Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V. I. V.k.e. A. 1. (db. an dud, an traoù) Lakaat ub., udb. d'ober un hollad unvan gant un den all, meur a hini all. Unaniñ ar gristenien. Unaniñ a rejont o fedennoù gant e hini. Ar garantez a unan ar c'halonoù, goude ar marv zoken. 2. (db. an dud) Lakaat tud d'en em glevet, d'en em skoazellañ, da genlabourata-benn tizhout pal pe bal. Deuet e oa Gandhi a-benn da unaniñ tud e vro. 3. Impl. da ak. Unaniezh. Lakaat ar peoc'h hag an unaniñ etre an enebourien. B. 1. (db. an dud) Eurediñ (daou zen). & Ent strizh (er relijion gatolik) Liammañ daou zen dre sakramant ar briedelezh. Unaniñ daou zen dre o eneoù. Ar beleg a gemer e stol d'o unaniñ. 2. (db. an traoù) Eren. Torret eo al liammoù a unane he ene gant he c'horf 3. Unaniñ div vro : ober unan hepken ganto. C. A-WECHOÙ Reiñ ur stumm unvan d'udb. Unaniñ reizhskritur ar brezhoneg. HS. unvaniñ. II. V. kenem. (db. an dud) EN EM UNANIÑ : en em glevet, en em skoazellañ, kenlabourat a-benn seveniñ tra pe dra. An dud en em unan etrezo. En em unanit ganin evit he zrugarekaat. [1850] Kemennet en deus c'hoazh din, eme Ruth, en em unaniñ gant ar vederien, betek ma vezo met e holl ed.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

unani

1850
Daveenn : GON.II pg unani, unvani, urvani

unanet

1850
Daveenn : GON.II pg unani

biken na c'hellot unani an div dra-se

1850
Daveenn : GON.II pg unani

en em unaniñ

1850
Daveenn : GON.II pg unani

Kemennet en deus c'hoazh din, eme Ruth, en em unaniñ gant ar vederien, betek ma vezo medet e holl ed.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.103, Buez Ruth.

En em unaniñ a rin ganto.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, "Je me joindrai à eux".

Biskoazh n'eo ket [sic, evit bet] torret ar chadenn gaer a garante a unanas hon div familh.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Emaint o paouez sevel etrezo ur gevredigezh da adsevel o bro, o yezh, hag o broadelezh, dre en em unaniñ etre Euskariz Bro-C'hall hag Euskariz ar Spagn

1906
Daveenn : KZVR Niv. ar 25 a viz Du

E-kerzh an ergerzhioù-se eo e tigouezhas gant ar ramzez Adaqi, merc’h Noux, m’en em unanas ganti en dervenneg hag ec’h engehentas Manos ha Bena, a reer anezho ivez Atir ha Mâtir (da lavarout eo an Tad hag ar Vamm) a zo deut diouto hor pobloù, hor gouenn-dud (1).

1923
Daveenn : SKET p.30-31

En em unaniñ a raint gant enebourien an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.37

Eno en em zastume, en em unane an dibab eus an dud dilezet gant Doue.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Eno en em unane an darn vuiañ eus merc’hed ha gwragez ar bourk, ar re, da vihanañ, o devoa un ober bennak war ar stern.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.943 (Mae 1924)

Pell-pell araozañ edo bremañ, kelc’hiet-holl a flammoù, ha war-nezik en em unaniñ gant an heol, a oa aet traoñ ar gantenn anezhañ stok ouzh ar mor.

1924
Daveenn : SKET.II p.39

O div galon, broudet gant ar garantez, a lamme an eil davet eben ha, pa n’oant ket evit kejañ en unan, o daouarn, o dremm, o diweuz eo en em unane.

1924
Daveenn : SKET.II p.14

unaniñ (en em)

1924
Daveenn : SKET.II p.144 « Geriadurig », "S’unir, se confondre".

Neuze oc’h unaniñ bozoù o daouarn, e taoljont a flac’hadoù dour war-du ennañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.35

Paotred ha merc’hed holl int en em unanet en ti Jaketa, c’hoar Erwan, hag eno, goude ali ha kuzul, e oa bet kemennet da bep hini klask tu pe du da waskañ Janedig, da flastrañ al lorc’h a oa enni. Met penaos, penaos ?…

1925
Daveenn : BILZ2 p.155

Ur goan vras hon unanas holl en "Hôtel Moderne".

1944
Daveenn : EURW.1 p.164

Ar pevar Garnoediad en em glaskas, ha hiniennoù eus Kallag a unanas ganimp, Herri Liegard hag e vreur Adolf, mibien d'an apotiker, Jul Herve hag eñ magnous, mab d'an horolajer, ha Frañsiz Prijant, mab d'ar marc'hadour gwin.

1944
Daveenn : EURW.1 p34

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial