I.
(gant an dalvoudegezh diskouez)
A. (dirak un ak. pe ur rag. am.)
1. (dirak un ak. a denn da draoù niveradus pe dirak un anv hollek dezhañ un dalvoudegezh niveradus)
Ger a dalvez da lakaat war ziskouez un den, ul loen pe un dra na zigemmer ket diouzh elfennoù all e rummad.
Bez' ez eus un den dirak an ti. Gwelet a ran ur vag vras war ar stêr. Chomet ez eus ur baner aozilh war an daol. Ur mab da Bêr eo hennezh. Un droug spontus a oa peget enni.
2. Tr. rag. am.
Ur re : den pe zen.
Mar deufe ur re amañ, lavarit dezhañ gortoz.
3. (dirak un ak., hep araogenn dirazañ)
Ger a dalvez da sevel troiennoù adverb amzeriañ.
Ur beurevezh, ur pennadig e oant chomet eno. Un deiz, un devezh, ur bloavezh, ur wech a voe, a oa, a vo : deiz pe zeiz, devezh pe zevezh, bloavezh pe vloavezh, gwech pe wech, en amzer-dremenet, en amzer-da-zont. Un deiz a voe en doa ranket paouez a labourat. Un devezh a vo e c'hallin prenañ an ti-se. Ur bloavezh a oa e oa bet skorn kalet amañ. Ur wech a vo ez in d'ober un dro betek eno.
&
Tr. adv.
Ent krenn
Un deiz, ur wech : deiz pe zeiz, gwech pe wech, en amzer-dremenet, en amzer-da-zont.
Klemm a reas un deiz ouzh e vestr. Ur wech e ouezimp an dra-se.
4. Termen a dalvez d'ober anv eus unan eus an doareoù traoù a vez geriet gant un anv hollek pe stroll.
Ur gloan. Ur gwinizh. Ur blev hir ha melen.
5. (a-wechoù, dirak anvioù daou pe lies, dezho un dalvoudegezh unan niveradus)
Ger a dalvez da lakaat war ziskouez udb. na zigemmer ket diouzh elfennoù all e rummad.
Gwelet am boa un daoulagad c'hlas o parañ warnon. War ar prenestr e oa ul labous, un divaskell berr dezhañ. Ur botoù kaer hag ur manegoù gwenn he deus prenet. Un treid a-dreuz dezhañ, evel ur c'hrank. Un divesker berr. Ur gwall zaoulagad en deus. Degasit ur c'hartoù pe un diñsoù evit gouzout piv a gollo.
6. (dirak un anv unan, daou, lies pe hollek)
Ger a dalvez da c'heriañ ar c'hwezañ.
Setu aze un den 'vat ! : un den evel m'eo dleet, e pep keñver. Bez' out ur gwaz ! : n'out ket ur bugel ken. Ho mab zo ul lorc'h ennañ, nann ! Fuloret-spontus e oa, un daoulagad en he fenn ! Bez' e oa un dud eno, m'el lavar deoc'h ! Aet e oa en hent, ur cholori hag ur marvailhoù ganto.
B. (dirak un ag.)
1. (dirak an ar. "a" heuliet gant un ak.)
Ger a dalvez da lakaat war ziskouez udb. dezverket gant ur perzh na zigemmer ket diouzh elfennoù all e rummad.
Ur gaer a wezenn. Ur c'haer a bennad skrid, Pemp vrav a gezeg. Un hir a veaj. Ur berr(ig) a amzer.
2. Ger a dalvez da gadarnaat an anvioù-gwan, an adverboù.
Ne vo ket ur fall dimp ober an dra-se : ne vo ket un dra fall. Ur ral eo gwelet arvestoù ken brav-se : ral eo d'an dud gwelet arvestoù ken brav-se. Ur pell bras, ur pelloù bras zo abaoe.
II.
(gant un dalvoudegezh pegementiñ)
A. (evit geriañ udb. unan)
1. (dirak un anv unan a denn da draoù niveradus)
Termen a dalvez da c'heriañ an unanennoù.
Tra-walc'h am bo gant ur pallenn, n'eo ket dav reiñ daou din. Lakait din ur c'hilogramm tomatez, ur c'hilogramm hepken.
2. (dirak un av.)
Termen a dalvez da c'heriañ un ober bevennet strizh.
Ober ur skubañ d'an ti. Ober ur palat d'an douar. Ober ur c'hannañ d'an dilhad.
B. (evit geriañ udb. lies)
1. (dirak un niv. pg.)
Termen a dalvez da c'heriañ an damniveriñ.
Kemeret en deus ur peder roched. Un dek a saout. Un nav devezh e oant chomet eno. Bez' e oa un tri pe bevar-c'hant den war al leur-gêr. Un tri-ugent vloaz den (bennak), un tri-ugent vloaz bennak a zen eo hennezh.
2. (a-wechoù, dirak un anv lies heuliet gant "bennak")
Termen a dalvez da verkañ un niver bihan.
Gortoz a rin un deizioù bennak. Ul listri bennak a oa er porzh. Distaget o doa ur geriennoù bennak.
EVEZH.
(a) graet e vez gant "un" dirak "n", "t", "d", "h", hag ar vogalennoù, gant "ul" dirak "l" ha gant "ur" dirak al lizherennoù-tal all, evit a sell ouzh ar gm. a. hag ouzh an droienn "en un"/"en ur"/"en ul" a implijer dirak an anvioù-kadarn.
(b) kemm. blot. darn. - chom a ra "d" digemm - goude ar gm. a. "un" / "ur" / "ul" dirak an anvioù-kadarn benel unan ha dirak an anvioù-kadarn gourel lies a denn d'an dud ha kemm. k/c'h dirak an anvioù-kadarn all.
Eozen Roperzh[,] kredet kerzh[,] a Gerdu / En kompozas[,] ur paz ne fallas tu / Bede 'n isu[,] hag en kontinuas
Euzen Roperz credet querz a kaerdu / En composas vng pas ne fallas tu / Bedenn yssu hac en continuas
1499
Référence :
LVBCA
p15, 21, 34, 71, 72, 94, 103, 113, 119, 121, 125, 149, 157, 200, 201 ('Eozen Roparzh, croyez certainement, à partir de décembre / Le composa, sans une fois faillir / Jusqu'à la fin et le continua')
a ur c'hostez
aun costez
1499
Référence :
LVBCA
p200
kammañ un dra
camaff vn dra
1499
Référence :
LVBCA
p107, 195, 200 (faire courbe)
deskripsion a furm un dra bennak
description a furm vntra penac
1499
Référence :
LVBCA
p14, 35, 55, 81, 195, 201 (description de la forme d-aucune chose [de quelque chose]
ul lec'h bennak
vn lech penac
1499
Référence :
LVBCA
p35, 131, 200 (en aulcun lien)
un dra
vndra
1499
Référence :
LVBCA
p200
un nebeud bennak
vnnebeut penac
1499
Référence :
LVBCA
p35, 150, 201 (aulcun pou)
ur wreg
honoreck
1499
Référence :
GAVH
p58
Dezraoù un libell a'n gwellañ d'an bobl lik d'en em aplikañ, Ha preparañ kent mui kañvoù, Penaos pan renter an spered e tle bout hep bec'h a bec'hed : Pe bout daonet dre e fedoù
Dezraou vn libel an guellhaff Dan popl lyc do em applicaff, Ha preparaff quent muy cafaou Penaux pan renther an speret Ez dle bout hep bech à pechet : Pe bout daffnet dre é fetou.
1575
Référence :
M.
p34
12. Sezar a respontas dezhe : [«] Amañ en hon eus un verc'h yaouank peheni n'he deus ket a gompagnonezh e skiant hag eo gouvizek 'vez[. »]
12. Cesar a respontas deze: Aman en hon eux vn merch iouanc peheny ne deux quet a compaignones e squient hac e gouuizeg uez :
1576
Référence :
Cath
p11
Kent-se[,] uz a rezon evel maz aparchant ouzh un roue prudant, rak an boeted a lavar [: «] Mar em c'houvernez dre rezon, hervez an ene ez vizi roue [;] hogen, mar em c'houvernez aotramant, hervez an c'horf, ez vizi servijer[. »]
quent se vus a rayson euel maz aparchant ouz vn roe prudent, rac en poetet a lauar: mar em gouuernez dre rayson heruez an eneff ez vizy roe hoguen mar em gouuernez autramant heruez en corff ez vizy seruicher:
1576
Référence :
Cath
p10
[«] Hag evit-se kement ger zo a dle bezañ koñfermet gant daou pe dri dest, pa ve te a ve un ael, pe a ve ur vertuz selestiel[. »]
hac euitce quement guer so a dle bezaff confermet gant daou pe try test, pa ve te a ve vn ael, pe a ve vn vertuz celestiell:
1576
Référence :
Cath
p10
Ha neuze ez komañsas [Katell] lavaret dezhañ : [«]Lakaet em eus ma foan ha ma soursi, da lavaret an traoù-mañ evel d'un den gouviziek ha savant.[»]
ha neuse ez commanças lauaret dezaff: lequeat em eux ma poan ha ma sourcy, da lauaret dit an traezou man euel da vn den gouuiziec ha sauant:
1576
Référence :
Cath
p6
Ha hi [Katell], monet hardizh gant un c'houraj mat bede an impalazr en ur lavaret dezhañ [ : «]Da zignite a urzh hag da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksion diouzh an doueoù[. »]
ha hy [Cathell] monet hardiz gant vn couraig mat bede an impalazr en vn lauaret dezaff da dignite a vurz hac da officc a deuscueuz penaos heruez raison ez dleez beza saludet ha groeat enor dit maz vete a aznaffe croueer an eff an douar [hac] an douar hac a reuoque da affectio diouz an doueou.
1576
Référence :
Cath
p6
19. Neuze an tirant karget a furor a c'hourc'hemenas ez vefe diwisket ha gant skourjezoù fouetet, ha goude he lakaat en ur prizon teñval hep reiñ dezhi da zebriñ na da evañ [a-]hed ar spas a zaouzek dez[.]
19. neuse an tirant carguet a furor agourchemenas ez vihe diuisquet ha gand scourgezou fouetet, ha goude he laquaat en vn prison teual : hep reiff dezy da dybry na da effa het en spacc a daouzec dez
1576
Référence :
Cath
p16-17
14. Pan oa digaset dirak an oratored hag ar filozofed ez lavaras d'an impalarz : [«] Chetu un señtañs hag un barn kazr evit un impalarz [!»]
14. pan oa digaccet dirac an oratoret han philosophet ez lauaras dan impalarz: chetu vn sentancc hac vn barn cazre euit vnimpalarz :
1576
Référence :
Cath
p12-13
Neuze unan anezhe, gant despid, a respontas : ur c'huzul gailhart evit un impalaer, añsembliñ kellies a zen savant a divers ha pell vroioù evit disputen ouzh ur verc'h yaouank ha debil ha frajil e-lec'h ma'z c'hallse fasilamant unan [a] hor paotred pe lakezed he faezhañ.
neuse vnan aneze gand despit a respontas : vn cusul gaillart euit vn impalarz, ensembli quen lyes a den sauant a diuers ha pell broezyou euit disputen ouzvn merch iauac debil ha fragil : e lech maz gualse facilement vnan hon pautret pe laqu[e]set he : fezaff.
1576
Référence :
Cath
p11-12
ken tanav hag un delienn
ken tanao hac un delien
1699
Référence :
Har.
pg delien, ha, ken, tanav, un (tanve comme une feuille)
bet un anoued terrupl
bet un annoëd terrupl
1732
Référence :
GReg
pg froid (Avoir grand froid, pp.)
pennsodiñ a rae un den gant hemañ
pensaudi a raé un den gand hemmâ
1732
Référence :
GReg
pg affolir
un den a zegemer mat
un den a ziguemèr mad
1732
Référence :
GReg
pg abord
un Doue hepken a zo
un Doüe hep-qen a so
1732
Référence :
GReg
pg a
un dremm en deveus, a'n dousañ
un drem èn deveus an douçzâ
1732
Référence :
GReg
Rakskrid, air
un den groñs
undengroncs
1732
Référence :
GReg
absolu
bet un dezo
bet un déso
1732
Référence :
GReg
pg former (Former un dessein, pp.)
un taolad preñved
un taulad prêved
1732
Référence :
GReg
pg fourmiliere (Une fourmiliere de verre.)
tud un orrupsion
tud un orrupcion
1732
Référence :
GReg
pg fourmiliere (Une fourmiliere de monde.)
Référence :
GReg
pg fourré (Un coup fourré, un coup de traître.)
un aer fresk
un ear fresq
1732
Référence :
GReg
pg frais (Un air frais.)
un tad Sant Frañsez
un tad Sant-Francès
1732
Référence :
GReg
pg franciscain (Religieux de l'Ordre de Saint François)
kaout un anoued terrupl
cahout un annoëd terrupl
1732
Référence :
GReg
pg froid (Avoir grand froid.)
Bezañ ez eus un seurt tud pere a zo, &c.
Beza ez eus un seurd tud, pere a so, &c.
1732
Référence :
GReg
pg genre (Il y a un genre de personnes qui sont, &c.)
kemeret un seurt buhezegezh
qemeret un seurd buhezéguez
1732
Référence :
GReg
pg genre (Prendre un genre de vie.)
boazet diouzh un dra
boazet dioud un dra
1732
Référence :
GReg
pg habituer (S'habituer, prendre une habitude, pp.)
un
unn
1850
Référence :
GON.II
pg eunn
eunn dén dimézed eo a zo béd abostoler enn oféren
1850
Référence :
GON.II
pg abostoler
un
eunn
1850
Référence :
GON.II
pg a, eul, eunn, unan, unn
un den
eunn dén
1850
Référence :
GON.II
pg dén (Un homme, une personne), eunn
un aval
eunn aval
1850
Référence :
GON.II
pg eunn
un ebeul
eunn ébeûl
1850
Référence :
GON.II
pg eunn
un yourc'h
eunn iourc'h
1850
Référence :
GON.II
pg eunn
un nor
eunn ôr
1850
Référence :
GON.II
pg eunn
un ulmenn
eunn ulmen
1850
Référence :
GON.II
pg eunn
un nev
eunn néô
1850
Référence :
GON.II
pg eunn
un ti
eunn tî
1850
Référence :
GON.II
pg eunn
un
unn
1850
Référence :
GON.II
pg unn
Ne'm eus ket peadra annezañ un ti.
N'em eûz két péadrâ annéza eunn tî.
1850
Référence :
GON.II
pg annéza (je n'ai pas de quoi meubler une maison.)
hô c'hoar a zô abaf eunn nébeût
1850
Référence :
GON.II
pg abaf
Grit un ant evit herzel ouc'h an tan.
Grid eunn añt, évit herzel ouc'h ann tân.
1850
Référence :
GON.II
pg añt (Faites une tranchée pour arrêter le feu.)
dont a-benn eus un dra
dond abenn eûz a eunn drâ
1850
Référence :
GON.II
pg a-benn
A-benn m’hor boa graet un daou pe dri c’hant paz, hon ambrouger, en ur dennañ ur chapeled eus e c’hodell, a lavaras deomp : — C’hwi hoc’h eus an aer da vezañ daou zen mad, abalamour da se n’em eus ket a aon o lavaret va chapeled dirazoc’h.
A benn m’hor boa great eun daou pe dri c’hant pas, hon ambrouger, en eur denna eur chapeled euz he c’hodel, a lavaraz d’eomp : — C’houi hoc’h euz an ear da veza daou zen mad, abalamour da ze n’em euz ket a aoun o lavaret va japeled dirazoc’h.
Référence :
VALL
pg approcher (nous n'approchons pas des Cornouaillais)
Ur boblad a dud speredek a zo eus Dinaniz. Klask a reont e pep keñver deskiñ, en em varrekaat, adkavout zoken ar brezhoneg kollet abaoe keit-all gant o c'hendadoù, hag ober anaoudegezh gantañ.
1944
Référence :
ARVR
Niv. 165
Un tu bennak, du-se, eeun dirazañ e virvilh dour difonn ar stêr Ebro en he naoz meinek.
1949
Référence :
SIZH
p.39
Tamm-ha-tamm e krog ennoc'h ezhomm da darlaskat, ha santout a rit flemmadennoù war ho korf, un tammig a bep tu.
1985
Référence :
DGBD
p59
A-dal dezhe, war ur gador vihan, ur skinweler a-vent gant un urzhiataer kozh a zo enaouet met ar re-se ne sellont ket ouzh ar skramm.
2015
Référence :
EHPEA
p11
Ma varnan hervez e gorfadurezh e oa un tri-ugent vloaz den bennak.