Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. (db. an dud) 1. Zo deuet d'en em glevet, da genlabourat, da vezañ kengred gant un den all, gant tud all. Mard oant unanet-holl en o lec'hioù-labour, er gêr ne oant ket mui. Bezit holl unanet kenetrezoc'h. Unanet eo er vuhez hag el labour ar re holl a vev en ti. 2. Ent strizh Euredet. An daou bried zo unanet etrezo keit ha ma vevont. N'oamp ket unanet, karantez ar galon n'eo ket a walc'h. DHS. dimezet. B. (db. ar c'hostezennoù, ar broioù, ar vrezelourien, h.a.) Zo en em glevet da stourm a-du gant ub., ur re bnk. a-enep un enebour boutin. Salaun a oa unanet gant ar vrientinien-se. & Stn. (db. ar broioù, ar Stadoù) Zo bodet en ur framm politikel boutin. Ar Rouantelezh-Unanet : Stad a ya Breizh-Veur ha Hanternoz Iwerzhon d'he ober. Broadoù Unanet, Aozadur ar Broadoù Unanet. II. (db. an traoù) 1. Mesket, lakaet a-gevret. Gant prenn, maen, pri ha douar unanet e veze savet ar mogerioù. 2. Bet lakaet da begañ, d'ober udb. a-vloc'h. Meinigoù munut, ruz, unanet gant simant. DHS. toueziet.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

ar re unanet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg unanet

unanet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg unanet

Da-heul barn Gorsedd Beirrdd Ynys Prydain, en Llangollen, 1908, ha goude Gorsedd kuzh Keumbri ha Barzhed Breiz, unanet en Brest, 1908, dindan renadur an Archderwydd kannad Cadfan, kement-mañ a zo bet emglevet etre an daou C'horsedd

1909
Daveenn : REZI p.20

"Nemetos", iwerzhoneg "nemet", brezhoneg "nevet", a zo unanet ennañ talvoudegezhioù ar gerioù gallek « saint, sacré, tabou ».

1923
Daveenn : SKET p.120

Un toullad mat a ganfarded a oa eno unanet, paotred ha merc’hed ; darn a oa o c’hoari patati, darn all o c’houren ; ar merc’hed, darn anezho en o [fuch], a c’hoarie eizh meinigoù [sic], hag ar re all gant tri pe bevar baotr a oa o c’hoari mouchig-dall.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)

— Evurus, maleürus, eme Izabel dre he daeroù, unanet omp bet gant Doue, unanet e vevfomp hag e varvfomp !… Ha daeroù ar vugale, mesket gant daeroù ar vamm, a siellas an testeni.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)

Mignoned, unanet chomomp, / Hon enebourien ne zoujomp.

1960
Daveenn : PETO p45

Abaoe 1956 eo deuet ar Marok da vezañ ur vro zizalc'h, hag unanet eo bet an div rann, an hini a oa dindan gwarez ar Frañs hag an hini a oa dalc'het gant ar Spagn.

1985
Daveenn : DGBD p14

Labour vat a ran sur a-walc'h rak dec'h en doa pellgomzet din derc'houezour gresian ar Gomiseriezh Uhel evit ar Repuidi en Aozadur ar Broadoù Unanet.

2015
Daveenn : EHPEA p64

Notennoù studi

Anv-kadarn gourel e geriadur ar Gonideg.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial