unnek eur ! Bremaik e sono hanternoz !

1944
Référence : ATST p.50

Gortoz a reas ur pennadig mat. Unnek eur a oa gant an heol, un den a oa o vale en hent ; Job a savas e benn.

1944
Référence : ATST p.71-72

- Ne garfen ket teurel ar maen kentañ outo. Du-mañ, hervez testeni va daoulagad, - nemet aet omp kuit d'hon unnek vloaz ! - n'am [sic] eus gwelet nemet skouerioù mat, ha merc'hed eus an dereatañ, ha fidel d'o relijion.

1949
Référence : SIZH p.53

War-dro unnek eur eo hepken e c'heller gwelout an dud o tiboukañ hag o tont da astenn o azezennoù en disheol evit arvestiñ ouzh ar mor.

1985
Référence : DGBD p11

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux