I.
A. Rag. peg.
1. (enebet ouzh an niveroù pegementiñ)
Raganv a dalvez da aroueziñ un den, ul loen, un dra.
Unan a van c'hoazh. Estreget unan, estroc'h eget unan, ouzhpenn unan zo. Unan a roin dit, unan hepken. Gwelet em eus unan eus ho pugale, ag ho pugale.
• Unan eus an holl : a-douez an holl.
Kemer unan anezho.
• Unan ha daou zo tri. Unan mui tri zo par da bevar.
• Bet o deus pep a unan, unan pep hini.
• Unan bras : un den bras, ul loen bras, un dra vras a arouezer gant un anv gourel.
Unan vras : un den bras, ul loen bras, un dra vras a arouezer gant un anv benel.
Roit din unan(ig) all.
&
Unan bennak : un nebeud (tud, loened, traoù).
Kavet em eus unan(ig) bennak. Kemerit unan bennak all. Bez' ez eus unan freuzet bennak, unan bennak a freuzet.
&
(dirak ar stagelloù "ha", pe heuliet gant un niv. peg.)
Etre unan hag eizh metrad : etre ur metrad hag eizh metrad. An unan pe zaou di zo eno : an ti pe an daou di zo eno.
2. Stroll tud, loened, traoù unanet strizh, na reont nemet un dra a-gevret.
Ne reont holl nemet unan. Ra vint unan. Unan eo an Iliz Katolik.
[1878] Graet e kambr an tamaller publik, an 10 floreal, eilvet bloavezh a Republik Frañs, unan ha dirannek.
3. Trl.
Unan a zek, dre zek, diwar zek, bep dek, seul dek : un elfenn eus un teskad a zek den, loen pe dra, a zigemmer diouzh an elfennoù all zo strollet ganti.
&
Unan a bep tri, dre bep tri, war bep tri, diwar bep tri : un elfenn a zibober en un teskad pe e meur a deskad a deir elfenn.
&
Dek ouzh unan hepken : dek den oc'h enebiñ ouzh unan.
&
Unan a zaou : troienn a reer ganti evit lavaret eo ret-groñs dibab unan eus disentezioù un dazeilad.
Unan a zaou : pe e teuot ganimp pe e chomot amañ da c'hortoz !
[1955] « Met unan a zaou, emezon, neuñvial pe en em veuziñ, pehini anezho a zibabi ? »
&
Ober unan a zaou : ober e vennozh d'ober udb.
&
En em gavout etre unan pe zaou : rankout dibab etre div zisentez.
&
An diwezhañ nemet unan : an eil diwezhañ.
&
PEMDEZ
(db. oberoù an dud)
Nag evit unan nag evit daou : a briz ebet, n'eus forzh petra a vije, a c'hoarvezje.
[1955] Gwir eo, abaoe an devezhioù ma ’z aemp hon-daou d’ar skol davet leanezed Priel, e karen ar plac’hig-se evel ur vignonez a-viskoazh, un amezegez a zeue alies davedon da c’hoari – evel ur c’hoar, mard eo gwell ganeoc’h – met nag evit daou nag evit unan ne oan troet da vont da lakaat va anv ganti.
&
(db. an dud)
Rentañ kant evit unan : rentañ d'ub. kant gwech muioc'h eget ar pezh zo bet roet gantañ.
&
(db. an hadeier)
Reiñ kant evit unan : reiñ kant greunenn evit unan zo bet hadet.
Ur c'hreunenn gerc'h a ro kant evit unan.
&
Ober daou* c'her eus unan.
&
(db. an dud)
Bezañ unan a dri : bezañ mab, merc'h da dud o deus tri bugel.
&
Trl.
Gwelloc'h eo gloazañ daou* eget lazhañ unan.
&
En em gavout da unan gant ub. : a-du gantañ.
&
Tr. estl.
Dal a unan ! : komzoù a zistager evit reiñ da c'houzout eur deuet a-benn da gaout un elfenn eus ur rummad bnk.
&
(db. an dud)
Hennezh zo unan ! : un den dioutañ e-unan, dezhañ doareoù divoas, iskis.
4. (goude ur g. perc'h. pe goude "an")
Ger a saver diwarnañ adverboù a dalvez da lakaat elfennoù a-wel a-hiniennoù pe a-strolladoù, d'o digemmañ diouzh elfennoù all o rummad.
Bet int e Kemper o-unan : pep hini diouzh e du. Ganto o-unan eo bet graet al labour-se : ganto hepken.
&
Unan e-unan, he-unan : unan hepken, an hini nemetañ, nemeti zo.
Eno ez eus pemp feurm en unan he-unan : bet bodet an douaroù anezho d'ober ur feurm hep ken.
B.
G. pet.
1. Ag. pet. (goude un ak.)
Kentañ.
Ar pennad unan. Ar gentel unan.
2. (dirak "warn-ugent" pe "tregont" en troiennoù a dalvez da c'heriañ an deiziadoù)
Kentañ.
Warc'hoazh emañ an unan warn-ugent a viz geñver.
C. Niv. peg.
Termen a dalvez da aroueziñ niver an unanennoù er raganvioù pegementiñ pe en adverboù pegementiñ.
Unan warn-ugent int. Unan ha hanter-kant emaoc'h bremañ. Kant unan zo, unan ha kant zo. Daou vil pemp kant unan ha tri-ugent emaomp er gumun.
II.
Impl. da ak. (ls. -où)
1. Niver anterin a zeu a-raok "daou".
2. Anv a roer d'an arouezenn "1" a reer ganti evit skrivañ an niver anterin a zeu a-raok "daou".
III.
Stn. YEZHAD. (enebet ouzh daou ha lies)
A denn da anvioù-kadarn, n'int ket savet diwar anvioù stroll, a dalvez da aroueziñ un elfenn eus ur rummad traoù niveradus.
Un anv* unan. Ur stumm unan.
&
An niver unan : rummenn yezhadurel a zezverker ganti ar fedoù a denn d'an anvioù unan.
Neuze, an impalarz, leun a frenezi, a lavaras dezhi : « Choaz unan a zaou : daoust dit pe te a sakrifio hag ez vevi ha pe [te] a anduro tourmañchou eskis ha ma vizi distrujet[ ? »]
neuse an impalarz leun a frenesy a lauaras dezy choas vnan a daou: daoust dit pete a sacrifio hac ez beuy a pe a anduro tourmanchou exquis ha ma vizy distruget :
1576
Daveenn :
Cath
p19
M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.
M. Pe euit tra en [sin ar groas] grit-u e-n façon se? D. Quentaff euit digacc e-m memoar an daou mister principal ves hon Feiz; vnan é ves an Drindet biniguet, oz dont da prononç an comsaou man: en hano an Tat, ha-n Map, ha-n Speret Santel; an eil eo ves an maru ha-n Passion hon Saluer biniguet, pehiny ouz en em bezaff gret den en deues anduret maro euidomp en vn croas.
1622
Daveenn :
Do.
p8
Petra a zleomp-ni da grediñ eus an Iliz katolik ? Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz wirion hepmuiken
Petra à dleomp-ny da crediff ves an Ilis Catholic ? Ez eo vnan, da lauaret eo, nen d-eux nemet vn Ilis guirion hep muy quen.
1622
Daveenn :
Do.
p16
M. Petra a zleomp-ni da grediñ eus an Iliz katolik ? D. 1. Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz wirion hepmuiken. 2. Ha penaos er-maez anezhi nend eus ket a salvasion. 3. Ha pehini zo gouarnet gant ar Spered santel, ha rak-se ne c'hell ket faziañ.
M. Petra à dleomp-ny da crediff ves an Ilis Catholic? D. 1. Ez eo vnan, da lauaret eo, nen d-eux nemet vn Ilis guirion hep muy quen. 2. Ha penos en maes ànezy nen d-eux quet a saluation. 3. Ha peheny so gouarnet gand an Spered Santel, ha rac se ne guel quet faziaff.
1622
Daveenn :
Do.
p16
unan
vnan
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg vnan
M. Petra zleomp-ni da gridiñ eus an Iliz katolik ? D. 1. Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz gwirion hepmuiken. 2. Hag er-maez anezhi ned eus ket a silvidigezh. 3. Ha pehini zo gouarnet gant ar spered santel, ha rak-se ne c'hell ket faziañ.
M. Petra dleomp-ny da gridi eus an Ilis Catholic ? D. 1. Ezeo unan, da lavaret eo, n'endeus nemet un Ilis guirion hep muy quen. 2. Hag ermés anezi ne deus quet a silvidiguez. 3. Ha pehiny so goüarnet gant ar Speret santel, ha rac-se ne hell quet fazia.
1677
Daveenn :
Do.
p17
ar werbl he devoa nav merc'h; a nav e teuas da eizh, a eizh da seizh etc, a ziv da unan, a unan da get
ar verbl he devoa nao merc'h; a nav e teuas da eiz, a eiz da seiz etc. a ziou da unan, a unan da qet
1732
Daveenn :
GReg
pg aine
eus a veur a somm ober unan hepmuiken
eus a veur a soum ober unan hepmuyquen
1732
Daveenn :
GReg
pg additionner
unan hag unan
unan hac unan
1732
Daveenn :
GReg
pg a
kant evit unan
cant evit unon
1732
Daveenn :
GReg
pg centuple (cent fois autant)
nemet unan pe zaou
nemed unan pe zaou
1732
Daveenn :
GReg
pg fors (Fors un, ou deux.)
Unan
1850
Daveenn :
GON.II
p.23 (un, une).
Unan hag unan int deuet.
Unan hag unan iñd deût.
1850
Daveenn :
GON.II
p.90 (Ils sont venus un à un).
Pegement a root-hu deomp ? Dek skoed a roin deoc’h, hag unan d’ho mab.
Pégémeñd a rôot-hu d’é-omp ? Dék skôed a rôinn d’é-hoc’h, hag unan d’hô mâb.
1850
Daveenn :
GON.II
p.61 (Combien nous donnerez-vous ? Je vous donnerai dix écus, et un à votre fils).
unan
1850
Daveenn :
GON.II
pg unan (nom de nombre cardinal. un. une [...] joint aux pronoms personnels ou possessifs répond aux adj. "même" ou "seul").
Unan ha tregont
Unan ha trégont
1850
Daveenn :
GON.II
p.24 (trente-un).
Ur wezenn bennak am eus diskaret.
Eur wézen-bennâg em eûz diskaret.
1850
Daveenn :
GON.II
p.75 (J'ai abattu quelques arbres).
unan da unan
1850
Daveenn :
GON.II
pg unan (un a un).
Kemerit un aval bennak.
Kémérid eunn aval-bennâg.
1850
Daveenn :
GON.II
p.75 (Prenez quelques pommes).
« Unan, daou, tri, pevar : evit peder sizhun / Peadra da zibriñ, ha me a zo war yun ! »
» Unan, daou, tri, pevar : evit peder zizun / » Peadra da zibri, ha me a zo war iun !
1867
Daveenn :
MGK
p98
Gwechall ar razh, ar goulm, ar vaot hag an heizez / O-fevar 'vel unan, veve gant karantez.
Gwechall ar raz, ar goulm, ar vaot hag ann heizez / Ho fevar 'vel unan, veve gant karantez.
1867
Daveenn :
MGK
p45
Unan [anezho], ar marc'hadour, a c'houie niveriñ, / Lavaret hep faziañ : unan ha daou zo tri.
Unan [anezho], ar marc'hadour, a c'hwie niveri, / Lavaret hep fazia : unan ha daou zo tri.
1867
Daveenn :
MGK
p80
Graet e kambr an tamaller publik, an 10 floreal, eilvet bloavezh a Republik Frañs, unan ha dirannek. Sinet : Donze-Verteuil.
Great e kampr an tamaller publik, an 10 floreal, eilved bloavez a Republik Franz, unan ha dirannek. Sinet : Donze-Verteuil.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.206
D'an deirvet gwech an dilennadur a vefe embannet gant an hanter hag unan eus ar mouezhiou.
D'an deirved gwech an dilennadur a vefe embannet gant an hanter-hag-unan eus ar moueziou.
1909
Daveenn :
REZI
p. 8
Ret eo d'ar geder Awenez kaout a-du gantañ mouezhioù an hanter hag unan eus ar Varzhed bedet, a-benn bezañ digemeret Awenez.
Red eo d'ar geder Awenez kaout a du gantan moueziou an hanter-hag-unan euz ar Varzed bedet, a benn beza digemeret Awenez.
1909
Daveenn :
REZI
p. 13
Evel m’emañ, an tour-se n’en deus ket e bar e bro all ebet ; unan eus marzhioù ar bed eo-eñ.
Evel m’eman, an tour-ze n’en deus ket e bar e bro all ebet ; unan eus marziou ar bed eo-hen.
1923
Daveenn :
SKET
p.16
pep a unan
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg a3 (chacun une [pomme])
unan
1927
Daveenn :
Geri.Ern
pg a
unan all bennak
1931
Daveenn :
VALL
autre
unan a zaou
1931
Daveenn :
VALL
pg alternative, (c'est l'un ou l')autre
diwezhañ nemet unan
diweza nemet unan
1931
Daveenn :
VALL
pg avant-dernier
unan hag unan
1931
Daveenn :
VALL
pg a
unan a zaou eo
1931
Daveenn :
VALL
(c'est l'un ou l')autre
Gwir eo, abaoe an devezhioù ma ’z aemp hon-daou d’ar skol davet leanezed Priel, e karen ar plac’hig-se evel ur vignonez a-viskoazh, un amezegez a zeue alies davedon da c’hoari – evel ur c’hoar, mard eo gwell ganeoc’h – met nag evit daou nag evit unan ne oan troet da vont da lakaat va anv ganti.
Gwir eo, abaoe an devezhioù ma ’z aemp hon daou d’ar skol davet leanezed Priel, e karen ar plac’hig-se evel ur vignonez a-viskoazh, un amezegez a zeue alies davedon da c’hoari – evel ur c’hoar, mar deo gwell ganeoc’h – met nag evit daou nag evit unan ne oan troet da vont da lakaat va anv ganti.
1955
Daveenn :
VBRU
p.3
« Met unan a zaou, emezon, neuñvial pe en em veuziñ, pehini anezho a zibabi ? »
1955
Daveenn :
VBRU
p.8
Unan a zaou, founnus e vo ret d'ar gamaraded chomet dizalc'h gouestlañ ul lodenn vat deus o amzer stourm evit dishualiñ anezhe.