Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (gant an dalvoudegezh diskouez) A. (dirak un ak. pe ur rag. am.) 1. (dirak un ak. a denn da draoù niveradus pe dirak un anv hollek dezhañ un dalvoudegezh niveradus) Ger a dalvez da lakaat war ziskouez un den, ul loen pe un dra na zigemmer ket diouzh elfennoù all e rummad. Bez' ez eus un den dirak an ti. Gwelet a ran ur vag vras war ar stêr. Chomet ez eus ur baner aozilh war an daol. Ur mab da Bêr eo hennezh. Un droug spontus a oa peget enni. 2. Tr. rag. am. Ur re : den pe zen. Mar deufe ur re amañ, lavarit dezhañ gortoz. 3. (dirak un ak., hep araogenn dirazañ) Ger a dalvez da sevel troiennoù adverb amzeriañ. Ur beurevezh, ur pennadig e oant chomet eno. Un deiz, un devezh, ur bloavezh, ur wech a voe, a oa, a vo : deiz pe zeiz, devezh pe zevezh, bloavezh pe vloavezh, gwech pe wech, en amzer-dremenet, en amzer-da-zont. Un deiz a voe en doa ranket paouez a labourat. Un devezh a vo e c'hallin prenañ an ti-se. Ur bloavezh a oa e oa bet skorn kalet amañ. Ur wech a vo ez in d'ober un dro betek eno. & Tr. adv. Ent krenn Un deiz, ur wech : deiz pe zeiz, gwech pe wech, en amzer-dremenet, en amzer-da-zont. Klemm a reas un deiz ouzh e vestr. Ur wech e ouezimp an dra-se. 4. Termen a dalvez d'ober anv eus unan eus an doareoù traoù a vez geriet gant un anv hollek pe stroll. Ur gloan. Ur gwinizh. Ur blev hir ha melen. 5. (a-wechoù, dirak anvioù daou pe lies, dezho un dalvoudegezh unan niveradus) Ger a dalvez da lakaat war ziskouez udb. na zigemmer ket diouzh elfennoù all e rummad. Gwelet am boa un daoulagad c'hlas o parañ warnon. War ar prenestr e oa ul labous, un divaskell berr dezhañ. Ur botoù kaer hag ur manegoù gwenn he deus prenet. Un treid a-dreuz dezhañ, evel ur c'hrank. Un divesker berr. Ur gwall zaoulagad en deus. Degasit ur c'hartoù pe un diñsoù evit gouzout piv a gollo. 6. (dirak un anv unan, daou, lies pe hollek) Ger a dalvez da c'heriañ ar c'hwezañ. Setu aze un den 'vat ! : un den evel m'eo dleet, e pep keñver. Bez' out ur gwaz ! : n'out ket ur bugel ken. Ho mab zo ul lorc'h ennañ, nann ! Fuloret-spontus e oa, un daoulagad en he fenn ! Bez' e oa un dud eno, m'el lavar deoc'h ! Aet e oa en hent, ur cholori hag ur marvailhoù ganto. B. (dirak un ag.) 1. (dirak an ar. "a" heuliet gant un ak.) Ger a dalvez da lakaat war ziskouez udb. dezverket gant ur perzh na zigemmer ket diouzh elfennoù all e rummad. Ur gaer a wezenn. Ur c'haer a bennad skrid, Pemp vrav a gezeg. Un hir a veaj. Ur berr(ig) a amzer. 2. Ger a dalvez da gadarnaat an anvioù-gwan, an adverboù. Ne vo ket ur fall dimp ober an dra-se : ne vo ket un dra fall. Ur ral eo gwelet arvestoù ken brav-se : ral eo d'an dud gwelet arvestoù ken brav-se. Ur pell bras, ur pelloù bras zo abaoe. II. (gant un dalvoudegezh pegementiñ) A. (evit geriañ udb. unan) 1. (dirak un anv unan a denn da draoù niveradus) Termen a dalvez da c'heriañ an unanennoù. Tra-walc'h am bo gant ur pallenn, n'eo ket dav reiñ daou din. Lakait din ur c'hilogramm tomatez, ur c'hilogramm hepken. 2. (dirak un av.) Termen a dalvez da c'heriañ un ober bevennet strizh. Ober ur skubañ d'an ti. Ober ur palat d'an douar. Ober ur c'hannañ d'an dilhad. B. (evit geriañ udb. lies) 1. (dirak un niv. pg.) Termen a dalvez da c'heriañ an damniveriñ. Kemeret en deus ur peder roched. Un dek a saout. Un nav devezh e oant chomet eno. Bez' e oa un tri pe bevar-c'hant den war al leur-gêr. Un tri-ugent vloaz den (bennak), un tri-ugent vloaz bennak a zen eo hennezh. [1954] Ur c'hoarig, - Mari vihan a veze graet diouti, - am eus bet, met mervel a reas ar paour-kaezh krouadur a-benn un daou pe dri miz [...]. 2. (a-wechoù, dirak un anv lies heuliet gant "bennak") Termen a dalvez da verkañ un niver bihan. Gortoz a rin un deizioù bennak. Ul listri bennak a oa er porzh. Distaget o doa ur geriennoù bennak. EVEZH. (a) graet e vez gant "un" dirak "n", "t", "d", "h", hag ar vogalennoù, gant "ul" dirak "l" ha gant "ur" dirak al lizherennoù-tal all, evit a sell ouzh ar gm. a. hag ouzh an droienn "en un"/"en ur"/"en ul" a implijer dirak an anvioù-kadarn. (b) kemm. blot. darn. - chom a ra "d" digemm - goude ar gm. a. "un" / "ur" / "ul" dirak an anvioù-kadarn benel unan ha dirak an anvioù-kadarn gourel lies a denn d'an dud ha kemm. k/c'h dirak an anvioù-kadarn all.

Skouerioù istorel : 
79
Kuzhat roll ar skouerioù

me am eus un amorig

1350
Daveenn : ISYK.I p107

me am eus un amorig joliik indan an del me...

1350
Daveenn : ABER niv. 69, 309

a ur c'hostez

1499
Daveenn : LVBCA p200

kammañ un dra

1499
Daveenn : LVBCA p107, 195, 200 (faire courbe)

deskripsion a furm un dra bennak

1499
Daveenn : LVBCA p14, 35, 55, 81, 195, 201 (description de la forme d-aucune chose [de quelque chose]

un nebeud bras

1499
Daveenn : LVBCA pp42, 150, 201 (vng pou grand)

ag ur vro

1499
Daveenn : LVBCA p15, 43, 200 (d-ung pais)

en ul lec'h bennak

1499
Daveenn : LVBCA p35, 70, 131, 200 (en aulcun lien)

ur vent bennak

1499
Daveenn : LVBCA p35, 142, 200 (d-aulcun grant)

un tu bennak

1499
Daveenn : LVBCA p35, 200, 201 (aulcune part)

un nebeud bennak

1499
Daveenn : LVBCA p201

ur vro

1499
Daveenn : LVBCA p200

ur paz ne fallas tu

1499
Daveenn : LVBCA p201

un nebeud bennak

1499
Daveenn : LVBCA p35, 150, 201 (aulcun pou)

ur wreg

1499
Daveenn : GAVH p58

ur feson bennak

1499
Daveenn : LVBCA p35, 77, 200 (aulcunement [= d'une certaine façon])

lakaat un dra en priz

1499
Daveenn : LVBCA p70, 129, 170, 195, 201 (priser)

lamat un dra

1499
Daveenn : LVBCA p129, 195, 201 (oster)

ul lec'h bennak

1499
Daveenn : LVBCA p35, 131, 200 (en aulcun lien)

Eozen Roperzh[,] kredet kerzh[,] a Gerdu / En kompozas[,] ur paz ne fallas tu / Bede 'n isu[,] hag en kontinuas

1499
Daveenn : LVBCA p15, 21, 34, 71, 72, 94, 103, 113, 119, 121, 125, 149, 157, 200, 201 ('Eozen Roparzh, croyez certainement, à partir de décembre / Le composa, sans une fois faillir / Jusqu'à la fin et le continua')

ag ur c'hostez

1499
Daveenn : LVBCA p15, 123, 200 (d-ung coste)

un dra

1499
Daveenn : LVBCA p200

Dezraoù un libell a'n gwellañ d'an bobl lik d'en em aplikañ, Ha preparañ kent mui kañvoù, Penaos pan renter an spered e tle bout hep bec'h a bec'hed : Pe bout daonet dre e fedoù

1575
Daveenn : M. p34

Neuze unan anezhe, gant despid, a respontas : ur c'huzul gailhart evit un impalaer, añsembliñ kellies a zen savant a divers ha pell vroioù evit disputen ouzh ur verc'h yaouank ha debil ha frajil e-lec'h ma'z c'hallse fasilamant unan [a] hor paotred pe lakezed he faezhañ.

1576
Daveenn : Cath p11-12

Ha hi [Katell], monet hardizh gant un c'houraj mat bede an impalazr en ur lavaret dezhañ [ : «]Da zignite a urzh ha da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksion diouzh an doueoù[. »]

1576
Daveenn : Cath p6

Ha neuze ez komañsas [Katell] lavaret dezhañ : [«]Lakaet em eus ma foan ha ma soursi, da lavaret an traoù-mañ evel d'un den gouviziek ha savant.[»]

1576
Daveenn : Cath p6

[«] Hag evit-se kement ger zo a dle bezañ koñfermet gant daou pe dri dest, pa ve te a ve un ael, pe a ve ur vertuz selestiel[. »]

1576
Daveenn : Cath p10

Kent-se[,] uz a rezon evel maz aparchant ouzh un roue prudant, rak an boeted a lavar [: «] Mar em c'houvernez dre rezon, hervez an ene ez vizi roue [;] hogen, mar em c'houvernez aotramant, hervez an c'horf, ez vizi servijer[. »]

1576
Daveenn : Cath p10

12. Sezar a respontas dezhe : [«] Amañ en hon eus un verc'h yaouank peheni n'he deus ket a gompagnonezh e skiant hag eo gouvizek 'vez[. »]

1576
Daveenn : Cath p11

14. Pan oa digaset dirak an oratored hag ar filozofed ez lavaras d'an impalarz : [«] Chetu un señtañs hag un barn kazr evit un impalarz [!»]

1576
Daveenn : Cath p12-13

19. Neuze an tirant karget a furor a c'hourc'hemenas ez vefe diwisket ha gant skourjezoù fouetet, ha goude he lakaat en ur prizon teñval hep reiñ dezhi da zebriñ na da evañ [a-]hed ar spas a zaouzek dez[.]

1576
Daveenn : Cath p16-17

ken tanav hag un delienn

1699
Daveenn : Har. pg delien, ha, ken, tanav, un (tanve comme une feuille)

un den a zegemer mat

1732
Daveenn : GReg pg abord

pennsodiñ a rae un den gant hemañ

1732
Daveenn : GReg pg affolir

bet un dezo

1732
Daveenn : GReg pg former (Former un dessein, pp.)

kemeret un seurt buhezegezh

1732
Daveenn : GReg pg genre (Prendre un genre de vie.)

Bezañ ez eus un seurt tud pere a zo, &c.

1732
Daveenn : GReg pg genre (Il y a un genre de personnes qui sont, &c.)

boazet diouzh un dra

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer, prendre une habitude, pp.)

un taolad preñved

1732
Daveenn : GReg pg fourmiliere (Une fourmiliere de verre.)

tud un orrupsion

1732
Daveenn : GReg pg fourmiliere (Une fourmiliere de monde.)

bet un anoued terrupl

1732
Daveenn : GReg pg froid (Avoir grand froid, pp.)

kaout un anoued terrupl

1732
Daveenn : GReg pg froid (Avoir grand froid.)

un tad Sant Frañsez

1732
Daveenn : GReg pg franciscain (Religieux de l'Ordre de Saint François)

em fourrañ en un tu bennak

1732
Daveenn : GReg pg fourrer (Se fourrer quelque part.)

un taol fobiez

1732
Daveenn : GReg pg fourré (Un coup fourré, un coup de traître.)

un aer fresk

1732
Daveenn : GReg pg frais (Un air frais.)

un den groñs

1732
Daveenn : GReg absolu

un Doue hepken a zo

1732
Daveenn : GReg pg a

un dremm en deveus, a'n dousañ

1732
Daveenn : GReg Rakskrid, air

Ne'm eus ket peadra annezañ un ti.

1850
Daveenn : GON.II pg annéza (je n'ai pas de quoi meubler une maison.)

hô c'hoar a zô abaf eunn nébeût

1850
Daveenn : GON.II pg abaf

Grit un ant evit herzel ouc'h an tan.

1850
Daveenn : GON.II pg añt (Faites une tranchée pour arrêter le feu.)

eunn dén dimézed eo a zo béd abostoler enn oféren

1850
Daveenn : GON.II pg abostoler

un

1850
Daveenn : GON.II pg a, eul, eunn, unan, unn

un den

1850
Daveenn : GON.II pg dén (Un homme, une personne), eunn (un homme).

un aval

1850
Daveenn : GON.II pg eunn (une pomme).

un ebeul

1850
Daveenn : GON.II pg eunn (un poulain).

un yourc'h

1850
Daveenn : GON.II pg eunn (un chevreuil)

un nor

1850
Daveenn : GON.II pg eunn (une porte).

un ulmenn

1850
Daveenn : GON.II pg eunn (un nœud d'arbre).

un nev

1850
Daveenn : GON.II pg eunn (un auge).

un ti

1850
Daveenn : GON.II pg eunn (une maison).

un

1850
Daveenn : GON.II pg eunn

un

1850
Daveenn : GON.II pg unn, pg eunn (art. indéfini. Il représente en français les monosyllabes "un", "une". En Vannes, "unn").

dont a-benn eus un dra

1850
Daveenn : GON.II pg a-benn

A-benn m’hor boa graet un daou pe dri c’hant paz, hon ambrouger, en ur dennañ ur chapeled eus e c’hodell, a lavaras deomp : — C’hwi hoc’h eus an aer da vezañ daou zen mad, abalamour da se n’em eus ket a aon o lavaret va chapeled dirazoc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.69

un ti kaer

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 (une belle maison)

un

1927
Daveenn : Geri.Ern pg a

An heol n'eus ket anezhañ, a lavare un dall.

1927
Daveenn : GERI.Ern pg ane(z)añ (Le soleil n'existe pas, disait un aveugle.)

en un tu all

1931
Daveenn : VALL pg ailleurs

un dremm gaer a blac'h

1931
Daveenn : VALL pg beau

un

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p VIII

n'omp ket un tañva da Gerneviz

1931
Daveenn : VALL pg approcher (nous n'approchons pas des Cornouaillais)

Ur boblad a dud speredek a zo eus Dinaniz. Klask a reont e pep keñver deskiñ, en em varrekaat, adkavout zoken ar brezhoneg kollet abaoe keit-all gant o c'hendadoù, hag ober anaoudegezh gantañ.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

Un tu bennak, du-se, eeun dirazañ e virvilh dour difonn ar stêr Ebro en he naoz meinek.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Ur c'hoarig, - Mari vihan a veze graet diouti, - am eus bet, met mervel a reas ar paour-kaezh krouadur a-benn un daou pe dri miz ha setu penaos ez on manet pennhêr Tremel.

1954
Daveenn : VAZA p.7

Tamm-ha-tamm e krog ennoc'h ezhomm da darlaskat, ha santout a rit flemmadennoù war ho korf, un tammig a bep tu.

1985
Daveenn : DGBD p59

A-dal dezhe, war ur gador vihan, ur skinweler a-vent gant un urzhiataer kozh a zo enaouet met ar re-se ne sellont ket ouzh ar skramm.

2015
Daveenn : EHPEA p11

Ma varnan hervez e gorfadurezh e oa un tri-ugent vloaz den bennak.

2016
Daveenn : BARDF p. 209

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II e vez lakaet ar ger-mell "eunn" (pe "unn") dirak ar pennlizherennoù "d", "n", "t" ha dirak ar vogalennoù.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial